Salm 115

(Heb. 116b)

Dit e kinnigin, Aotrou, eur zakrifis a drugarez.

10 Fiziañs am-eus hag e lavaran :
« Reuzeudig e oan, ken na oan. »
11 Hag e lavaren, ken strafuillet e oan :
« An oll dud a zo gaouiad ! »

12 Petra a rentin d’an Aotrou
Evid e oll vadelez em c’heñver ?
13 Sevel a rin kalir ar zilvidigez,
En eur bedi Ano an Aotrou.
14 Va gouestlou d’an Aotrou a zevenin,
Dirag zoken e bobl a-bez.

15 Ker e daoulagad an Aotrou
Maro e zervicherien.
16 O Aotrou, me ’zo servicher dit,
Da zervicher, mab da vatez ;
Te ’peus torret va ereou.

17 Dit e kinnigin eur zakrifis a drugarez,
Hag e pedin Ano an Aotrou.
18 Va gouestlou d’an Aotrou a zevenin,
Dirag zoken e bobl a-bez,
19 E porziou ti an Aotrou,
En da greiz, o Jeruzalem, Allelouia !

E pep tra, rentit gloar da Zoue,
en ano Jezuz on Aotrou !

« Drezañ eta, kinnigom dalhmad da Zoue eur zakrifis a veuleudi. »
(Heb. 13,15)