Salm 129

(Heb. 130)
An « De Profundis »
Kantik war ar salm.

Va ene a c’hortoz an Aotrou va Doue,
surroc’h ’ged ar gedour o c’hortoz goulou-deiz !

1 Euz goueled an toull don e krian da Zoue,
2 Doue, klevit va mouez, pa hopan d’ho pedi.

3 Piou a zo gouest da jom dirazoc’h va Doue,
Ma talhit piz ar gont euz an oll behejou ?

4 Ho taouarn a ro deom ar pardon, va Doue,
Ma c’hellim renta deoc’h doujañs ha karante.

5 Va fiziañs a lakan en Aotrou va Doue,
Fizioud ’ra va ene stard en e bromesa.

6 Va ene a c’hortoz an Aotrou va Doue,
Surroc’h ged ar gedour o c’hortoz goulou-de.

7 Ra lako lzrael e fiziañs e Doue,
Gand an Aotrou Doue emañ an drugare.

Heb muzul e teu deom silvidigez Doue,
8 Dizamma ’ray e bobl euz pouez he fehejou.

Gand an Aotrou emañ ar garantez,
en e gichenn, ar pardon.

« Eñ a zalvo e bobl euz he ’fehejou. » (Mz 1,21)