Salm 100

(Heb. 101)

Madelez ha justis a ganan,
evidout Aotrou e sonan !

1 Madelez ha justis a ganan :
Evidout, Aotrou e sonan.
2 Bez e vin aketuz war hent an onestiz,
Peur e teui etrezeg ennom ?

Bale a rin gand eur galon dinamm
Gand tud va zi.
3 Ne lakin dirag va daoulagad
Fallagriez ebed.

Kasaad a ran ar re fallagr,
Ne stagan ket outo,
4 Pell diouzin an den disleal e galon !
Ne fell ket din anaoud an droug.

5 An neb a wall-gomz dre guz a-eneb e nesa,
Hennez a zistrujan ;
An neb a vez rog e zaoulagad ha c’hwezet e galon,
N’on ket evid e c’houzañv.

6 Va daoulagad a zell ouz ar re feal er vro,
Ma ’h azezint em c’hichenn ;
An hini a gerzo war hent an onestiz,
Hennez a vo va zervicher.

7 Plas ebed e-touez tud va zi
‘Vid an neb a ra tromplerez ;
An neb a lavar gaou
Ne zalho ket dirag va daoulagad.

8 D’ar mintin e serrin o genou
Da dud fallagr ar vro,
Evid tenna kuit euz kêr an Aotrou
Kement den a ra droug.

Ar pez a blij d’am Zad a ran bepred,
eme an Aotrou !