Salm 117

(Heb. 118)

Meulit an Aotrou, da virviken e garantez !

Allelouia !
1 Meulit an Aotrou, rag mad eo !
Da virviken e garantez !

2 Ra lavaro ti lzrael :
Da virviken e garantez !
3 Ra lavaro ti Aharon :
Da virviken e garantez !
4 Ra lavaro ar re a zouj an Aotrou :
Da virviken e garantez !

          *

5 Euz va anken em-eus pedet an Aotrou,
Va zelaouet ha va ’frankeet e-neus.
6 An Aotrou a zo evidon, n’am-eus ket aon ;
Petra a ray din an den ?
7 An Aotrou a zo evidon, d’am zikour,
Me raio fae ouz va enebourien.

8 Gwell eo beza gwarezet gand an Aotrou
Eged fizioud en dud ;
9 Gwell eo beza gwarezet gand an Aotrou
Eged fizioud er briñsed !

10 An oll baganed en-dro din :
En ano an Aotrou o distrujin !
11 En-dro din, ya en-dro din emaint :
En ano an Aotrou o distrujin !
12 En-dro din evel gwenan :
          (mouget gand eun tan spern)
En ano an Aotrou o distrujin !

13 Puntet ’zo bet warnon da goueza,
Med an Aotrou e-neus va zikouret.
14 Va nerz ha va c’han eo an Aotrou ;
Eur zalver eo bet evidon.

15 Youhadennou a levenez hag a drec’h e teltennou an dud just :
16 « Dorn dehou an Aotrou a ra taoliou kaer,
Dorn dehou an Aotrou a zo savet,
Dorn dehou an Aotrou a ra taoliou kaer !

17 Nann, ne varvin ket, beva ’rin,
Hag e kontin oberou an Aotrou.
18 Kastizet e-neus ahanon an Aotrou,
Med d’ar maro n’e-neus ket va lakeet.

          *

19 Digorit din dorojou ar justis :
Ma ’z in da drugarekaad an Aotrou.
20 Setu dor an Aotrou :
An dud just, ra ’z int drezi.
21 Trugarekaad a ran ahanout da veza respontet din,
Ha beza bet va zalver.

22 Ar mên distaolet gand ar vañsonerien
’Zo deut da veza ar mên-korn :
23 Setu ar pez a ra an Aotrou,
Eur burzud dirag on daoulagad.
24 Setu an deiz greet gand an Aotrou,
Tridom ha bezom laouen ennañ.

          *

25 Saveta, Aotrou, saveta bremañ !
O Aotrou, ro deom an trec’h

26 Benniget ra vezo an hini a zeu en Ano an Aotrou !
Ho penniga a reom euz ti an Aotrou !

27 Doue an Aotrou a skiera ahanom.
Stagit gand an dañs ha dougit bodou
           beteg kerniel an aoter !

28 Va Doue out, hag e veulan ahanout,
Va Doue out, dit e kanan meuleudi !

          *

29 Meulit an Aotrou, rag mad eo
Da viken e drugarez !
Meulit an Aotrou, rag mad eo !
Da virviken e garantez !

Tostaom ouz Jezuz Krist, mên beo,
dibabet gand Doue !

« Eñ ar mén ho-peus c’hwi, ar zaverien tiez, taolet kuit, hag a zo deuet da veza ar mên-korn ! » (Ob. 4,11)