Ugent parrez nevez evid an eskopti a-bez

Abaoe ar c’henta a viz Gwengolo 2017 ez eus en eskopti ugent parrez nevez (beteg hen e oa 323 parrez ha 18 deanded).

E pep hini euz ar parreziou nevez e vezo kumunieziou kristen lehel, o dezo da gas da benn tostig tost ouz an dud, er c’humuniou pe er c’harteriou, teir garg an Iliz :
- Embann an Aviel (Katekiza ar re yaouank hag an dud-deuet, ranna Komz Doue, mareou a avielerez ’vel sizunveziou misioner, hag all) ;
- Lida ar Zilvidigez (mareou a bedenn publik : ar rozera, adorasion ar Zakramant, meuleudiou, liderez an interamañchou, digeri ha netaad an ilizou da zigeri hent d’ar bedenn personel, hag all) ;
- Servicha buez an dud (servij ar re baourra, mond da weled ar re glañv, beza tost ouz buez an dud : famill, labour, breudeuriaj, laouenekaad, hag all.)

Lizer a bastor 2016
An adaozadur-ze a zo frouez eul labour kaset da benn en eskopti ’pad eur bloaveziad. Lañset e oa bet gand lizer a bastor an Aotrou ’n eskob Lorañs Dognin “Evid eun Iliz e Mision” (27 a viz Meurz 2016). Anoiou ha bevennou ar parreziou nevez a zo bet dibabet gand ali kristenien pep korn-bro.

 

