Salm 130

(Heb. 131) Kanenn pirhirinaj.

Sioul e lakan va ene.

1 Aotrou n’eo ket uhel va c’halon,
Ne zao ket va daoulagad ;
Ne ’z an ket warlerc’h traou braz
Souezusoc’h eged na ’z-on.

2 Ken sioul e lakan va ene
Hag eur bugel nevez dizonet war barlenn e vamm.
Evel eur bugel nevez dizonet
Emañ ganin va ene.

3 Fiziañs lzrael en Aotrou,
A-vremañ ha da viken.

« Deuit d’ar skol ganin, rag me zo doua hag izel a galon. » (Mz 11,29)