Lizer a bastor 1996

LIZER A BASTOR

an Aotrou Klemant Guillon, eskob Kemper ha Leon
diwarbenn an doare nevez da reñka an traou en eskopti
(20 a viz ebrel 1996)



1. Pell ’zo dija (wardro eur bloaz hanter) e labourom da gempenn an traou en on eskopti. Kalz ahanoh o-deus roet an dourn evid al labour-ze, pa neve ken o kemered perz er bodadegou a bep seurt er parreziou hag er sekteuriou, pe hoaz e-barz eun emzao pe eur servich bennag. Trugarez deoh a greiz kalon.

2. Eun deiz braz a dosta bremañ : deiz gouel ar Pantekost, d’ar hweh-war-’n ugent a viz mae. Da geñver an deiz-se, goude lein, da deir eur, e iliz Landerne, eh embannin eur guchenn reolennou a vezo, evel pa lavarfen, lezenn-veur an adkempenn evid on eskopti. Ar reolennou-ze a zello dreist pep tra ouz daou dra :
– da genta ar feson ma vo ingalet douar an eskopti etre strolladou parreziou, sekteuriou pastoral ha korn-broiou ;
– d’an eil, an doare da labourad a-gevred etre beleien, diagoned (diakred) ha laiked.

3. Ober a rin euz va gwella evid ma vezo ar reolennou-ze er memez amzer striz ha distegn : striz, evid ma ouezo mad peb hini petra ’zo en e garg ; distegn koulskoude, evid ma ne vo ket miret da bourchu an enklaskou boulhet war an dachenn ha da staga gand re all, rag pa•deuio ar poent da zeveni on diviz e savo kudennou nevez ha n’on deus ket, hirio, an diskoulm anezo.

4. Ma reom eur c’hempenn d’on eskopti, n’eo ket da genta evid cheñch an doareou hag ar frammou (structures) na kennebeud evid diblas mein-harz ar parreziou ; henn ober a reom evid ma klaskim asamblez penaos e vezim fidel muioh-mui d’ar gefridi fiziet en on Iliz a Gemper ha Leon. Va brasa c’hoant eo e rofe tro deom oll a c’hempenn-ze, da vond war araog gand muioh a diz er feiz, en esperañs, en youl da rei testeni, oll a-unan evel breudeur, da Gelou Mad an Aviel.

5. Lidèrèz amzer Fask a zo pinvidig kenañ evid or feiz. Ar pennadou-lenn tennet euz ar Skritur Sakr evid suliou an eiz war ’n-ugent a viz ebrel, ar bemp hag an daouzeg a viz mae eo a bourchas din an danvez a zisplegin deoh e teir lodenn al lizer-man.

28 ebrel : “Me eo an nor” (Yn 10 ,7-9)

6. Jezuz a ra kaoz diwar-benn eur c’hraou-deñved, ha diwar-benn an nor e tremen drezi ar pastor, nann avad al laer hag ar forbann ; ar re-man a bign dre eul leh all. Selaouerien Jezuz ne gomprenont ket mad ar pez e fell dezañ lavared, ha neuze eo eh embann : “Me eo dor an deñved. Mah antre unan bennag en eur dremen drezon, e vezo salvet, e hello mond ha dond, hag e kavo peuri druz... Me ’zo deuet evid m’o dezo an dud ar vuhez, eur vuhez puill”.

7. Jezuz eo eta an hini a zigor dor ar c’hraou, an hini a bermet da vond euz an diañvêz d’an diabarz hag euz an diabarz d’an diañvêz. Kementse a ra deom soñjal e tle on Iliz beza digor frafik, prest da zigemered an dud, êz tostaad outi. Arabad dezi beza hepken Iliz an “diabarz” e riskl d’en em gloza moraillet. Red eo dezi ive beza eun Iliz en “diañvêz” hag eta m’o dezo ar gristenien ar zoursi da veza el lec’h m’emañ buhez an dud, evid dougen testeni d’an Aviel.

