Salm 119

(heb. 120)

En anken, pa grian warzu an Aotrou,
e respont ahanon.

1 Etrezeg an Aotrou, em anken, em-eus kriet,
Hag e-neus selaouet ouzin.

2 Aotrou, saveta ahanon euz ar muzellou gaouiad,
Euz an teodou trompluz.

3 Petra rei dit, ha petra adrei dit, teod touelluz ?
4 Birou Iemm ar zoudard ha glaouennou balan.

5 Siwaz din, emaon o chom en harlu,
Emaon o chom e teltennou an dezerz.

6 Re bell eo manet va ene
Gand tud a gasa ar peoc’h.

7 Me a glask ar peoc’h, med pa gomzan outo,
E klaskont ar brezel !

« Setu ma pignom da Jeruzalem, ha ma vo sevenet kement o-deus skrivet ar brofeted diwar-benn Mab an Den. » (Lk 18,31)