Salm 113a

(Heb. 114)

Dirag dremm an Aotrou,
e strinko an dour beo, allelouia !

1 Allelouia !
Pa ’z-eas lzrael er-mêz euz an Ejipt,
Ha ti Yaakob euz a douez eur bobl kriz,
2 E oe Youda e zantual,
lzrael e zomani.

3 Ar mor a welas hag a dehas,
Ar Yordan a zistroas war e giz,
4 Ar meneziou a lammas evel maouted,
An torgennou ’vel deñvedigou.

5 Petra dit, mor, ma tehez,
Yordan ma tistroez war da giz,
6 Meneziou ma lammit evel maouted,
Ha torgennou ’vel deñvedigou ?

7 Kren douar dirag an Aotrou,
Dirag dremm Doue Yaakob !
8 Eñ a jeñch ar roc’h en eul lenn,
Hag ar mên en eienenn.

Badezet e maro an Aotrou,
gantañ e vevim !

« En e varo eo ez om bet badezet, ni oll hag a zo badezet e Jezuz-Krist. » (Rom. 6.3)