8. Ar reñkadur a fell deom ober ne hell ket beza hepken eun tamm kempenn evid diabarz an Iliz. Med, d’am zonj, e tle rei tro d’eun darempred gwelloh etre an Iliz ha tud an diañvêz. Gwir eo, krog om dija gand seurt darempredou. En on eskopti ez eus lehiou da zelaou ha da zigemer. Bez’ ez eus skipaillou (équipes) e hell enno ar re a houlenn badeziant dizelei pegen birvidig eo galv karantezuz an Aotrou Krist ha deski penaos mond d’e heul. Bez’ ez eus lehiou e hell enno ar yaouañkizou en em weled ha ranna kenetrezo o enklaskou diwar-benn an tu da gemer en o buhez. Greom or posubl ma kresko muioh-mui al lehiou-ze hag ar skipaillou-ze da zelaou ha da ranna.

9. Jezuz, hag e-neus lavaret “Me eo an nor”, e-neus lavaret ive “Me eo ar Pastor mad” (Yn 10/11). Anaoud a ra e zeñved hag e zeñved e anavez. Rei a ra e vuhez evito. Ne glask tamm e-bed e vad e-unan. N’ e-neus ken soursi nemed dastum ar bobl fiziet ennañ gand an Tad hag e vlenia beteg ennañ.

10. Dre zakramant an urz o deus resevet, ar veleien, kenunanet gand a eskob, a zo liammet en eun doare dispar gand ar C’hrist Pastor. Ar mision o deus da labourad en e ano evid kelenn, santelaad ha bleinia pobl Doue. Jezuz Krist eo a zo skwer hag eienenn ar garantez a bastor a dle o entana. Seul vui e vezint tost dezañ, seul vui e vezint fidel d’o mision.

11. Gouzoud mad a reom eo nessesser a-grenn ministrèrèz (karg) ar veleien ha den ne hell kemered o ’flas. Med an Iliz he deus divizet e hellfe kenlabourad ganto diagoned (diakred) ha laiked (lezenn 519 euz lezennou an Iliz), ha zoken, a-wechou, kaoud perz er garg o-deus da gelenn, da zantelaad ha da vlenia pobl Doue, ar pez a anver “karg pastoral” (lezenn 517, 2). Emaom o vond da implija an aotreou-ze en on eskopti, dreist-oll dre ma vezo laiked (ha diouz ma c’hoarvezo diagoned, leaned ha leanezed) o kemer perz er “skipaillou pastoral”. Sklêr eo ne hello beza skwer ha patrom an oll gristenien-ze – evel hini ar veleien o-unan – nemed an Aotrou Krist, eñ ha “n’eo ket deuet evid beza servichet, med evid servicha ha rei e vuhez evid an oll” (Mz 20,28). Oll, e rañkim poania da zerhel on daoulagad da bara warnañ, ha ma c’hoarvez ganeom – ar pez a zo hervez on natur-den – beza touellet da glask tapoud peg er galloud d’ober or mistri war ar re all, e sikouro ahanom da weled sklêr en or menoziou, da anaoud an dentasion ha da veza treh dezi.

