Salm 45

(heb. 46)

Roet e vo dezañ an ano a « Emmanuel ».

2 Doue a zo evidon minihi ha nerz,
Skoazell en argoll, êz da gaoud.

3 N’or befe ket aon ma vrañsellfe an douar,
Ma tisahfe ar meneziou e kalon ar mor ;

4 Bourbouilla ha birvi a rafe an doureier,
Ha krena ar meneziou dindan an houl.

Emañ ganeom Aotrou an nerziou,
Minihi evidom, Doue Yaakob !

5 Gwaziou ar stêr a laouenna kêr Doue,
Santual ha ti an Uhella,

6 En e c’hreiz emañ Doue, ha divrall eo ;
Pa darz ar mintin, Doue a skoazell anezi.

7 Broiou a vourbouill, rouanteleziou a vrall,
Pa zao Doue e vouez, e teuz an douar.

Emañ ganeom Aotrou an nerziou,
Minihi evidom, Doue Yaakob !

9 Deuit ha gwelit oberou an Aotrou,
Penaoz e ra dismantrou war an douar.

10 Termen a lak d’ar brezel beteg penn pella an douar,
Terri ar wareg, bruzuna ar goaf, devi ar c’hirri-emgann :

11 « Peoc’h ! Anzavit ez on me Doue,
Mestr war ar broadou, mestr war an douar. »

12 Emañ ganeom Aotrou an nerziou,
Minihi evidom Doue Yaakob !