Salm 20

(heb. 21)

War-zao, Aotrou, gand da c’halloud !

2 Aotrou, en da c’halloud e laouenna ar roue,
Pebez levenez a ro dezañ da drec’h !

3 C’hoant e galon az-peus roet dezañ,
C’hoant e vuzellou n’az-peus ket dinahet.

4 En araog e roez dezañ bennoziou a eurvad,
Lakaad a rez war e benn eur gurunenn aour.

5 Ar vuhez a c’houlenne diganez ’peus roet dezañ,
Deiziou ha deiziou da virviken.

6 Gand da zilvidigez, emañ braz-meurbed e c’hloar ;
Splannder ha sked ’peus lakeet warnañ !

7 Lakeet ’peus warnañ bennoziou da viken,
Dirag da zremm e roez dezañ levenez.

8 Ya, fiziañs e-neus ar roue en Aotrou,
Divrall e chom gand karantez an Uhel-meurbed.

14 War-zao, Aotrou, en da nerz,
Ma kanim ha ma veulim da c’halloud !

Divrall e chomom gand da c’hras, Aotrou !