12. Ar skipaillou pastoral a vezo eul leh e hello kenlabourad ennañ ar vinistred urziet (1), hag al laiked. Med bez’ e vo – hag ez eus dija – kalz re all (kuzuliou pastoral, kuzuliou ekonomikel, skipaillou degemer, skipaillou lidèrèz, katekizèrèz, hag all...). En eur lahourad evelse asamblez, en eun doare efeduz hag hegarad, e rooh tro d’ar veleien da veva en o harg a veleg gand feiz ha levenez, heb beza flastret gand bec’h al labourou hag an tregasou, evel ma lavaren bremañ ’z eus daou vloaz en eul lizer all. Aotreit ahanon d’aber ouzoh ar goulennou-mañ : daoust hag istim a-walh ho-peus evid labour sakr ar veleien ? Daoust ha pedi a rit evid “ar re o-deus ar garg euz pobl Doue”, evel ma lavar eil pedenn-veur an overenn ? Daoust hag youl ho-peus e yafe da veleien warhoaz ar re yaouank a hirio – marteze euz ho kerentiez hag hoh anaoudegez ? Ar zulvez-mañ, eiz war ’n-ugent a viz ebrel, pevare sul Fask, a zo, evel bep ploaz, dre ar bed oll, an devez a bedenn evid an danvez beleien. Tro vad evidom oll da bedi c’hwek Mestr an eost, ma plijo gantañ rei deom ar veleien on dezo ezomm er boaveziou da zond.
(1) ar re o-deus resevet urziou sakr.

5 mae : “C’hwi eo ar mein beo” (1 P 2,5)

13. Sant Per, penn-rener an ebestel, eo a bed ahanom, en e lizer kenta, da veza “ar mein-beo a dalvez da zevel an templ speredel (spirituel)”. Evid an dra-ze eo red deom “tostaad ouz an Aotrou Krist”, a zo “ar mên beo taolet a gostez gand an dud, med dibabet gand Doue” d’ober anezañ mên-korn ar zavadur speredel m’eo an Iliz (1P 2,4-7). Ne heller ober netra heptañ : “Distag diouzin ne hellit ober netra” (Yn 15,5). Disul diweza, Jezuz en em ziskoueze evel dor an deñved, hag ar pastor mad (Yn 10,7-11). En Aviel hirio e lavar deom ez eo “an hent, ar wirionez hag ar vuhez” (Yn 14,6). Eñ eo eta a dle or blenia en-dra ma poaniom on-unan-penn koulz ha gand re all, ha warnañ eo e tleom diazeza kement tra a reom, ha da genta ol labour da reñka on eskopti, evel ma saver eun ti war ar roc’h (Mz 7,24-25).

14. An dro-lavar “mein beo” a zo souezuz a-walh, rag eur mên, dre natur, a zo divuhez. Med ar savadur a zo meneget gand an abostol Per n’eo ket evel savaduriou ar bed-man : hemañ a zo eun templ speredel, grêt gand danvez beo, an dud hag a glask euz o oll nerz beva en emgleo steuet gand Doue ha beza testou hag embannerien an emgleo-ze evid an oll. Sant Per a embann en eun doare kaer-dispar : “C’hwi a zo ar ouenn zibabet, ar gumuniez santel a veleien, ar vroad santel, ar bobl e-neus Doue perhennet evid embann burzudou an hini e-neus ho kalvet euz an deñvalijenn d’e sklerijenn estlammuz” (1 P 2,9).

15. Ar “velegiez roueel-ze”, evel ma lavar sant Per, eo belegiez an dud fidel, on-eus oll da lakaad da dalvezoud en or buhez azaleg or badeziant. Penaos ? En eur ginnig or buhez da Zoue e “sakrifis speredel” (1 P 2,5), o kemered skwer diouz Jezuz Krist e-neus en em ginniget e-unan d’e Dad a-hed e vuhez ha dreist pep tra e mister e Bask. Setu petra eo beza kristen : ren or buhez pemdezieg en he oll stummou (er famill, er harter, er vicher, er mennadou a bep seurt) evel eur prof ahanom on-unan da Zoue ha d’or breudeur.

16. Eun ti mañsonet mad a vez stag-mort ar mein an eil ouz egile. Peb hini e-neus e blas merket, hag e dalvoudegez. En templ speredel m’eo an Iliz, ar “mein beo” o-deus kargou a bep seurt, med oll eh en em harpont evid ma vo solud an templ ha ma hello servichoud evid ar pez m’eo grêt. Evel ma lavar eun abostol all, sant Paol, “ar hargou en Iliz a zo a bep seurt, med ar memez Aotrou eo atao... Peb hini a reseo an donezon da ziskleria ar Spered Santel evid mad an oll” (1 Co 12,5-7). Ar simant a stag ar mein beo an eil ouz egile eo ar garantez. Netra ne hello morse beza lakaet e plas ar garantez en eur barrez, en eur sekteur pastoral, e Iliz on eskopti : ar garantez-se hag a zo “teneridigez ha madelez, izelded a galon, habaskded ha pasiañted”, hag a ya beteg ar pardon (Kol 3,12-13).

