Salm 116

(Heb. 117)

Allelouia, kanom e vadelez !

1 Meulit an Aotrou, c’hwi oll vroiou ;
Rentit gloar dezañ, c’hwi oll boblou !

2 Rag gallouduz eo warnom e garantez ;
Fealded an Aotrou a zo evid atao !

« Ar bayaned a rento gloar da Zoue evid e drugarez. » (Rom. 15,9)