Salm 50

(heb. 51)

Doue a garantez, bez truez ouzin !

Jezuz, Mab Doue Salver, bez truez ouzin,
peher ma ’z on !

3 Truez ouzin, va Doue, hervez da garantez,
Ken trugarezuz ez out ma tilami va fehed diwarnon.
4 Gwalc’h ahanon euz va faot,
Neta ahanon euz va fehed.

5 Va fallagriez a anavezan,
Noz-deiz emañ dirazon va fehed.
6 A-eneb dit ha dit-te hepken, am-eus pehet ;
Ar pez a zo fall dirag da zaoulagad am-eus me greet.

Bez e vefe reiz da zetañsou,
Hag eeun da varnedigez.
7 Gwel : en droug ez on bet ganet,
Peher on bet konsevet gand va mamm.

8 Gwel : da wirionez a fell dit e don va c’halon ;
Kelenn din da furnez em diabarz.
9 Glana ahanon gand an izop hag e vezin glan,
Gwalc’h ahanon hag e vezin gwennoc’h eged an erc’h.

10 Ro din da gleved dudi ha levenez,
Hag e trido an eskern az-peus brevet.
11 Distro da zremm euz va fehejou,
Ha dilam va oll fallagriez.

12 Krou ennon, va Doue, eur galon dinamm,
Eur spered eeun ha nevez em diabarz,
13 Na zistaol ket ahanon euz dirazout,
Na zilam ket diganin da spered a zantelez.

14 Ro din adarre levenez da zilvidigez ;
Harp ahanon gand eur spered a nerz.
15 Kelenn a rin da henchou d’ar beherien ;
Hag an dud dizent a zistroio davedout.

16 Saveta ahanon euz ar gwad, Doue, va Doue Salver,
Ha va zeod a veulo gand nerz da justis.
17 Aotrou, digor va muzellou,
Ha va genou a embanno da veuleudi.

18 Ne blij ket dit ar zakrifisou,
Ma kinnigan dit unan e nahez anezañ.
19 Va zakrifis da Zoue : eur spered glaharet ;
Eur galon glaharet ha bruzunet, o Doue, na zispriji ket.

20 Plijet ganez ober vad da Zion :
Adsao mogeriou Jeruzalem.
21 Neuze e plijo dit sakrifisou gwir : oll-loskadou ha kinnigou
Neuze tirvi yaouank a vo kinniget war da aoteriou.

En da garantez, Aotrou, dilam va fehed !