17. Oll e ouezom petra eo ar “hargou a bep seurt” a ra meneg anezo sant Paol. Anaoud a reom, a-dra-zur, ar hargou a vez roet dre an urziou sakr : hini an eskob hag ar beleg, a zo pastored hervez skwer ar Hrist hag en e ano ; hini an diagon (diakr), savet adaleg penn-kenta an Iliz evid servich ar gumuniez, evel ma tigas da zoñj kenta lennadeg ar pemped sul-mañ euz amzer Fask (Ak 6,1-7), e tistroin hirroh warni da ’fin ar bloaz, pa vezo bet bodadeg leun an eskibien e miz du, a gaso lod euz he amzer o prederia warni. Med ouzpenn ar hargou a zo roet d’ar vinistred gand an urziou sakr ez eus a bep seurt kargou hag a zo e dalh al laiked e-barz an Iliz. Evelse e soñjan en dud a ra wardro al lidèrèz, ar hatekizèrèz, an oberou a drugarez, hag all... Soñjal a ran ive en animatourien hag animatourezed pastoral, e-kerz an aluzennèrèziou hag an emzaoiou, pe e-barz ar parreziou. Soñjal a ran hoaz er “skipaillou gedourien” a gemer preder, er sekteuriou, da aviela ar re yaouañk.

18. Darn euz izili an Iliz, gwazed ha merhed, ministred urziet ha laiked, o-deus eur stad a vuhez dizheñvel, a anver “buhez relijiel” pe “buhez koñsakret”, er stumm arvestuz (contemplative) pe er stumm abostoleg. Evel m’ e-neus ar Pab digaset da zoñj en e Lizer abostoleg nevez embannet (Vita consecrata, 25 meurz 1996), ar vuhez koñsakret a zo eun donezon présiuz roet gand Doue d’e Iliz. N’eo ket, drezi e-unan, stag ouz urz na karg ebed en Iliz. N’eo ket an “ober” eo a ra ar relijiuz, med ar “beza”. Kouskoude êz eo kompren, pa zeu an Iliz da fizioud eur mision (eur garg) (a veleg, a ziagon, pe a gristen badezet) en eun den koñsakret da Zoue, hemañ a zigas gantañ, da ober e labour, e binvidigez e-unan.

19. Evel m’ am-eus lavaret e lodenn genta al lizer-man (n°11), ar reizadur (reñkadur) pastoral emaom o lakaad en hent a houzañv e vije laiked (koulz ha leaned ha leanezed) o kemered o flas er “skipaillou pastoral”. Kuzuliou ekonomikel ar parreziou a gendalho da vond en-dro hag er strolladou-parreziou da zond e vezo savet “kuzuliou pastoral”. Ar reolennou a embannin da zeiz ar Pantekost a zisklerio frêz roll peb hini euz ar skipaillou ha kuzuliou-ze. Hirio e pouezan war eun dra hepken : ar re oll o dezo perz er skipaillou pe guzuliou-ze a rañko en em gemered evid “mein beo” harpet war ar “mên-korn” m’ eo Jezuz e-unan, ha staget an eil ouz egile gand simant ar garantez.

