Salm 143

(Heb. 144)

I. Evidout, Aotrou, e kanan eur c’han nevez !

1 Benniget ra vezo an Aotrou, va roc’h ! *
Va daouarn a zesk evid an emgann,
Ha va bizied evid ar brezel.

2 Eñ eo va mignon, va moger-zifenn,
Va c’hastell-kreñv, va frankizer,
Va skoed, hag ennañ e fizian,
Suja a ra va fobl dindannon.-

3 Aotrou, petra eo an den, ma rez anaoudegez gantañ,
Ha mab-den ma soñjez ennañ ?
4 Heñvel eo an den ouz eur mouchig-avel,
E zeiziou evel eur skeud a dremen.

5 Aotrou, dambleg an neñvou ha diskenn ;
Stok ouz ar meneziou ma tivogedint !
6 Strink al Iuhed da strewi an enebourien,
Tenn da zaeziou da stlabeza anezo.

7 Euz barr an neñvou, astenn da zorn d’am zavetei,
Tenn ahanon euz an doureier braz,
           euz dorn ar bôtred estren.
8 O genou a lavar gevier,
O dorn dehou a zo hini ar gaou.

           *

II. Eüruz ar bobl eo an Aotrou he Doue !

9 Evidout, Doue, e kanin eur c’han nevez,
Evidout e sonin war an deg-kordenn,
10 Evidout hag a ro an trec’h d’ar rouaned,
Hag a zaveta da zervicherDavid euz ar c’hleze droug.

11 Diframm ahanon, saveta ahanon
Euz dorn ar bôtred estren :
O genou a lavar gevier,
O dorn dehou a zo hini ar gaou.

12 Bez’ e vo or pôtred evel plantennou
O-deus kresket brao adaleg o oad tenerra,
Or merhed evel delwennou-korn
Kizellet evid eur palez !

13 Or solierou a vo leun,
Leun-chouk a bep seurt traou ;
On deñved a ouenno dre vilierou,
Dre zeg-milierou war or mêziou.

14 Ar poblou a-unan ganeom a blego deom,
Louzenn ebed ken !
Toull ebed en or mogeriou, harlu ebed,
Na yud war or plasennou !

15 Eüruz ar bobl emañ kont evelse ganti !
Eüruz ar bobl eo an Aotrou he Doue !

« Ober a c’hellan pep tra en hini a ro nerz din ! » (Fil. 4,13)