Pedennou ha lennadennou - Prières et lectures

Pedennou

Gand ar bedenn e vez diskouezet pegen stard eo an darempred etre mab-den hag an Aotrou Doue. Drezi e teu da veza splann karantez an Aotrou Doue e diabarz kement den a zo. Bez’ ez eo ar bedenn ar mên-diazez euz buhez ar gristenien.
Evid eur c’hristen, eur vuhez n’eus pedenn ebed enni a zo dre harz beza kras ha sec’h. Koulskoude, pedi n’eo ket eun dra êz. Dond a ra ar bedenn da veza tenn, hag e vez kavet hir an amzer, hag e vezer digalonekeet. Red eo ober en-dro abalamour d’ar boaz.

La prière dit l’attachement de la relation entre l’homme et Dieu. Elle est l’expression de l’amour de Dieu en chaque homme. La prière est essentielle à la vie des chrétiens.
Pour un chrétien, une vie sans prière prend le risque de devenir aride. Mais prier, ce n’est pas simple. L’ennui, le découragement, la répétition ou l’habitude peuvent rendre la prière difficile.

 


Lennadennou ar zuliou

War zevel. En construction.


Aviel an deiz

An Aviel e brezoneg bemdez, hervez sizunvez al liderez. Klikit war ar zizunvez a fell deoc'h gwelet  (Kinniget e vez ivez an Aviel beb mintin, da 8e30, war RCF Penn-ar-Bed, en abadenn Pedenn an deiz).

L’évangile du jour en breton, regroupé par semaine liturgique. Cliquez sur la semaine que vous voulez consulter (Vous pouvez aussi écouter l’évangile du jour en breton chaque matin, à 8h30 sur RCF Finistère, dans l’émission Pedenn an deiz).

 


Sent eskopti Kemper ha Leon

Goueliou sent eskopti

Sent

Deiziad

Reoladur

An den euruz Juluan Maner, beleg (1606-1683)

28 Genver

Memor

Sant Gweltaz, abad (VIed)

29 Genver

Memor

Santez Berhed, abadez Kildare (453-523)

1 C’hwevrer

Memor

Sant Divi, eskob (589)

1 Meurz

Memor

Sant Gwenole, abad Landevenneg (VIed)

3 Meurz

Gouel

Sant Paol Aorelian, eskob Kastell-Paol (VIed)
eil patron an eskopti

12 Meurz

Gouel

Sant Loeiz-Mari Grignion a Vontfort, beleg (1673-1716)

28 Ebrel

Memor

Dedi Iliz-Veur sant Kaourantin

1 Mae

Gouel

Sant Erwan, beleg (w.1250-1303), eil patron Breiz

19 Mae

Memor

Sant Ronan, eskob (VIIed ?)

1 Mezeven

Memor

Sant Koulm, abad (VIed)

9 Mezeven

 

Sant Herve, lean (VIed)

17 Mezeven

Memor

Sant Alar, lean

25 Mezeven

 

Sant Goulven, eskob (VIed)

1 Gouere

 

Sant Tenenan, eskob (VIed)

16 Gouere

 

Santez Anna, kenta patronez Breiz

26 Gouere

Gouel

An eskibien santel savet ganto eskoptiou Breiz

28 Gouere

Memor

Sant Edern, lean (VIed)

26 Eost

 

An dud eüruz Glaoda Laporte, Visant Le Rousseau, Nikolaz Verron ha Frañsez Le Livec, beleien hag o c’hompagnuned, merzerien

2 Gwengolo

Memor

Sant Kado, manac’h (VIed)

22 Gwengolo

 

Sant Melar, merzer (VIed)

3 Here

 

Sant Maoriz, abad (1115-1191)

5 Here

Memor

Sant Konogan, lean (VIed)

16 Here

 

Sant Herbod, lean (VIIIed)

20 Here

 

Sant Goeznou, abad (VIed)

25 Here

 

Sant Alor, eskob (VIed)

26 Here

 

Sant Gwenael, abad

3 Du

Memor

Sant Treveur, merzer (VIed)

8 Du

 

Sant Maodez, abad (VIed)

18 Du

 

Sant Tudual, eskob Landreger (Ved-VIed)

1 Kerzu

Memor

Sant Budog, abad (VIed)

9 Kerzu

Memor

Sant Kaourantin, eskob Kemper, patron kenta an eskopti

12 Kerzu

Gouel