Salm 32

(Heb. 33)

Aotrou, ra vo da garantez warnom,
evel m’emañ ennout or fiziañs.

1 Tud just, youhit ho levenez evid an Aotrou,
Ar veuleudi a zere ouz an dud eeun.

2 Meulit an Aotrou war an delenn,
War an dekkordenn sonit evitañ.

3 Kanit dezañ eur c’han nevez,
Lakit da dregerni kaniri ha sonerez.

4 Rag eeun eo komz an Aotrou
Ha gwirion e oll oberou.

5 Kared a ra ar justis hag ar gwir,
Leun eo an douar gand madelez an Aotrou.

6 Dre gomz an Aotrou eo bet greet an neñvou,
Ha gand c’hwez e c’henou o oll armead ;

7 Dastum ha kelhia a ra doureier ar mor,
E poullou don e lak an doureier braz.

8 Ra vo doujet an Aotrou gand an douar a-bez,
Ra greno dirazañ oll dud ar bed.

9 Komzet e-neus ha pep tra zo bet greet,
Gourhemennet e-neus ha pep tra a zo deuet da veza.

10 An Aotrou a ziskar mennadou ar broadou,
Kas a ra da netra soñjezonnou ar poblou.

11 Mennad an Aotrou da viken a bad,
Soñjou e galon a rumm da rumm.

           *

Ganeom emañ an Aotrou :
Piou a denfe diganeom on levenez ?

12 Eüruz ar bobl he-deus an Aotrou da Zoue,
Ar vro dibabet gantañ da c’herez !

13 Euz an neñvou, an Aotrou a zell,
Gweled a ra oll vugale an den ;

14 Ec’h a stumm e-unan o c’halon,
Ec’h a gompren an oll bez a reont.

15 Silvidigez eur roue n’ema ket en eun arme vraz,
Hag eur zoudard n’en em denn ket dre m’eo braz e nerz ;

16 Eun touell eo eur marc’h evid kaoud an trec’h,
Ha n’eo ket gand e nerz braz e vezer saveteet.

17 Med lagad an Aotrou a zo war ar re a zouj anezañ,
War ar re a c’hortoz e drugarez

18 Evid tenna euz ar maro o eneou,
Hag o derhel beo da vare an dienez.

19 On ene a esper en Aotrou,
Ec’h eo or sikour hag or skoed.

20 Ennañ emañ levenez or c’halon,
Hag en e Ano santel or fiziañs.

21 Ra vezo da garantez, Aotrou, warnom
Evel m’emañ ennout or fiziañs !