Salm 133

(Heb. 134) Kanenn pirhirinaj.

A-hed an noz, bennigit an Aotrou.

1 Deom ! Bennigit an Aotrou,
C’hwi oll zervicherien an Aotrou,
Hag a jom e ti an Aotrou
E-pad an nozveziou.

2 Savit ho taouarn etrezeg ar zantual,
Ha bennigit an Aotrou !
3 Ra vennigo ahanout an Aotrou euz Sion,
Eñ hag e-neus greet an neñv hag an douar.

An deñvalijenn a dec’h,
dija e sked ar sklerijenn wirion !

« Jezuz en em dennas war ar menez da bedi,
hag e tremenas an noz o pedi Doue. » (Lk 6,12)