Salm 4

Er peoc'h e tiskuizin !

2 Pa c’halvan, respont din,
Doue, va justis !

Er c’hlahar az-peus va diboaniet,
Truez ouzin, selaou va fedenn !

3 Mibien an dud, beteg pegeid ho po dismegañs
evid va gloar,
Karantez evid an netra ha c’hoant euz ar gevier ?

4 Gouezit e-neus an Aotrou dibabet e vignon ;
An Aotrou a zelaou pa grian etrezeg ennañ.

5 Krenit ha na behit ket ;
Komzit ouz ho kalon war ho kwele, ha chomit peoc’h.

6 Kinnigit sakrifisou reiz,
Ha lakit ho fiziañs en Aotrou.

7 Kalz a lavar : « Piou a raio deom gweled an eurvad ? »
Laka da zevel warnom sklerder da zremm, Aotrou.

8 Lakeet az-peus muioh a levenez em c’halon
Eged pa oa puill o gwiniz hag o gwin.

9 E peoc’h e c’hourvezan hag e kouskan,
Rag te hepken, Aotrou, a zalc’h ahanon e surentez.

Aotrou, ra zavo warnom
sklerijenn da zremm !