Salm 112

(Heb. 113)

Adaleg ar zao-heol, ha beteg ar c’huz-heol
e tle beza meulet Ano kaer an Aotrou !

1 Alleluia !
Meulit, servicherien an Aotrou,
Meulit Ano an Aotrou.
2 Benniget ra vezo Ano an Aotrou
A-vremañ ha da viken !
3 Euz ar zao-heol beteg ar c’huz-heol
E tle beza meulet Ano an Aotrou

4 A-uz d’an oll boblou emañ an Aotrou,
A-uz d’an neñv emañ e c’hloar.
5 Piou a zo heñvel ouz an Aotrou on Doue,
Ken uhel e drôn ?
6 Diskenn a ra e zellou
Warzu an neñv hag an douar.

7 Adsevel a ra an ezommeg euz ar boultrenn,
Diwar an teil e sao ar paour,
8 Evid e lakaad da jom gand ar briñsed,
Gand priñsed e bobl ;
9 Hag e ra euz ar wreg chomet divugel
Eur vamm laouen gand bugale.

« Diskar a ra ar rouaned diwar o zrôn,
hag uhellaad an dud izel. » (Lk 1.52)