Lizer Sant Jud

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.


Pennad-kinnig

Jud, breur da Jakez, a skriv d’ar gristenien evid lavared dezo beza war evez ouz ar fals-prezegerien ; ar re-mañ n’int nemed gwez difrouez, n’int mad nemed da veza kastizet kaled gañd Doue. D’ar gristenien vad en em zikour kenetrezo evid chom stard er gwir feiz.

 

Lizer Sant Jud

Saludou

I. 1 Jud, servicher Jezuz Krist, breur da Jakez, d’ar re a zo galvet ha karet gand Doue on Tad, ha miret evid Jezuz Krist, 2 ra vo puill ganeoc’h trugarez, peoh ha karantez.

Ar fals doktored

3 Va mignoned, c’hoant braz am-boa da skriva deoh diwarbenn ar zilvidigez a zell ouzom oll, ha padal eo bet red din henn ober evid ho kennerza da stourm evid ar feiz a zo bet roet d’ar zent evid mad.

4 Rag en em zilet o-deus en ho touez tud hag a zo skrivet o barnedigez, en araog, abaoe pell amzer, tud difeiz hag a dro gras Doue d’eur vuez diroll, hag a nah an hini n’on-eus nemetañ da vestr ha da Aotrou, Jezuz Krist.

5 Felloud a ra din degas deoh da zoñj, daoust ma ouzoh peb tra evid mad, e-neus an Aotrou, goude beza saveteet e bobl euz bro Egypt, lakeet d’ar maro goudeze ar re o-doa diskouezet beza diskred.

6 An êlez ha n’ho-doa ket dalhet d’o renk, med o-doa dilezet o demeurañs, a zo dalhet gantañ da viken, chadennet en deñvalijenn, evid ar varnedigez d’an Deiz braz.

7 Sodom ha Gomor hag ar gêriadennou all diwar-dro, o-doa en em roet er memez doare d’ar zerhèrèz, ha redet war-lerh ar re a oa disheñvel outo dre natur, hag a zo miret bremañ, e-giz skouer, dindan kastiz an tan peurbaduz.

8 En heveleb doare, an dud-se, oh alteri, evel ma reont, a zaotr o horv, a zispriz an Aotroniez, hag a zismegañs an Elez gloriuz. 9 Koulskoude, an Arhêl Mikêl zoken o tebati ouz an diaoul hag o tabutal diwar-benn korv Moïzez, ne gredas ket dougenn a-eneb dezañ eur varnedigez dismegañsuz, med lavared a reas « Doue ho kastizo ».

10 Med an dud, ar pez n’anavezont ket, a vez dismegañset ganto, hag ar pez a ouzont dre ijin-natur ha diskiant al loened, ne dalve dezo nemed evid o holl. 11 Siwaz dezo, peogwir o-deus heuliet hent Kain, evid eur gopr o-deus en em lezet da faziañ evel Balaam, hag ez int eet da goll e taol reversi Kore. 12 Ar re-ze eo a vez o saotri ho prejou kenvreureg, pa reont chervad ha pa zebront re heb mez ebed : koumoul dizour skubet gand an aveliou, gwez euz fin an diskar-amzer, difrouez, maro diou wech, diwriziennet, 13 tonnou dirollet ar mor o strinka an eonenn euz o mez o-unan, stered kildroet, miret da viken e donder an deñvalijenn. 14 Diwar o fenn e-neus ive profedet Henok, ar seizved abaoe Adam, o lavared : 15 « Setu m’ema o tond an Aotrou gand e vilisou santel evid barn an oll dud ha lakaad an oll dud difeiz da anzao int kabluz euz o oll difeizded grevuz, hag euz kement komz divergont o-deus ar beherien difeiz lavaret a-eneb dezañ. »

16 Setu aze petra int ! Tud tagnouz, kounnaruz, renet gand o youlou fall, komzou direiz a zeu euz o genou. Ne brizont an dud nemed hervez ar gounid a zeu diouto.

Aliou d’an dud fidel

17 C’hwi avad va mignoned, dalhit soñj er homzou bet lavaret deoh en araog gand ebestel or zalver Jezuz Krist. 18 Lavared a reent deoh : « Da fin an amzeriou e vo goaperien, youlou disakr o ren anezo ». 19 Ar re-ze int ! Dizunaniez a lakeont, douarel eo o homzou, ar Spered n’ema ket ganto. 20 Med c’hwi, va mignoned, kreskit war ziazez ho feiz santel meurbed ; pedit ar Spered Santel, 21 chomit e karantez Doue ; lakit hoh esperañs er vuez peurbaduz, e trugarez Jezuz Krist on Aotrou. 22 Ar re a zo nehet ho-pet truez outo. 23 Saveteit anezo o tenna anezo euz an tan. Evid ar re all, bezit truez outo, med bezit aon, kasait beteg an dillad saotret gand o horv.

Bennoziou

24 D’an hini a hell ho mired da goueza, hag·ho telher dinamm dirag e hloar, el levenez, 25 d’an Doue n’eus nemetañ, or Zalver Jezuz Krist, gloar, brazder, galloud ha beli, araog an oll amzeriou, bremañ ha da viken. Amen.

Lizer Sant Jud | Pennad-kinnig | 1