Salm 14

(heb. 15)

An neb a ra ar wirionez a deu d’ar sklerijenn.

1 Aotrou, piou a vo digemeret en da deltenn,
Piou en em zalho war da venez santel ?

2 An neb a vale dibec’h,
Hag a zo just en e oberou,

a lavar ar wirionez hervez e galon
3 ha n’eus ket a falstamall war e deod,

ha na ra ket a zroug d’e nesa,
ha na daol ket a zismegañs war e amezeien ; R/

4 Dispriz e-neus evid an den droug,
Med enori a ra an neb a zouj an Aotrou.

Ma ’neus touet diwar e goust,
Ne dorr ket e c’her ;

5 Ne brest ket e arhant gand uzurerez,
Ne zigemer netra evid samma an didamall. R/

An neb a ra evelse
A vo divrall da viken.

An neb a ra evelse a vo divrall da viken !