Lizer da Dit

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.


TIT.
Pennad-kinnig

Paol a garg Timote da renka peb tra e Iliz Efez ha Tit da ober kement all en Iliz savet e enez Kreta. Lavared a ra dezañ teurel evez mad pa vezo o tibaba presbiterien, beza kaloneg o stourm ouz ar fals-doktored. Degas a ra da zoñj e berr-gomzou er menoziou penna a dle ren ar gristenien en o buez.

Lizer da Dit

Saludou

I. 1 Paol servicher Doue, abostol Jezuz Krist, evid degas an dud dibabet gand Doue d’ar feiz ha da anaoudegez ar wirionez, a zo hervez an devosion evid Doue, 2 en esperañs da reseo ar vuez peurbaduz, prometet araog an oll gantvejou gand Doue, na lavar ket a hevier, 3 hag e-neus, d’an amzeriou merket, diskleriet e Gomz en eur gemennadurez bet fiziet ennon, hervez bolontez Doue or Zalver, 4 da Dit, gwir vab er feiz on-eus on daou, gras ha peoh a-berz Doue an Tad ha Jezuz or Zalver.

Urziadur an Iliz e enez Kreta

5 M’am-eus da lezet e enez Kreta, eo evid peur-reizia kement a jom da urzia, ha lakaad kozidi e peb leh evel m’am-eus gourhemennet dit. 6 Red eo, da beb hini anezo beza direbech, beza dimezet nemed eur wech hebken, kaoud bugale fidel, ha n’heller ket rebech dezo kaoud eur vuez diroll pe disent. 7 An episkob a dle beza direbech o veza m’eo merour da Zoue, ne dle ket beza dicheg na feulz, nag ever, nag emganner, na troet da glask gounidou mezuz. 8 Red eo dezañ beza mad da zegemered an dud, beza troet ouz ar mad, evezieg, just, santel, mestr warnañ e-unan, 9 stag mad ouz ar Gomz, din da veza kredet, hag a zo hervez ar gelennadurez. Evel-se e vo gouest da guzulia en eun doare reiz ha da ziarbenn ar re a vefe a-eneb.

Ar fals-doktored

10 Niveruz int, dreist-oll e kostezenn an dud amdrohet, ar re a zo disent glabouser ha toueller ; 11 red eo stanka dezo o genou ; freuz a lakont e famillou a-bez, o kelenn ar pez ne dleer ket evid eur gounid mezuz. 12 Unan anezo, o frofed dezo o-unan, e-neus lavaret : « Kretiz, n’eus nemed gevier anezo, loened droug, kovou teo ha dieguz ».

13 Gwir eo an testeni-se ; setu perag eo dit repren anezo rust ma vezo dibistig o feiz. 14 Arabad eo dezo heulia mojennou ar Juzevien, na reolennou tud hag a dro kein d’ar wirionez. 15 Glan eo peb tra evid an dud glan. Ar re a zo saotret a-vad ha difeiz, n’eus netra hlan evito, er hontrol eo, o spered hag o houstiañs a zo saotret. 16 Diskleria a reont eh anavezont Doue, med dre o oberou e tianavezont anezañ, 17 tud euzuz ha disuj ma ’z int ha dihalloud evid kement oberenn vad.

An dud en oad

II. 1 Te a-vad, komz hervez ar gelennadurez reiz. 2 An dud en oad, dezo beza fur et keñver an eva, tud a zoare, evezieg, stard er feiz, er garantez, er basiañted. 3 Ar merhed en oad, int-i, ivez dezo beva en eun doare hag a zere ouz tud santel : na troet da zroug-prezeg na da eva re, med dezo kelenn ar mad, 4 o teski evel-se d’ar gwragez yaouank kared o fried hag o bugale, 5 beza modest, glan, prederiet gand o ziegez, madelezuz, doujuz d’o fried, evid ma ne vo ket mallozet komz Doue.

