Lizer Sant Jakez

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.


Pennad-kinnig

Sant Jakez, « breur an Aotrou », penn-rener doujet Iliz-vamm Jeruzalem, a gas al lizer-mañ d’e oll vreudeur Juzeo deuet d’ar feiz. Aliez e vezont heskinet. Sant Jakez a ali anezo da veza kaloneg, da veza laouen zoken. Poueza a ra dreist-oll war an doujañs a dleer d’ar beorien ha war an unaniez a zo etre ar feiz gwirion hag an oberou a drugarez. Erfin e houlenn ma teufe beleien an Iliz da zegas harp ha konfort d’ar glañvourien oh olevi anezo gand oleo sakr e ser pedi ganto.

 

Lizer Sant Jakez

Saludou

I. 1 Jakez, servicher Doue ha Jezuz Krist an Aotrou, d’an daouzeg meuriad a zo strewet dre ar bed a-bez, salud. 2 Degemerit gand eur joa vraz, va breudeur, an trubuillou a beb seurt a gouez warnoh, 3 o houzoud e zav pasiañted diwar ar pez a amprou ho feiz. 4 Med ra zeuio ho pasianted da veza oberiant en eun doare dispar, evid ma vezoh, c’hwi hoh-unan peurvad ha parfed, kuit a beb tech fall. 5 Ma ra ar furnez diouer da unan bennag ahanoh, ra houlenno anezi digand Doue, a ro puill d’an oll hag heb ober rebech ebed, hag e vo roet dezañ. 6 Ra houlenno a-vad gand feiz, heb douetañs ebed rag heñvel eo an hini e-neus douetañs ouz houl ar mor, hejet ha dihejet gand an avel. 7 An den-se, arabad eo dezañ kredi e roio an Aotrou tra-pe-dra 8 d’an hini a zo etre an daou, hedro en e oll oberou. 9 Ar breur a renk izel ra vo lorh ennañ da veza uhelleet ; 10 hag ar pinvidig da veza izelleet, rag tremen a raio evel bleuñ er prad ; 11 rag savet eo an heol, tomm eo an amzer, dizehet ar yeotenn, kouezet eo he bleunienn, kollet he-deus he gened. Evel-se ez ay ar pinvidig da fall en e venosiou.

12 Eüruz an neb e-neus da houzañv beza amprouet ; goude beza bet amprouet e resevo ar gurunenn a vuez prometet gand Doue d’ar re a gar anezañ. 13 Arabad eo da zen lavared, pa vez tentet : « Va zentadur a zeu din digand Doue ». Rag n’hell ket Doue beza tentet da ober an droug ha ne dent e-unan den ebed. 14 Peb hini a vez tentet gand e c’hoantegeziou e-unan a zo ouz e zacha hag o teseo anezañ. 15 Ar c’hoantegeziou, eur wech diwanet, a zeu ar pehed diwarno ha, deuet e amzer, ar pehed a zeu ar maro diwarnañ. 16 Na fazit ket war gement-se, breudeur ker : 17 peb gras a briz, peb provadenn peurvad a ziskenn euz an neñv, a-berz tad ar sklerijenn, n’eus ennañ na cheñchamant na teñvalijenn a zeufe diwar tro ar stered. 18 Eñ eo a zo fellet dezañ engehenti ahanom dre ar gomz a wirionez evid ma vefem, evel pa lavarfen, ar ouenn genta euz ar grouadurien. 19 Tud desket oh, breudeur ker, koulskoude, na vo den lezireg ebed evid beza mad da zelaou, med ra vo luguduz da gomz ha da gounnari. 20 Rag diwar kounnar ne zav ket justis Doue. 21 Setu perag, dieubet euz peb sklabez, euz peb fallagriez dreist muzul, degemerit gand douster ar gomz silet ennoh hag a zo gouest da zavetei ho puez.

22 Lakit ar gomz da dalvezoud, n’eo ket awalh he zelaou hebken, fazia a rafeh hoh unan. 23 Rag ma selaou unan bennag ar gomz heb lakaad anezi da dalvezoud eo heñvel ouz eun den o selled en eur melezour, ouz an dremm e-neus abaoe m’eo ganet. 24 Piz e-neus sellet, eet eo kuit ha raktal e-neus ankounac’heet euz a betra e-noa an êr. 25 An hini a-vad e-neus sellet a dost ouz eul lezenn peurvad, hini ar frankiz, hag e-neus poaniet ganti n’eo ket e-giz eur selaouer dievezieg, med e-giz eul labourer gand e labour, hennez a gavo eürusted gand e labour. 26 An hini a zoñj dezañ beza den a feiz ha ne zalh ket war e deod oh en em douella e-unan, a zo didalvez e feiz. 27 Eur relijion hlan ha dinamm dirag an Tad, setu amañ anezi : mond da weled an emzivaded hag an intañvezed en o dienez, en em ziwall diouz ar bed evid mired da veza sklabezet.

