Salm 42

(Heb. 43)

Kas da sklerijenn ha da wirionez,
ren a raint ahanon !

1 Barn ahanon va Doue, stourm evid va stourm
           a-eneb eur bobl difeiz ;
Euz an den touelluz ha treitour,
           saveta ahanon.

2 Te, Doue, va Minihi *
           perag e heugez ouzin ?
Perag emaon trist o vale
           gwasket gand an enebour ?

3 Kas da sklerijenn ha da wirionez,
           ren a raint ahanon,
ha va c’has beteg da venez santel,
           beteg da zeumeurañs.

4 Mond a rin beteg aoter Doue,
           Doue, va levenez ;
Dañsal a rin ha meuli war an delenn
           Doue, va Doue.

5 Perag beza mantret va ene,
           hag hirvoudi warnon ?
Esper e Doue, c’hoaz e vo meulet ganin
           va Zalver ha va Doue.

Va Zalver ha va Doue out ;
c’hoaz e veulin da Ano !