Salm 29

(Heb. 30)

Aotrou va Doue, p’am-eus galvet ahanout,
’peus va ’fareet !

2 Da veuli a ran, Aotrou, dre m’az-peus va adsavet.
Va enebourien n’o-deus ket bet a levenez diwar va c’houst.

3 Aotrou, va Doue, etrezeg ennout am-eus kriet,
Hag az-peus va ’fareet.

4 Aotrou, savet ’peus euz ar Sheol va ene,
Roet buhez din, e-lec’h diskenn ahanon er bez.

5 Sonit evid an Aotrou, c’hwi e vignoned,
Meulit e Ano santel.

6 Eur frapadig hepken e pad e gounnar,
Med ar vuhez penn-da-benn e vadelez ;
D’abardaez ez-eer da gousked en eur ouela,
Diouz ar mintin e youher a levenez.

7 Ha me a lavare, dinec’h ma oan :
« Biken na vezin horjellet ;
8 « Aotrou, en da vadelez, war veneziou kreñv
« Az-poa diazezet ahanon. »

Med kuzet ’peus da zremm,
Ha setu me strafuillet.

9 Etrezeg ennout am-eus kriet, Aotrou,
Te, va Aotrou, am-eus aspedet.

10 Petra c’hounezi diwar va gwad,
Ma tiskennan d’ar bez ?
Daoust ha meulet e vefez gand ar boultrenn,
Daoust ha bruda a rafe da ’fealded ?

11 Selaou, Aotrou, truez ouzin,
Aotrou, bez va skoazeller !

12 Troet ’peus va hañvou e dañsou,
Diskoulmet va zac’h, ha va gwisket a levenez.

13 Ha va ene a veulo ahanout hep paouez,
Da virviken, Aotrou va Doue, e kanin bennoz dit !

Perag klask e-touez ar re varo
an hini a zo beo ?