Salm 110

(Heb. 111)

Dre garantez, an Aotrou ’neus roet deom
eur gouel da lida e vurzudou.

1 Allelouia !
Meuli a ran an Aotrou a greiz kalon,
E kuzul an dud eeun, en emvod.
2 Braz eo oberou an Aotrou,
Enklask didermen ’vid ar re en em blij enno.
3 Sked ha splannder e labour :
E fealded a bado da viken.

4 Da lida e vurzudou e-neus savet eur gouel ;
Karantez ha truez eo an Aotrou.
5 Boued a ro d’ar re a zouj anezañ,
Soñj en devez bepred euz e emgleo.
6 D’e bobl e-neus diskouezet nerz e labour
En eur rei dezo herez ar pobladou.

7 Gwirion ha just oberou e zaouarn,
Sur e oll c’hourhemennou,
8 Solud da virviken,
Greet gwirion hag eeun.

9 Frankiz e-neus digaset d’e bobl ;
Gourhemennet e emgleo evid bepred :
Santel spontuz eo e Ano.

10 Penn kenta ar furnez eo douja an Aotrou ;
Leun a skiant an neb a ra evelse.
Meuleudi an Aotrou a bado da viken.

Gloar dit-Te, Mab Doue, on emgleo nevez evid atao !