Lizer d’ar Holosianed

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.


KOLOSIANED.
Pennad-kinnig

 En Azia-Izella, e Kolos dreist-oll, Juzevien ha payaned a veze dalhmad tabut ganto diwarbenn ar sperejou, ar « halloudegeziou euz an neñv », an êlez hag ar pouez o-devoa war blanedenn an dud ha war mister ar zilvidigez da dizoud. Paol a zegas da zoñj d’ar gristenien eo ar Hrist, e kement ha m’eo krouer hag Aotrou, adsavet da veo, a ren ar bed, a ro lusk d’an Iliz hag a ro buez da beb hini euz e izili. Eñ eo a dle peb kristen kemer skouer diwarnañ.

 

Lizer d’ar Golosianed

 

Saludou

I. 1 Paol, abostol Jezuz Krist, dre volontez Doue hag ar breur Timote, 2 d’ar zent a zo e Kolos, breudeur fidel er Hrist, gras ha peoh a-berz Doue on Tad. 3 Trugarekaad a reom Doue, Tad Or Zalver Jezuz Krist, o pedi anezañ heb ehan evidoh, 4 rag, klevet on-eus aber ano euz ho feiz e Jezuz Krist, hag euz ho karantez evid an all zent, 5 en abeg d’an esperañs a zo ouz ho kortoz en neñvou, an esperañs-se a zo bet embannet deoh dre gomz ar wirionez, an Aviel 6 a zo erruet beteg ennoh ; evel ma toug frouez ha ma kresk dre ar bed a-bez, evel-se ivez e ra en ho touez, abaoe an deiz m’ho-peus klevet hag anavezet e gwirionez gras Doue, 7 hervez ar gelennadurez roet deoh gand Epafras, or mignon hag or hompagnun er zervich ; eñ, hag a zo ministr fidel er Hrist en on leh, 8 e-neus displeget deom euz peseurt karantez oh karget gand ar Spered.

Ar bedenn evid an Iliz

9 Setu perag, ni ivez diouz on tu, azaleg an deiz m’on-eus klevet kement-se, ne ehanom ket da bedi evidoh. Goulenn a reom digand Doue ma vefeh peur-anaoudeg euz e volontez, leun a furnez hag a skiant speredel, 10 ma renfeh eur vuez din euz an Aotrou, o klask plijoud dezañ e peb tra ; c’hwi a reno neuze eur vuez troet d’ar mad ha frouezuz e peb doare hag a gresko dre an anaoudegez a Zoue. 11 Kennerzet e vezoh, e peb doare, dre nerz e hloar ha douget evel-se da houzañv ha da zelher mad e peb doare.

Kan ar Hrist Mestr ar bed

12 Gand levenez, trugarekait an Tad e-neus ho lakeet gouest da gaoud perz e lod ar zent er sklerijenn. 13 On diframmet e-neus euz galloud an deñvalijenn hag on degaset e rouantelez e vab karet, 14 ennañ on-eus an daspren, ar pardon euz ar pehejou, 15 eñ eo ar skeudenn euz an Doue na weler ket, ar henta ganet euz an oll grouadurien, 16 rag ennañ eo bet krouet peb tra, en neñv ha war an douar, an traou a weler hag an traou na weler ket : troniou, aotroneziou, beliou, galloudegeziou. Drezan hag evitañ eo krouet peb tra. 17 Eñ, a zo anezañ araog peb tra hag ennañ eo e kendalh peb tra da veza. 18 Eñ eo ar penn euz ar horv m’eo an Iliz. Ar penn kenta eo, ar henta ganet a-douez ar re varo, evid kaoud ar renk kenta e peb tra, 19 rag plijet eo gand Doue lakaad da jom ennañ al leunder a-bez, ha lakaad d’en em gleved drezañ hag evitañ an oll draou war an douar hag en neñv, o veza lakeet ar peoh dre ar gwad euz ar groat. 21 Ha c’hwi hag a oa gwechall tud estren hag enebourien dre ho kalon troet d’an oberou fall ; 22 setu m’e-neus bremañ Doue hoh adunvaniet e korv-den e Vab, dre e varo evid ma teufeh da veza dirazañ santel, direbech ha didamall. 23 Med red eo e talfeh mort ha stard er feiz heb lezel da veza distaget diouz esperañs an Aviel, ho-peus klevet hag a zo bet embannet d’an oll grouadurien a zo dindan an neñvou, ha degouezet eo din-me, dond da vez a ar ministr euz an esperañs-se.

