Salm 40

(Heb. 41)

Pare va ene, Aotrou, hag e ouezin e karez ahanon !

2 Eüruz an hini a daol evez ouz an den dister ha paour,
Da zeiz ar gwalleur, e vo saveteet gand an Aotrou !

3 An Aotrou e viro e buhez, eüruz war an douar,
Ha na roio ket anezañ da c’hoantegez e enebourien.

4 An Aotrou e skoazello war e wele a boan,
Hag en e gleñved, e teuio d’e barea.

5 Me a lavare : « Aotrou, truez ouzin !
Pare va ene, rag pehet am-eus a-eneb dit ! »

6 Va enebourien a wallgomz diwar va ’fenn :
« Peur e varvo, ha peur e vo kollet e ano ? »

7 Pa deuer d’am gweled, e konter gaou ;
Ar galon a garger a fallagriez, hag eet er-mêz, e komzer.

8 Bodet em zi, va oll enebourien a vouskomz,
Em zi e jedont diwar va gwalleur :

9 « Eur c’hleñved diaouleg a zo silet ennañ,
Emañ war e wele, ha ne zavo ken ! »

10 Zoken va gwella mignon, hag em-boa fiziañs ennañ,
A zebre euz va bara, a zav eneb din e zeul.

11 Med Te, Aotrou, truez ouzin,
Sao ahanon, ma roin o c’hont dezo.

12 Ya, gouzoud a rin e karez ahanon
Ma ne vez ket laouen va enebourien diwar va c’houst.

13 Harpet ’peus ahanon, o veza ma ’z on didamall,
Ha va lakaad a rez dirazout da viken.

           *

14 Benniget ra vezo an Aotrou Doue lzrael,
A-viskoaz ha da viken ! Amen ! Amen !

Eüruz an hini a daol evez ouz an den dister ha paour ;
da zeiz ar gwalleur, e vo saveteet gand an Aotrou !