Salm 44

(heb. 45)

Te, ar c’haerra euz bugale an den,
Doue a ro dit e vennoz da viken.

2 Va c’halon o virvilla gand komzou dispar,
E tibunan va barzoneg en enor d’ar roue :
Va zeod a zo pluenn eur skrib ampart.

3 Ar c’haerra ez out euz bugale an dud,
Ar c’haerder a zo skuillet war da vuzellou,
Rag-se e-neus Doue da venniget da viken.

4 War da vorzed, lak da gleze, brezelour kaloneg, skeduz ha splann,
Marheg, red d’an emgann
Evid ar wirionez, an douster hag ar justis.

6 Da zorn dehou a daol ar spont, da virou a zo lemm,
Dindannout e kouez ar poblou,
Tizet er galon eo enebourien ar roue.

7 O Doue, da dron a zo da virviken,
Eur vaz a eeunded eo da vaz-roue.
8 Kared a rez ar justis ha kasaad an droug.

Setu perag e-neus Doue, da Zoue, olevet ahanout
Gand eun eoul a levenez, e-lec’h da vignoned.
9 C’hwez-vad ar mir, ar ganell hag an aloez ’zo gand da zillad.

10 E paleziou olifant, an telennou a ra da zudi.
Merhed rouaned a zo aze, ganto da vraoigou,
En he zav, a zehou dit, ar rouanez gand aour Ofir.

           *

Setu ar pried o tond !
Kit da ziambroug ar C’hrist !

11 Selaou, va merc’h, sell ha tro da skouarn !
Ankounac’ha da bobl ha ti da dad ;
12 Hag e c’hoantaio ar roue da c’hened.

Da aotrou eo : stou dirazañ.
13 Neuze merc’h Tir, ar re binvidika euz ar bobl,
Gand o ’frovou, a glasko da c’hrad-vad.

14 Skeduz-flamm, merc’h ar roue a antre,
Gwisket a wiadennou aour.
15 En he dillad kaer a bep-liou ez eo degaset d’ar roue.

War he lerc’h, merhed yaouank, he mignonezed ;
16 O ambroug a reer gand joa ha levenez,
Hag ez eont e palez ar roue.

17 E-lec’h da dadou, az-po mibien,
O lakaad a ri da briñsed
War an douar a-bez.

18 Digas soñj a rin euz da ano a rummad da rummad,
Rag-se e vezo poblou
Evid meuli ahanout da virviken.