 cbf7f37b235384c4201dbc056b7770ad
  • Kemper – Sant-Kaourintin (Quimper – Saint-Corentin) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Kaourintin, Sant-Vaze, Santez-Teresa, Treinded Santel / Kerfeunteun, Sant-Pèr-Sant-Paol ar Meillou-Glaz, Itron-Varia Lokmaria, Santez-Klara ha Santez-Bernadette Penharz, Sant-Alor an Erge Vihan, An Erge-Vraz, Gourlizon, Gwengad, Plogoneg, Ploveill, Ploneiz, ha Plugüen.
  • Brest – Itron-Varia ar Zao-Heol (Brest – Notre-Dame au Levant) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Frañsez Guelmeur, Sant-Yann, Sant-Jozef ar Pilier Ruz, ha Sant-Mark.
  • Brest Kreizker – Sant-Loeiz (Brest Centre – Saint-Louis) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Loeiz, Sant-Lukaz, Sant-Varzin, ha Sant-Mikêl.
  • Brest – Lambezelleg Sant-Laorañs (Brest – Lambézellec Saint-Laurent) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Sant-Laorañs Lambezelleg, Sant-Jakez, Itron-Varia Bouguen, Itron-Varia Kerinou, ha Boharz.
  • Brest – an Dreinded Santel (Brest – Sainte Trinité) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Or Zalver Rekourañs, Itron-Varia Kerbonne, Santez-Teresa Landais, Kerber (Sant-Pér-Kilbignon), Gwiler, Lokmaria-Plouzane, ha Plouzane.
  • Brest Elorn – Sant Pèr ha Sant Paol (Brest Elorn – Saints Pierre et Paul) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Gouenou, Gwipavaz, Itron-Varia Tourbian, ar Releg-Kerhuon, Loperhed, ha Plougastell.
  • Sant-Tivizio – Bro Landi (Saint-Tiviziau – Bro Landi) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Bodiliz, Koummana, Gwiglann, Lanneured, Logeginer Sant-Tegoneg, Lokmelar, Gwikar, Gwineventer, Plouvorn, Gwitevede, « Santez-Anna Landivizio » (Gwimilio, Lambaol-Gwimillo, Landivizio, Gwikourvest), Sant-Kadou, Sant-Derhen, Sant-Alar, an Dre Nevez, Sant-Servez-Landivizio, Sant-Tegoneg, Sant-Nouga, Sizun, ha Trezilide.
  • Sant-Herbod Kreiz-Penn-ar-Bed (Saint-Herbot en Centre Finistère) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Berrien, Boneur, Brenniliz, Karaez-Plougêr, Kastell-Nevez-ar-Faou, Kleden-Poher, Koloreg, Kore, an Uhelgoad, Kerglov, ar Fouillez, Landelo, Laz, Leuhan, Lokmaria-Berrien, Motrev, Plonevez-ar-Faou, Plonevell, Plouie, Poulaouen, Sant-Wazeg, Sant-Herbod, Sant-Hern, Santoz, Skrigneg, Speied, ha Tregourez.
  • Santez-Anna – Kastellin (Sainte-Anne – Châteaulin) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Brasparz, Kast, Kastellin, Dineol, Gouezeg, Lannedern, Klostr-Pleiben, Lennon, Lokorn, Logonna-Kimerc’h, Lopereg, Lokeored, Lotei, Pleiben, Ploeven, Ploudiern, Plonevez-Porze, Pont-ar-Veuzen, Meill-ar-Wern, Kemenven, Kimerc’h, Sant-Kouli, « Sant-Stefan Odet-hanternoz » (Brieg, Edern, Landrevarzeg, Landudal, Langolen), Sant-Vig, Sant-Riwal, Sant-Segal, ha Tregarvan.
  • Itron-Varia an Daouzeg Abostol – Konk-Kerne (Notre-Dame des Douze Apôtres – Concarneau) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Beuzeg-Konk, Konk-Kerne, Eliant, Kernevel, Lanrieg, an Treiz, Melven, Rosporden, Sant-Filber Tregon, Sant-Ivi, Tourc’h, ha Tregon.
  • Sant-Tudual – Douarnenez (Saint-Tugdual – Douarnenez) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Gwaien, Beuzeg-ar-C'hap, Kleden-ar-C'hap, Douarnenez, Eskibien, Goulien, Gwiler-Kerne, Enez-Sun, Kerlaz, Lababan, Landudeg, Ar Yeuc'h, Mahalon, Koñforz-Meilar, Purid, Ploare, Plogastell-Sant-Jermen, Plogoñv, Pleheneg, Ploan, Plozeved, Pont-Kroaz, Pouldahu, Pouldregad, Pouldreuzig, Poulgoazeg, Poulann, Prevel, Treboul, Trêgad.
  • Itron-Varia ar Folgoad – Aberiou-Aod ar Mojennou (Notre-Dame du Folgoët – Abers-Côte des légendes) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Bourc’h-Wenn, Brignogan, Koz-Meal, Goulhen, Gwiseni, Kerlouan, Kerniliz, Kernoues, Kersent-Plabenneg, Lanarvili, Landeda, Laniliz, an Dreneg, ar Folgoad, ar Grouaneg, Lesneven, Lilia, Loprevaler, Plabenneg, Plouzeniel, Plougerne, Plouider, Plouneour-Treaz, Plouvien, Sant-Fregant, Sant-Neven, Tregaranteg, ha Treglonou.
  • Sant-Paol Aorelian Gorre-Leon (Saint-Paul Aurélien du Haut-Léon) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Kastell-Paol, Karanteg, Kleder, Henvig, Enez Vaz, Lanouarne, Lokenole, Mespaol, Peñzez, Plouenan, Ploueskad, Plougouloum, Gwinevez, Rosko, Santeg, Sibirill, Taole, Trelaouenan, ha Trelez.
  • Itron-Varia ar Joa Bro Vigoudenn (Notre-Dame de la Joie en Pays Bigouden) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Kombrid, Guelveneg, Enez-Tudi, Keriti-Sant-Pér, Lechiagad, Leskonil, Loktudi, Penmarc’h, Pornaleg, Pleur, Ploneour-Lanvern, Pont-’n-Abad, Sant-Gwenole, Sant-Yann-Drolimon, Triagad, Tregeneg, ha Tremeog.
  • Itron-Varia ar Mor Bro Fouenn (Notre-Dame de la Mer en Pays Fouesnantais) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Benoded, Kloar-Fouenn, Fouenn, Gouenac’h, Ar Forest-Fouenn, Pluwenn, ha Sant-Evarzeg.
  • Sant-Vaze Bro an Irwaz (Saint-Mathieu en Pays d’Iroise) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Brelez, Gwiproñvel, Eusa, Molenez, Lamber, Lambaol-Blouarzel, Lampaul-Gwitalmeze, Landunvez, Lanildud, Lañriware, Konk-Leon, Milizag, Plouarzel, Gwitalmeze, Plougonvelen, Plougin, Ploñger, Plourin-Gwitalmeze, Porspoder, Porsal, Sant-Pabu, Lokournan, Trebabu, Treouergad, ha Trezian.
  • Itron-Varia Remed-Oll Bro Landerne (Notre-Dame de Tout Remède en Pays de Landerneau) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Daoulaz, Dirinonn, Hañveg, Irvillag, an Ospital, ar Forest-Landerne, ar Merzer-Salaun, ar Roc'h-Morvan, Landerne, ar Faou, an Treou-Leon, Logeginer-Plouziri, Logonna-Daoulaz, Penn-ar-C'hrann, Plouziri, Plouedern, Roslohen, Rumengol, Sant-Divi, Sant-Tonan, Lanurvan, Trelevenez, ha Tremawezan.
  • Sant-Erwan Bro Vontroulez (Saint-Yves en Pays de Morlaix) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Bolazec, Bodsorhel, Garlann, Gwerliskin, Gwimaeg, Lanneur, Lanneanou, Kloastr-Sant-Tegoneg, ar Pontou, Lokireg, « Itron-Varia ar Vur Montroulez » (Koatserho, Plouyann, Plourin-Montroulez, Sant-Seo, Sant-Martin-war-ar-Mêz, Sant-Vaze, Sant-Maelen), Pleiber-Krist, Plegad-Gweran, Plegad-Moazan, Plouezoc’h, Plouganou, Plougonven, Plouigno, Plouneour-Menez, Sant-Itrop, ha Sant-Yann-ar-Biz.
  • Sant-Kolomban Bro Gemperle (Saint-Colomban en Pays de Quimperlé) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : An Arhanaou, Bañleg, Bei, Kloar-Karnoed, Gellegouarh, An Treou-Kerne, Lokunole, Mellag, Molan, Nevez, Nizon, Pondaen, Kerien, Kemperle, Redene, Rieg, Sant-Turian, Skaer, ha Tremeven.
  • Santez-Mari Ledenez Kraon (Sainte-Marie en Presqu’Île de Crozon) : ar barrez nevez a zo enni ar parreziou koz-mañ : Argol, Kameled, Kraon, Landevenneg, Lanveog, Rozkañvel, ha Terrug.

