Salm 114

(Heb. 116a)

Difenner ar re vihan eo an Aotrou,
On Doue a zo trugarezuz !

1 Allelouia !
Kared a ran an Aotrou :
Selaouet e-neus mouez va fedenn ;
2 Etrezeg ennon e-neus troet e skouarn,
E c’hervel a rin e doug va buhez.

3 Stardet e oan e lasou ar maro,
Enkreziou an ankou o-doa kavet ahanon,
Anken ha tristidigez am-boa kavet ;
4 En Ano an Aotrou em-eus galvet
« O, Aotrou, saveta va ene ! »

5 Truezuz ha just eo an Aotrou,
On Doue a zo trugarezuz.
6 Difenner ar re vihan eo an Aotrou :
Ezommeg e oan hag e-neus va zalvet.

7 Sioula bremañ, o va ene ;
An Aotrou e-neus greet vad dit,
8 Tennet e-neus va ene euz ar maro,
Va daoulagad euz an daelou,
Ha va zreid euz al lamm.

9 Hag e kerzin dirag an Aotrou,
War zouar ar re veo.

Anken ha tristidigez am-boa kavet ;
An Aotrou e-neus va zaveteet, allelouia !

« Red eo deom gouzañv kalz trubuillou evid antreal e Rouantelez Doue. » (Ob. 14,22)