Amzer ordinal

An amzer ordinal a zo rannet e daou damm ; ar c’henta a ya euz ar 7 a viz genver beteg Merher al Ludu, an eil, kalz hiroc’h, euz al lun goude ar Pantekost beteg sul kenta an Azvent. Bep sul e-doug an daou bennad amzer-se, e lider adarre mister ar Pask, en eur glask anaout gwelloc’h unan pe unan euz an doareou-beva a lak an den da zegemer ennañ buhez nevez Pask an Aotrou. E-keit an hent, e vez greet a-wechou gouel un degouez ispisial euz buhez Jezuz hag hini ar Zent : Gouel an Dreinded, hini ar Zakramant, hini ar Galon-Zakr, da skouer ; gouel ar Werhez savet d’an neñv, hini sant Yann Vadezour, sant Pèr ha sant Paol, an Oll Sent hag an Anaon, ha re all c’hoaz... tud hag o-deus oll lidet Pask an Aotrou en eur c’houzañv a-unan gantañ, evid kaoud perz en e c’hloar.


 

Le temps ordinaire se partage en deux périodes : la première, du 7 janvier au Mercredi des Cendres, la deuxième, plus longue, du lundi après la Pentecôte au premier dimanche de l’Avent. Chaque dimanche, on célèbre le mystère Pascal, en cherchant à vivre, au long des jours, de la résurrection du Seigneur. Ces deux périodes sont aussi rythmées par des fêtes correspondant à des événements de la vie du Christ ou des saints : la fête de la Trinité, du Saint-Sacrement, du Sacré-Cœur, par exemple ; l’Assomption, les fêtes de Saint Jean-Baptiste, Saint Pierre et Saint Paul, la Toussaint, etc.

  • 1
  • 2
  • 3