Salm 125

(Heb. 126) Kanenn pirhirinaj.

An neb a had en daelou
a ra an eost en eur gana !

1 Pa zigasas endro Doue prizonidi Sion,
E oam evel o huñvreal !

2 Leun a c’hoarzou or genou,
Hag on teod o youhal.

3 Hag e lavared e-touez ar baganed :
Braz e-neus greet Doue gand ar re-mañ !

4 Digas endro, Doue, on tud prizoniet
Evel froudou an dezerz.

5 Hadet e oa bet en daelou,
En eur gana e oad oc’h eosti.

3 Mond a ra an den en eur ouela
En eur zougen hag o teuler an had.

7 Hag e teuer endro er youhadou,
En eur zougen erdin ed.

Hag ez eent, eüruz da veza bet da c’houzañv
evid ar C’hrist.

« Ni a oar ho-po lod en or frealzidigez, c’hwi hag ho-peus kemeret lod euz or poaniou. » (2 Kor. 1,7)