Salm 41

(Heb. 42)

Sehed e-neus va ene euz Doue,
euz an Doue beo !

2 Evel eun c’heizez
           o klask ar waziou dour,
Evelse va ene
           a glask ahanout va Doue.

3 Sehed e-neus va ene euz Doue
           euz an Doue beo,
Peur ez-in da weled
           dremm Doue ?

4 Bez am-eus va daelou evid bara
           deiz ha noz,
Pa lavarer din ’doug an deiz :
           Pelec’h emañ da Zoue ?

5 Pa zoñjan,
           ha va ene en em skuill ennon va unan,
Penaoz e tremenen
           ar porrasteliou.

E penn engroez ar goueliou
           etrezeg ti Doue,
E-kreiz ar youhadennou
           a levenez hag a veuleudi.

6 Perag beza mantret va ene,
           hag hirvoudi warnon ?
Esper e Doue, c’hoaz e vo meulet ganin
           va Zalver ha va Doue.

           *

7 O va Doue, ennon va ene a zo mantret *
           setu perag e soñjan ennout,
Euz bro ar Yordan, an Hermonou
           hag ar menez izel.

8 Euz eun islonk d’egile
           e tasson trouz da ruillou-dour,
Da oll goummou ha da oll wagennou
           a zo tremenet warnon.

9 War an deiz e ro Doue e garantez, *
           hag a-hed an noz
E gan a zo ganin
           pedenn da Zoue va buhez.

10 Lavaroud a rin da Zoue va roc’h : *
           perag am ankounac’haez ?
Perag e vezan trist o vale
           gwasket gand an enebour ?

11 Brevet eo va izili
           dindan dismegañs va enebourien
A lavar din a-hed an deiz :
           pelec’h emari da Zoue ?

12 Perag beza mantret va ene
           hag hirvoudi warnon ?
Esper e Doue, c’hoaz e vo meulet ganin
           va Zalver ha va Doue.

An neb e-neus sehed, eme an Aotrou,
ra zeuio davedon, ha ra evo !