Mareou ar bloaz

Kelhiad ar bloaz : an Iliz ne ra, e-doug ar bloaz, nemed eur gouel, hini ar C’hrist marvet hag adsavet, a unan ac’hanom a-vremañ gand e vuhez laouen peurbadel, dre c’halloud an overenn, an Eukaristiez.

Med ar C’hrist, ha pep den ive, a zo merket e vuhez gand ar bloaz, ar miz, ar zizun, an deiz, an amzeriou. Hag ar c’hristen, d’e dro, a gemer perz e buhez Mab Doue, hervez an amzeriou ; med ar greizenn eus oll c’houeliou ar bloaz eo gouel Pask : “gouel-meur ar goueliou-meur”, gouel al levenez skignet e oll c’houeliou ha suliou ar bloaz. Evel ma lide bep bloaz ar Juzevien, en o gouel-Pask, an deiz ma oent diliammet euz sklaverez an Ejipt, evel-se e ra an Iliz, bep bloaz, gouel an deiz m’eo bet diliammet diouz sklaverez an droug, evid mont da vuhez nevez ar C’hrist hag a bado da viken. Ha bep sul, e kemer ar soñj euz ar mister-se dre liderez ar sakrifis santel.


 

Si l’Église célèbre toujours, dans l’Eucharistie, le mystère central de sa foi qu’est la mort et la résurrection du Christ, elle le fait au rythme de l’année liturgique. Au cœur de cette année se trouve la solennité de Pâques, dont la joie se diffuse tout au long des fêtes et des dimanches de l’année.

  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5