Salm 46

(Heb. 47)

Oll boblou ar bed, stlakit ho taouarn,
ha savit ho mouez da veuli Doue !

2 Oll boblou ar bed, stlakit ho taouarn,
Meulit Doue ha youhit a levenez !

3 Rag an Uhel-meurbed a zo spontuz,
Roue braz war an douar a-bez.

4 Dindannom e laka ar poblou da blega,
Ar broiou a-zindan on treid ;

5 Dibabet e-neus ’vidom eun c’herez,
Lorc’h Yaakob, e vuia-karet.

6 Pignet eo Doue e-kreiz al levenez,
An Aotrou e-kreiz son ar c’horn-boud.

7 Sonit da Zoue, sonit,
Sonit d’or Roue, sonit !

8 Rag Doue an douar a-bez eo Doue :
Sonit evid henn embann !

9 Doue a ren war ar poblou,
Azezet eo war e drôn santel.