Salm 19

(Heb. 20)

An Aotrou a ro an trec’h d’e Vesiaz !

2 Ra vi selaouet gand an Aotrou da zeiz an anken ;
Ra vi diwallet gand Ano Doue Yaakob.

3 Ra gaso dit e zikour euz e zantual,
Hag e skoazell euz Sion.

4 Ra zalho soñj euz da oll brovou,
Ra gavo saouruz da olloskad.

5 Ra roio dit hervez da galon,
Ha ra zeveno da oll vennadou.

6 Ra youhim gand da zilvidigez,
Hag en ano on Doue e savim or bannielou.

Ra roio dit an Aotrou
Da oll c’houlennou.

7 Bremañ e ouezan :
An Aotrou a ro an trec’h d’e Vesiaz.

Euz santual an neñvou, e respont dezañ
Gand taoliou-kaer e zorn dehou.

8 Darn er c’hirri, darn all er c’hezeg,
Ni en Ano an Aotrou on Doue eo e sonjom.

9 lnt-i a blad hag a gouez,
Ha ni en or sav a zalc’h !

10 Aotrou, ro an trec’h d’ar roue,
Selaou ouzom en deiz ma pedom !

Ra vi selaouet gand an Aotrou da zeiz an anken !