12 a viz mae : Korventenn ar Pantekost

20. Teir lennadeg c’hwenved sul Fask a gomz euz donedigez hag oberou ar Spered Santel. En Aviel, Jezuz a ro da anaoud e pedo an Tad goude ma vezo êt d’e gaoud a-dreuz ar maro hag ar rezureksion (an adsao da veo), hag an Tad a zigaso “eun Difennour all hag a jomo atao ganeoh, ar Spered a wirionez” (Yn 14,15-16). Promesa Jezuz a zo sevenet, an Iliz he-neus resevet c’hwezadenn ar Spered Santel, ar Spered he diouall, a-hed ar hantvejou, a zigas soñj dezi euz Komz Jezuz evid he lakaad da dalvezoud, a gas anezi dalhmad da embann an Aviel beteg penn pella ar bed, a zo hag a jomo beteg fin an amzeriou he sklerijenn hag he nerz.

21. Ar henta lennadeg, tennet euz Oberou•an Ebestel (Ob 8,5-17) a zigas da zoñj euz eun darvoud heverk euz buhez an Iliz. Filip, unan euz ar zeiz nevez-grêt diagoned, a gerz da vro Samaria da brezeg ar C’hrist. E gomzou, harpet gand sinou, a zo degemered gand joa hag a laka ar feiz da ziwan. An ebestel Per ha Yann a zeu goudeze da astenn o daouarn war ar Samaritaned, hag ar Spered Santel a zo roet dezo.

22. En eil lennadeg, sant Per a gomz d’ar gristenien euz an testeni o-deus da rei : “Bezit prest atao da renta kont d’ar re her goulenn euz an esperañs a zo en ho kalon : her grit a-vad gand douster ha resped” (1 P 3,15-16). Rei an testeni-ze n’eo ket êz atao. Aliez, da skwer, re yaouank a lavar din e vez grêt goap outo er skol pa ziskleriont ez int kristen. Oll on-eus ezomm, evid beza testou fidel da Jezuz Krist, e teufe ar Spered Santel da rei deom an nerz-kalon hag ar galloud (ar startijenn).

23. Jezuz ne ehan ket da rei ar Spered Santel d’e Iliz. Dalhmad e teu ar Pantekost da nevezi. Kalz ahanom a lido ar gouel er blâ-mañ e Landerne. N’eus forz penaos, n’eus forz e pe-leh, e pedim ar Spered Santel da leunia or c’halonou hag or buheziou gand e garantez. Evelse eo e hellim beza gwir ziskibien da Jezuz ha testou gwirion an Aviel.

24. Ar pez a vir ouz ar Suered Santel da zond ha da labourad ennom hag en or gomunieziou, eo ar pehed a hell kemered a bep seurt stummou : emgarantez direiz, tech ar plijadureziou, ourgouill, youl arhant ; ha dreist pep tra an tech a ra deom klask sevel dreist ar re all ha chom en or part on-unan, en eur vruzuna ar garantez hag ar gomunion kenetrezom pe da vihana ouz o lakaad da zemplaad. Ezomm on-eus dalhmad da veza pareet en on diabarz pa argasom ar re all dre aon pe dre fallagriez, pa glaskom ober•or mistri war ar re all o lakaad e peb mod or menoziou hag or giziou da gaoud an treh. Doue a ginnig deom ar pare, m’ en em lakeom e stad da jeñch buhez ha ma houlennom pardon gand izelded ha fiziañs.

25. Renevezet gand e Spered Santel, e hellim bale en esperañs. A wir galon e stagim bremañ gand al labour on eus boulhet da zigas gwellaenn e reizadur pastoral an eskopti, o kounta war nerz karantez Doue, a zo gwest da gas da benn, ennom ha drezom, leun a draou kaër.

Da gloza

26. En eur echui, e fell din, heb troïdella, ho pedi oll, gwazed ha merhed, beleien, diagoned, laiked, leaned, leanezed, da zond da Landerne deiz ar Pantekost, c’hweh-war ’n ugent a viz mae, da deir eur.

27. Kouvia a ran da genta izili kuzul ar veleien ha kuzul pastoral an eskopti, o-deus, en o bodadegou, nevez so, pleustret gand aket war ar menoz am oa kinniget dezo hag o-deus roet, gand o moueziou, eveziadennou talvouduz kenañ.

