Salm 126

(Heb. 127) Kanenn pirhirinaj.

Ra zeuio an Aotrou da zevel on ti,
ha da ziwall ar gêr.

1 Ma n’eo ket an Aotrou a zav an ti,
          en aner e poagn ar vañsonerien,
Ma n’eo ket an Aotrou a ziwall ar gêr,
          en aner ec’h evesa ar gedour.

2 En aner e savit abred, ez it diwezad da gousked,
          o tebri eur bara a boaniou,
pa ro e walc’h d’e vignon o kousked.

3 Ya, bugale, setu eun herez a-berz an Aotrou,
Frouez ar c’hov, setu eur prov digantañ.

4 Evel birou e dorn eur brezelour,
Evelse bugale ho yaouankiz.

5 Eüruz an hini e-neus eur c’hlaouierad anezo !
Ne vo ket goloet a vez gand e enebourien e-tal an nor.

Hebdon, eme an Aotrou, ne c’hellit netra !

« C’hwi eo an ti ema Doue o sevel. » (1 Kor. 3,9)