Salm 145

(Heb. 146)

Allelouia ! Ro meuleudi va ene d’an Aotrou !

Allelouia ! Ro meuleudi, va ene, d’an Aotrou !
2 Me a veulo an Aotrou keid ha ma vevin,
Kana a rin ’vid va Doue keid ha ma vin.

3 Na fiziit ket er priñsed, e mab-den,
N’int ket evid rei sikour !
4 Eet kuit o alan, e tistroont d’an douar ;
En deiz-se e kollont o menoziou.

5 Eüruz an hini eo Doue Yaakob e skoazell,
A lak e esperañs en Aotrou e Zoue,
6 E-neus greet an neñv hag an douar,
Ar mor ha kement a zo enno.

Hag a vir e fealded da viken,
7 A ra justis d’ar re wasket,
A ro bara d’ar re naoneg ;
An Aotrou a dorr chadenn ar brizonidi.

8 An Aotrou a zigor daoulagad ar re zall,
An Aotrou a zao ar re vrevet,
An Aotrou a gar an dud eeun,
9 An Aotrou a ziwall an estrañjourien.

An emzivad hag an intañvez a zifenn,
Hag hent ar re fallagr a lak a-dreuz.
10 Ra vezo Roue an Aotrou da viken :
Da Zoue eo Sion, a rumm da rumm.
           Allelouia !

Eüruz an hini a lak e esperañs en Aotrou,
e Zoue !

« Kee buan dre plasennou ha ruiou kêr, ha digas amañ ar re baour, ar re ampechet, ar re zall, ar re gamin. » (Lk 14,21)