28. Pedi a ran ive stard ar re oll a zo e kuzuliou ar parreziou : kuzuliou pastoral ha kuzuliou ekonomikel ; ha kement hini a zo e karg, kalz pe nebeud,  a-resed buhez an eskopti pe ar barrez, en eun emzao pe eur servich.

29. Asamblez emaom o vond da lida eun digouez kaër en on Iliz a Gemper ha Leon. Dizelei a raim, ez om dre hras Doue “heritourien ha saverien” (mañsonerien). Bez’ e hellim, ouzpenn-ze, kaoud soñj eo an daou her-ze testenn pelerinaj santez-Anna-Wened pa yelo or c’horn-bro da ziambroug an Tad Santel ar Pab d’an 20 a viz gwengolo da zond. Or pedenn, en eur ginnig da Zoue ezommou on Iliz a Gemper ha Leon, a zigoro da zigemer ezommou an oll beteg penn pella ar bed. Hag e trugarekaim an Aotrou d’or beza galvet, ha d’or gelver a nevez, da labourad gantañ evid silvidigez ar bed.

 

† Klemant GUILLON
Eskob Kemper ha Leon

(Troet e brezoneg gand Biel CABON, Aluzener ti retred Gwitalmeze)

Liziri an Eskibien

  • Evid eun Iliz e mision…

    Evid eun Iliz e mision…

    Evid eun Iliz e mision… Lizer a Bastor an Aotrou ’n Eskob Lorañs Dognin Eskob Kemper ha Leon Meurz 2016 Mignoned ker, Abaoe m’on bet anvet da eskob Eskopti Kemper ha Leon, em-eus bet tro dija da gomz er mediaou ha dreist-oll, eveljust, e kerz al lidou am-eus renet abaoe

    Lire la suite...
  • Eskopti Kemper ha Leon RETERADURIOU 2012-2016

    Eskopti Kemper ha Leon RETERADURIOU 2012-2016

    Eskopti Kemper ha Leon RETERADURIOU 2012-2016 « Kerzit ! Ho kas a ran ! » Embann an aviel gand fiziañs gand an Aotrou ’n Eskob Jean-Marie Le Vert (2007-2015) “Ar peoc’h ra vezo ganeoc’h ! Evel ma’z on bet kaset gant an Tad, me ivez a gas ahanoc’h… Resevit ar Spered Santel” (Yann 20,21-22). Distaget

    Lire la suite...
  • Ma ouezfes Donezon Doue (2010)

    Ma ouezfes Donezon Doue (2010)

    Lizer a bastor an Aotrou ’n Eskob Jean-Marie Le Vert Eskob Kemper ha Leon (2007-2015) Roet da zeiz santel Pask 2010 Breudeur ha c’hoarezed ker, “Adsavet da veo eo ar C’hrist, adsavet eo e gwirionez !” Tregerni a ra hirio en Iliz hag er bed ar youhadenn goz-se a vintin Pask,

    Lire la suite...
  • Plas sevenadur hag yez Vreiz en on bodadegou a pedenn

    La place de la culture et de la langue bretonnes dans nos rassemblements de prières Au début de 2001, une commission Langue et culture bretonnes a été créée dans notre diocèse, en vue, notamment, de « promouvoir l’utilisation de la langue bretonne dans la vie de notre Église diocésaine là où

    Lire la suite...
  • Lizer a bastor 1996

    LIZER A BASTOR an Aotrou Klemant Guillon, eskob Kemper ha Leon diwarbenn an doare nevez da reñka an traou en eskopti (20 a viz ebrel 1996) 1. Pell ’zo dija (wardro eur bloaz hanter) e labourom da gempenn an traou en on eskopti. Kalz ahanoh o-deus roet an dourn evid

    Lire la suite...
  • 1
  • 2