Salm 107

(Heb. 108)

Dihunit ’ta, telenn ha kitar,
ma tihunin tarz an deiz.

2 Prest eo va c’halon, o Doue,
Kana a rin ha seni, setu va gloar !
3 Dihunit ’ta, telenn ha kitar,
Ma tihunin tarz an deiz !

4 Da veuli a rin e-touez ar poblou, Aotrou,
Da gana ’rin e-mesk ar broadou.
5 Rag da garantez a zo brasoc’h eged an neñvou,
Ha da wirionez a bign beteg ar c’houmoul.

6 Sao Aotrou Doue war an neñvou,
War an douar a-bez, ra vezo da c’hloar !
7 Evid savetei da vignoned,
Saveta gand da zorn dehou, ha respont din.

          *

8 Doue ’neus komzet en e zantual :
« Tridal a ran, Shec’hem a lodennan
           ha traonienn Soukot a vuzulian.
9 Din-me Gilead, din-me Menashe,
Va zokarn eo Efraim, Yehouda va baz-roue.
10 Moav, eul laouer d’en em walhi,
War Edom e taolan va zandalenn, hag e youhan war Felishtiz.

11 Piou am reno beteg ar gêr vogeriet,
Piou am hencho beteg Edom ?
12 Ha n’eo ket Te, an Doue e-neus distaolet ahanom,
An Doue ha ne yee ken gand on armeou ?

13 Ro deom skoazell a-eneb an enebour,
Rag sikour an den ne dalv netra.
14 Gand Doue e raim taoliou-kaer,
Eñ a vrevo on enebourien !

Sao, Aotrou, war an neñvou,
war an douar a-bez, ra vezo da c’hloar !