Beza a du gand ar re binvidig, a zo mond a-eneb al lezenn

II. 1 Va breudeur arabad eo e teufe ho toujañs evid den pe zen da boueza war ho feiz e Jezuz Krist, on Aotrou leun a hloar. 2 Lakit e teufe en ho touez eun den gantañ gwalinier aour, gwisket kran, hag ivez eur paour-kêz gwisket truilleg. 3 Ma teu deoh teurel evez ouz an den gwisket kran, ha lavared dezañ : « Te, azez er plas brao-mañ », ha ma lavarez d’ar paour : « Te, kee du-ze en da zav », pe, « azez e harz va skabell », 4 daoust ha n’ho-pije ket lakeet kemm etrezo, daoust ha ne vijeh ket deuet da varn en eun doare fallagr ? 5 Selaouit, va breudeur ker, daoust ha n’eo ket Doue eo e-neus dibabet ar re a zo paour hervez ar bed, evid beza pinvidig hervez ar feiz hag heritourien ar Rouantelez e-noa prometet d’ar re a gar anezañ ? 6 Med c’hwi ho-peus dismeganset ar paour ; daoust ha n’eo ket ar re binvidig a zo o vresa ahanoh hag int-i ivez ouz ho kas dirag al lezvarniou. 7 Ha n’eo ket int-i a daol brud fall war an ano kaer a zougit ? 8 Moarvard, ma virit al lezenn roueel hervez ar pez a zo skrivet : kared a ri da nesa eveldout da unan, e ri mad. 9 Med ma rit gwelloh da lod eged da lod all, e rit eur pehed hag al lezenn a damall ahanoh da veza torret anezi. 10 Rag beza fidel d’al lezenn a-bez, ha streboti war eur poent hebken a ra beza kabluz a beb tra. 11 Rag an hini e-neus lavaret : « na ri ket avoultriez », e-neus lavaret ivez : « na lazi ket, ha ma teuez da ober avoultriez, da ober eun torfed, e torrez al lezenn ». 12 Komzit ha grit evel tud galvet da veza barnet hervez lezenn ar frankiz. 13 Rag didruez eo ar varnedigez evid ar re n’o-deus ket bet a druez. An druez n’he-deus ket aon rag ar varnedigez.

14 Petra dalvez d’an den, va breudeur, lavared e-neus feiz, ma n’e-neus ket an oberou. Daoust hag ar feiz a hello e zalvi ? Lakom e vefe unan bennag euz or breudeur pe or c’hoarezed ha n’e-nefe ket peadra d’en em wiska, ha netra da zebri bemdez : ma lavarfe dezo unan bennag ahanoh : « it e peoh da domma, torrit ho naon », heb rei dezo peadra da jom beo, da betra e talvfe kement-se ? 17 Evel-se ivez ema kont gand ar feiz ma ne zeu ket oberou diwarni eo maro enni heh unan. 18 Med unan bennag a lavaro : « feiz az-peus, ha me oberou ; diskouez din da feiz heb an oberou ha me a ziskouezo dit va feiz dre va oberou ».

19 Kredi a rez ez eus eun Doue hebken, mad a rez ; an droug-sperejou a gred kemend all hag e krenont. 20 Paour kêz den, c’hoant az-peus gouzoud eo diefed ar feiz heb an oberou ? 21 Abraham, on tad, daoust ha n’eo ket dre an oberou eo bet justizet evid beza lakeet e vab Izaag war an aoter. 22 Gweled a rez aze e laboure a-unan ar feiz gand an oberou, ha dre an oberou e oe peurhreet ar feiz, 23 ha deuet da wir ar pez a lavar ar skritur : Abraham e-noe feiz e Doue, ha kement-se a oe kontet d’ezañ da justis hag e resevas an ano a vignon da Zoue. 24 Gweled a rit, n’eo ket diwar ar feiz hebken eo justizet an den med ivez diwar an oberou. 25 Kenkoulz all evid Rahab, ar zerh, daoust ha n’eo ket deuet dezi ar justizadeg diwar an oberou, evid beza degemeret ar gannaded ha greet dezo mond kuit dre eun hent all ? 26 Gwir eo, evel m’eo maro ar horv heb an ene, eo maro an feiz heb an oberou.

