Salm 35

(Heb. 36)

Aotrou, nag eo talvouduz da garantez !

2 Drougkomz an den difeiz a deu din :
Evid e zaoulagad, n’eus ket da zouja dirag Doue.

3 En em weled a ra gand eul lagad re lorhuz,
Evid anaoud e behed ha kaoud kasoni outañ.

4 N’e-neus en e c’henou nemed gaou ha touellerez,
N’e-neus ket ar skiant d’ober vad.

5 War e wele, e soñj en droug *
Chom a ra war eun hent ha n’eo ket mad,
Ne zistro ket diwar an droug.

6 Aotrou, beteg an neñvou da vadelez,
Beteg ar c’houmoul da ’fealded ;

7 Da justis evel ar meneziou uhel,
Da varnedigeziou ken don hag ar mor.

8 Aotrou, savetei a rez tud ha loened ;
O Doue, pegen talvouduz da garantez !

An dud a gav goudor e skeud da ziouaskell : *
9 O gwalc’h a gavont gand madou da di ;
Gand stèr vraz da zudi e torrez dezo o zehed.

10 Rag ennout emañ mammenn ar vuhez,
En da sklerijenn e welom ar sklerijenn.

11 Dalc’h gand da vadelez e-keñver ar re a anavez ahanout,
Ha gand da justis e-keñver ar re a zo eeun a galon.

12 Gand na deuio ket an den lorhuz d’am zi,
Na dorn ar re fallagr d’am c’has kuit !

13 Setu kouezet ar re a ra an droug,
Diskaret int, ha ne c’hellint ket adsevel.

Ennout ar vammenn a vuhez ; en da sklerijenn
e welom ar sklerijenn.