Liziri an Eskibien

  • Evid eun Iliz e mision…

    Evid eun Iliz e mision…

    Evid eun Iliz e mision… Lizer a Bastor an Aotrou ’n Eskob Lorañs Dognin Eskob Kemper ha Leon Meurz 2016 Mignoned ker, Abaoe m’on bet anvet da eskob Eskopti Kemper ha Leon, em-eus bet tro dija da gomz er mediaou ha dreist-oll, eveljust, e kerz al lidou am-eus renet abaoe

    Lire la suite...
  • Eskopti Kemper ha Leon RETERADURIOU 2012-2016

    Eskopti Kemper ha Leon RETERADURIOU 2012-2016

    Eskopti Kemper ha Leon RETERADURIOU 2012-2016 « Kerzit ! Ho kas a ran ! » Embann an aviel gand fiziañs gand an Aotrou ’n Eskob Jean-Marie Le Vert (2007-2015) “Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel ma’z on bet kaset gant an Tad, me ivez a gas ahanoc’h… Resevit ar Spered Santel” (Yann 20,21-22). Distaget

    Lire la suite...
  • Ma ouezfes Donezon Doue (2010)

    Ma ouezfes Donezon Doue (2010)

    Lizer a bastor an Aotrou ’n Eskob Jean-Marie Le Vert Eskob Kemper ha Leon (2007-2015) Roet da zeiz santel Pask 2010 Breudeur ha c’hoarezed ker, “Adsavet da veo eo ar C’hrist, adsavet eo e gwirionez !” Tregerni a ra hirio en Iliz hag er bed ar youhadenn goz-se a vintin Pask,

    Lire la suite...
  • Plas sevenadur hag yez Vreiz en on bodadegou a pedenn

    La place de la culture et de la langue bretonnes dans nos rassemblements de prières Au début de 2001, une commission Langue et culture bretonnes a été créée dans notre diocèse, en vue, notamment, de « promouvoir l’utilisation de la langue bretonne dans la vie de notre Église diocésaine là où

    Lire la suite...
  • Lizer a bastor 1996

    LIZER A BASTOR an Aotrou Klemant Guillon, eskob Kemper ha Leon diwarbenn an doare nevez da reñka an traou en eskopti (20 a viz ebrel 1996) 1. Pell ’zo dija (wardro eur bloaz hanter) e labourom da gempenn an traou en on eskopti. Kalz ahanoh o-deus roet an dourn evid

    Lire la suite...
  • 1