Salm 111

(Heb. 112)

Eüruz ar re o-deus sehed ha naon a justis ;
o gwalc’h
a vezo roet dezo, allelouia !

1 Allelouia ! Eüruz an den a zouj an Aotrou !
En e c’hourhemennou en em blijo dreist.
2 Kreñv war an douar e vo e ouenn ;
Rumm an dud onest a vez benniget.

3 Leve ha pinvidigez e-no er gêr :
E justis a bado da viken.
4 Sklêrder ’vid an dud eeun, splanna ’ra en deñvalijenn,
Truezuz, madelezuz ha just.

5 Den mad, an hini e-nez truez hag a brest,
Hag a beurechu e aferiou en onestiz.
6 Biken ne vo dibradet.
Eun ano peurbaduz e-no an den eeun.

7 Euz ar brud fall n’en dez ket aon ;
Solud eo e galon o fizioud en Aotrou.
8 Harp he-deus e galon ! N’e-neus ket aon !
Prestig e raio fae ouz e waskerien.

9 Brokuz e ro d’ar beorien, *
E justis a bado da viken.
E c’halloud a zavo gloriuz !

10 Ar fallagr, o weled kement-se, a vo heguz ; *
E zent a skrigno ken na foeltro.
C’hoantegez ar re fallagr o c’has da goll.

E teñvaljenn ar bed-mañ, an den just a skedo !