Salm 149

Kanom d’an Aotrou aur c’hantig nevez ;
en em blijoud ’ra ’touez e vugale !

1 Allelouia !
Kanit d’an Aotrou eur c’han nevez,
E veulit e bodadeg e vignoned.
2 Levenez ra vezo da lzrael a-berz e Grouer ;
drido bugale Sion evid o Roue I
3 Dañsit da veuli e Ano,
Sonit evitañ taboulinou ha telennou.

4 En em blijoud a ra an Aotrou gand e bobl,
Kaeraad a ra an dud keiz gand e zilvidigez.
5 Tridal a ra e vignoned en o gloar,
Youhal a Ievenez en o diskuiz,
6 Meuleudiou Doue en o genou,
Ha kleze diouzremm en o dorn.

7 Ober veñjans e-touez ar poblou,
Kastiza ar pobladou,
8 Staga o rouaned gand chadennou,
fennou braz gand hualou houarn,
9 Evid seveni a-eneb dezo ar varn bet skrivet,
A zo eun enor evid e vignoned.
          Allelouia !

Dit-te, pobl an dud izel a galon,
levenez da Zoue, da Grouer !

« An treher, an hini a vir beteg penn va oberou, a roin dezañ galloud war an oll vroadou. » (Disk. 2,25)