Ar yaouankizou

6 Ar yaouankizou, ro ali dezo da veza fur e peb doare. 7 Te, da-unan, ra vo da vuez eur skouer a oberou mad, digemmesk da gelennadurez, reiz ha didamall da gomzou, 8 evid m’e-no mez, pa ne gavo an enebour netra da lavared diwar or penn.

Ar sklaved

9 Ar sklaved, dezo beza sentuz ouz o mistri e peb tra, plijoud dezo o chom heb o dislavared, 10 hag heb laerez netra diwarno dre guz. Ra vezint bepred feal meurbed, evid ma raint enor e peb tra da lezenn Doue Or Zalver.

Eur bobl hag a zo dezan

11 En em ziskouezet eo gras Doue er sklerijenn, evid silvidigez an oll dud. 12 Deski a ra deom trei kein d’ar vuez difeiz ha da c’hoantegeziou ar bed, evid beva, en amzer a-vremañ hervez ar furnez, ar justis hag an doujañs a Zoue, 13 o hortoz an eürusted a esperom ha donedigez leun a hloar on Doue braz ha Salver, Jezuz Krist. 14 E-unan e-neus en em roet evidom d’on dasprena a beb fallentez ha da hlannaad eur bobl dibabet da veza dezañ, eur bobl douget d’an oberou mad. 15 Evel-se eo dit komz, repren, gand oll-halloud. Arabad e vefe da zen disprijoud ahanout.

Deveriou an dud fidel

III. 1 Degas da Zoñj d’an oll e tleont suja da bennou-kêr, d’ar pennadureziou ; e tleont senti, beza prest evid peb oberenn vad. 2 Na lavar komz dismegansuz ebed da zen. Diwall ouz ar rendaelou, bez hegarad ha diskouez heb ehan douster e-keñver an oll. 3 Rag ni ivez a oa gwechall diskiant, disuj, diankad, sklav da beb seurt youlou ha plijaduriou, o veva er fallagriez, en avi, o tenna warnom kasoni, o vaga kasoni an eil ouz egile. 4 Hogen p’eo en em ziskouezet madelez Doue or Zalver, hag e garantez evid an dud, 5 e-neus or zaveteet n’eo ket en abeg da oberou mad on-nefe greet-ni, med hervez an drugarez, o walhi ahanom, evid genel a-nevez ha beza renevezet dre ar Spered Santel. 6 Ar Spered-se eo e-neus skuillet puill warnom dre Jezuz Krist Or Zalver, 7 evid ma teuim da veza, eur wech santelleet dre e hras, heritourien, hervez an Esperañs, d’ar vuez peurbaduz. 8 Din a fiziañz eo ar gomz-se, ha me a fell din e vefe frêz da desteni war ar poent-se, evid ma poanio ar re oll o-deus lakeet o feiz e Doue da veza gand ar re genta war dachenn an oberou mad. Setu aze hag a zo kaer ha talvouduz evid an dud. 9 Med an enklaskou diboell, an taolennou lignez, an tabutou, an daeladuriou diwar-benn al Lezenn, diwall outo rag ma ’z int didalvez ha goullo.

10 An hini a ra an dibab e-touez ar gwirioneziou, kas anezañ diwar da dro goude beza e genteliet eur wech pe ziou. 11 Goûd a rez, eur seurt den a zo war an hent fall, eur peher eo, oh en em gondaoni e-unan. 12 P’am-bo kaset dit Artemas pe Tichik, klask an tu da zond davedon, da Nikopolis, rag greet am-eus va zoñj da dremen ar goañv eno. 13 Evesa mad ouz beaj Zenas, an den a lezenn, hag Apollos, ma ne ray netra diouer dezo. 14 On tud-ni ivez a dle deski beza gand ar re wella gand an oberou mad, evid sikour ar re o defe kalz ezomm ! Evel-se ne vezint ket difrouez. 15 Da zaludi a ra ar re oll a zo ganin. Salud ivez ar re a gar ahanom er feiz. Ra vo ar hras ganeoh oll.

Lizer da Dit | Pennad-kinnig | 1 | 2 | 3