Salm 138

(Heb. 139)

I. O va Doue, va anaoud a rez ;
da garantez a hench ahanon.

Aotrou, selled a-dost a rez ouzin,
Ha va anaoud.
2 Gouzoud a rez pa azezan ha pa zavan,
lntent a rez a-bell va zoñjou.

3 Va baleou ha va diskuiz a anavezez,
Ouz va oll henchou ez out kustum.
4 N’emañ ket c’hoaz ar ger war va zeod,
Ha dija ec’h anavezez anezañ.

5 A-dreñv hag a-raog e talhez stard warnon,
Warnon az-peus lakeet da zorn.
6 Re vurzuduz ar ouiziegez-se evidon,
Ha re uhel, n’on ket eviti.

7 Pelec’h mond, pell diouz da spered,
Pelec’h tehoud a zirazout ?
8 Ma pignan d’an neñv, emaout eno ;
Ma tiskennan da vro an anaon, emaout aze.

9 Ma kemeran diouaskell ar goulou-deiz
Evid mond da jom en tu all d’ar mor,
10 Eno c’hoaz da zorn am ren,
Da zorn dehou a zo krog ennon.

II. Aotrou Doue,
hag a zell piz ouz kalonou an dud,
Te
a ro da bep hini hervez e oberou.

11 Ma lavaran : « An deñvalijenn am goloio,
Ar sklerijenn en-dro din a vo noz. »
12 An deñvalijenn n’eo ket teñval dirazout,
Hag an noz a zo sklêr evel an deiz.

13 Krouet ’peus va lonezi,
Ha va gwiadet e korv va mamm.
14 Da veuli a ran, ken burzuduz m’az-peus krouet ahanon ;
Souezuz eo da oberou, ha va ene hen goar ervad.

15 Ne oa ket kuzet va eskern ouzit
Pa z’on bet greet er sekred, gwiadet e donded an douar.
16 Dizoare e oan c’hoaz ha da zaoulagad a wele ahanon,
Hag en da Ieor e oant oll skrivet
Deiziou va hrouidigez
Ha ne oa c’hoaz hini anezo !

          *

17 Evidon, pegen diêz da venoziou, o Doue,
Pegen diêz peurgonta anezo.
18 Ma niveran anezo : stankoc’h int eged trêz an aod.
Pa zihunan emaon c’hoaz ganez.

19 O Doue, ma tistrujfes ar re fallagr ;
Tud a wad, pellait diouzin.
20 Da enebourien a zaotr da Ano.
Hen lavared a reont evid noazoud.

21 Penaoz chom heb kaoud kas ouz da enebourien,
Ouz ar re a zao a-eneb dit ec’h heugan,
22 Kasoni ruz am-eus evito,
Enebourien ez int evidon.

23 Sell a-dost ouzin, va Doue, hag anavez va c’halon,
Amprou ahanon hag anavez va zoñjou.
24 Gwel hag-eñ n’eo ket eun hent a boan evidon,
Ha ren ahanon war hent ar beurbadelez.

« Piou e-neus anavezet menoz Doue ? Piou ’zo bet o kuzulia anezañ ? »
(Rom. 11,34)