C’hwi, kelennerien, dalhit war ho teod

III. 1 N’it ket oll da gelenn, va breudeur, c’hwi a oar pegen rust e vo evidom ar varnedigez ; 2 ken aliez e teu deom fazia. Eun den ma ne fazi ket en e gomzou a zo parfed, gouest da lakaad ar brid war e gorv a-bez. 3 Ma lakom ar westenn e genou ar hezeg, evid o lakaad da zenti ouzom, e renom ivez ar horv a-bez ; 4 gwelit ivez al listri, pegen braz bennag e vefent, ha pegen kreñv e vefe an avel o poulza anezo, eur sturig bian a zo awalh evid ren anezo d’al leh ma fell d’ar sturier mond. 5 Evel-se ivez eun ezel dister eo an teod, fougeal a ra gand an traou braz a ra. Gwelit eun tanig a zo awalh evid entana eur hoad braz. 6 An teod a zo ivez eun tan, eur bed a fallentez eo. An teod a zo unan euz on izili, eñ hag a gontamm ar horv a-bez, entana a ra kelhiad ar bed krouet a zo ivez entanet gand ar gehenn. 7 N’eus rummad ebed, pe a loened gouez, pe a laboused, pe a loened stlej ha pesked, ha ne zeufe a-benn an dud da zoñvaad anezo. 8 An teod avad ne hell den e zoñvaad : gwalenn liez-doare, leun a vilim marvuz. 9 Gantañ e trugarekaom an Aotrou ha Tad, gantañ e vallozom war an dud bet greet hervez an heñveledigez euz a Zoue. 10 Euz ar memez genou e teu bennoz ha malloz ; va breudeur, ne dle ket beza kont evel-se. 11 Daoust hag an eienenn a daol, dre ar memez toull, an dour dous hag an dour c’hwero ? 12 Eur fiezenn, daoust ha e hello rei olivez, pe eur winienn rei fiez ? Eun eienenn dour zall ne hell ket rei dour dous. Piou a zo fur ha gouizieg en ho touez ? Ra ziskouezo dre e vuez reizet mad ema ar furnez oh ober dezañ beza hegarad.

Furnez euz an douar, ha furnez euz an neñv

14 Med ma ’z eo beuzet ho kalon a warizi c’hwero, hag ho spered a dabut, arabad deoh fougeal, n’it ket da noazoud d’ar wirionez gand ho kevier. 15 Ar furnez-se ne zeu ket euz an neh, douarel eo, loeneg ha diaouleg. 16 Rag diwar warizi ha tabut e sav dizurz ha droug a beb seurt. 17 Med ar furnez a zeu euz an neh a zo glan da genta, habask goudeze, divlam, êz beva ganti, leun a drugarez hag a frouez mad, n’eo ket aheurtet a-eneb den leal eo gand an oll. 18 Frouez ar justis a zo hadet er peoh evid ar re a ra eul labour a beoh.

Mignon d’ar bed, enebour da Zoue

IV. 1 A-beleh e sav brezeliou, a-beleh e sav stourmajou en ho-touez ? Daoust ha n’eo ket euz ho plijaduriou o virvi en ho kalonou ? 2 C’hoantaad a rit ha n’ho-peus ket ho c’hoant, muntrer oh hag aviuz, ha n’helloh ket dond a-benn da gaoud netra. Stourm a rit hag en em ganna. N’ho pevez ket, rag ma ne houlennit ket. 3 Goulenn a rit ha ne resevit ket, rag ho koulennou ne glaskont netra muioh eged gelloud dispign en ho plijaduriou. 4 Avoultrèrèzed ! Ha n’ouzoh c’hwi ket eo ar garantez evid ar bed enebiez ouz Doue ? An hini a fell dezañ beza mignon d’ar bed a zeu da veza enebour da Zoue. 5 Pe, soñjal a ra deoh eo en aner e lavar ar Skritur : beteg beza gwariziuz e fell da Zoue e vefe dezañ ar spered e-neus lakeet ennom. 6 Med braoh e ra evid diskouez e vadelez, setu perag e lavar ar Skritur : Doue a herz ouz an dud ourgouilluz, med troet mad eo ouz an dud izel a galon. 7 Sujit eta da Zoue, med dalhit penn d’an droug-spered, hag e teho diouzoh. 8 Tostait ouz Doue hag eñ a dostaio ouzoh. Gwalhit ho taouarn, peherien ; ha glannait ho kalonou, tud etre an daou. 9 Anzavit ar reuzeudig ma ’z oh, grit kañv, skuillit daerou, ra zeuio ho c’hoarz da drei e kañv, ho levenez e tristidigez. 10 En em izellait dirag Doue, eñ hoh uhellaio.

11 Na zrougprezegit ket an eil a-eneb egile. An hini a zrougprezeg eur breur a zrougprezeg eul lezenn hag a varn eul lezenn. 12 Unan hebken a zo lezenner ha barner, an hini a hell salvi ha kas da goll. Piou out te hag a varn an nesa ? 13 Neuze ’ta c’hwi hag a lavar : « Hirio – pe warhoaz – ez aim d’ar gêr-mañ ’r gêr, epad bloaz e chomin eno, kenwerz a raim, arhant a hounezim ». 14 C’hwi ha n’ouzoh ket zoken petra a vo ho puez antronoz, rag eur vogedenn oh, a vez gwelet eur frappadig hag a vez steusiet goudeze. 15 E leh lavared : « Ma plij gand Doue e vevim hag e raim an dra-mañ pe an dra-ze ». 16 Fougeal a rit gand ho prabañsèrèz. Kement fougeèrèz evel-se a zo fall. 17 An neb a oar ober ar mad, ha n’he gra ket a ra eur pehed.

Siwaz deoh, tud pinvidig !

V. 1 C’hwi a-vad tud pinvidig, skuillit daerou, klemmit war ar gwaleuriou a zo o vond da goueza warnoh. 2 Brein eo ho pinvidigeziou ha preñvedet ho tillad ; 3 merglet hoh aour hag hoh arhant hag ar mergl anezo a damallo a-eneb deoh hag evel eun tan e tebro ho korv.

Madou ho-peus berniet en amzeriou diweza. 4 Gwelit gopr al labourerien o-deus greet an eost er parkeier, dalhet ho-peus anezañ ganeoh, youhal a ra, ha klemmou an eosterien a zo savet beteg skouarn an Aotrou Sabaod. 5 Bevet ho-peus war an douar e-kreiz an dudi hag ar plijaduriou, ho kwalh ho-peus bet da zeiz al lazadeg. 6 Kondaonet ho-peus, lazet ho-peus an hini just ; ne herz ket ouzoh. 7 Ho-pet eta pasianted, va breudeur, beteg donedigez an Aotrou, gwelit al labourer-douar : gortoz a ra gand pasianted war gement-se, ken n’e-no dastumet frouez ar ouenn a abred hag ar ouenn ziwezad. 8 C’hwi ivez, ho pet pasiañted, startait ho kalonou rag tost ema donedigez ar Zalver.

9 Arabad eo deoh klemm an eil a-eneb egile, gand aon da veza barnet ; gwelit ar barner a zo e toull an nor. 10 Evid kaoud kalon da houzañv ha pasianted, kemerit skouer diwar ar brofeded, o-deus komzet en ano on Aotrou, rag eur galon domm ha truezuz eo an Aotrou. 11 Gweled a rit : Meuleudi a room d’ar re a oar delher mad. Klevet ho-peus ano euz pasianted Job ha gwelet mennad an Aotrou, rag eur galon dom ha truezuz eo an Aotrou. 12 Dreist peb tra, va breudeur arabad eo deoh toui, na dre an neñv, na dre an douar, na dre eun doare all bennag ; ra vo ya ho ya, ha nann ho nann, evid chom evel-se heb koueza dindan ar varnedigez.

13 Er boan ema unan bennag ahanoh ? Dezañ pedi. El levenez e vefe ? Dezañ kana salmou. 14 Klañv eo unan bennag ahanoh ? dezan gelver ar gozidi euz an iliz ar re-mañ a bedo evitañ, goude beza olevet anezañ en ano an Aotrou. 15 Ha pedenn ar feiz a zaveteio an hini klañv, ha m’e-neus pehejou war e goustiañs, ar pehejou a vo pardonet dezañ. 16 Kovesait eta ho pehejou an eil d’egile, pedit an eil evid egile, evid kaoud ar pare, rag levezon e-neus goulenn an den just. 17 Eliaz a oa eun den eveldom-ni, pedi c’hwek a reas evid na ne rafe ket a hlao war an douar, hag e-pad tri bloaz-hanter, glao ebed ne gouezas war an douar. 18 Pedi a reas adarre hag euz an neñv e kouezas glao hag an douar a zougas e frouez.

19 M’e-neus unan bennag ahanoh tehet pell diouz ar wirionez, ha ma vez degaset en dro, 20 red eo deoh gouzoud, an hini a zegas eur peher diwar an hent a gase anezañ da goll, a zaveteio dezañ e vuez hag a gaso da get eun niver braz a behejou.

Lizer Sant Jakez | Pennad-kinnig | 1 | 2 | 3 | 4 | 5