 Stourmad an abostol

24 Er poaniou a houzañvan evidoh e kavan bremañ va levenez, hag ar pez a jom da houzañv evid peurleunia trubuillou Jezuz Krist, eo a zougan em horv va-unan evid e gorv dezañ, da lavared eo an Iliz. 25 Anezi on deuet da veza ar ministr, dre ar garg e-neus fiziet ennon en ho keñver : peurembann penn-da-benn Komz Doue : 26 ar mister dalhet kuz beteg henn, a hed-a-hed ar hanvejou, ha bremañ diskleriet d’ar zent, 27 fellet eo dezañ rei da anaoud dezo peseurt teñzor a hloar eo ar mister-se e keñver ar bayaned, ar Hrist en ho touez, an esperañs euz ar hloar. 28 Eñ eo a embannom o kuzulia peb hini, o kelenn peb hini, e peb furnez evid degas peb hini d’ar zantelez er Hrist. 29 Evid kement-se e poanian, o stourm gand e nerz dezañ a zo e labour gallouduz ennom.

II. 1 Rag felloud a ra din e oufeh pegent garo eo va stourmad evidoh, evid tud Laodise hag evid kement a re all ha n’o-deus morse va gwelet, me va-unan ; 2 me a fell din e vefe evel-se kennerzet o halon ha ma vefent unanet ken stard er garantez ma teufent evel-se da dizoud en e oll binvidigeziou leunder ar spered hag an anaoudegez euz mister Doue : ar Hrist, 3 a zo kuzet ennañ oll deñzoriou ar furnez hag ar skiant. 4 Kement-se a lavaran evid mired na zeufe den d’ho touella gand komzou flour. 5 Rag n’emaon ket ganeoh a gorv, gwir eo, med a spered emaon ganeoh, laouen ouz ho kweled fidel d’ho karg ha stard en ho feiz e Jezuz Krist.

Peb tra en Aotrou Krist

6 Kendalhit eta gand hoh hent en Aotrou Krist, evel m’ho-peus resevet anezañ. 7 Bezit gwriziennet ha fountet ennañ, starteet evel-se er feiz evel m’eo bet kelennet deoh, ha leun-barr a anaoudegez vad. 8 Diwallit na zeufe den d’ho lakaad da fazia dre brederiouriez a zo eun douellèrèz goullo, hervez envor pobleg an dud, hervez galloudegeziou ar bed ha n’eo mui hervez ar Hrist. 9 Rag ennañ ema o chom e doare eur horv, oll leunder an doueelez. 10 Ha c’hwi ho-peus bet dreist ho kwalh gantañ, eñ hag a zo ar penn euz peb beli ha peb galloud.

11 Ennañ oh bet amdrohet, eun amdroh ha n’e-neus ket bet dorn an den perz ebed ennan, hag e-neus tennet diwarnoh ho korv-natur, setu aze amdroh ar Hrist ; 12 lakeet er bez a-unan gantañ d’ar Vadeziant, ennañ ivez ez oh bet adsavet a-douez ar re varo. 13 Ha c’hwi hag a oa maro ablamour d’o pehejou ha d’an diamdroh ma ’z oa ho korv, Doue e-neus roet buez deoh a-unan gantan : pardonet e-neus deom on oll behejou  ; 14 freuzet e-neus al lizer-dle a yee a-eneb deom gand e hourhemennou ha tennet e-neus anezan kuit, ha staget anezañ ouz ar groaz. 15 Diberhennet e-neus an Arheleziou hag ar hallouduziou ha diskouezet e-neus anezo da hoapèrèz an dud o stleja anezo gantañ e kerzadenn a enor ar groaz.

16 Neuze eta, arabad da zen barn ahanoh diwar-benn boued pe evach, diwarbenn eur gouel, pe al loar nevez, pe ar zabad ; n’eo kement-se nemed eur skeudenn euz ar pez a oa da zond, med ar wirionez a zeu euz ar Hrist. 18 Na lezit ket laerez an treh diganeoh gand tud en em blij e devosionou, e servich an êlez, a vev gand gweledigeziou hag o spered danvezel a ra dezo beza c’hwezet gand sorhennou. 19 Ne jomont ket unanet gand ar penn a denn anezañ ar horv a-bez, unanet gand e goublou hag e stagellou, ar hresk a ro Doue dezañ.

Frankiz an dud badezet

20 Peogwir ez oh marvet gand ar Hrist da draou ar bed, perag plega da reolennou evel pa vefeh c’hoaz o veva er bed : arabad kemered, arabad tañva, arabad touch... ! 22 Ha kement-se evid traou hag a ya da netra dre ma vezont implijet ! Setu ar gourhemennou ha kelennaduriou an dud. 23 Kaer o-deus kaoud eun doare a fumez, o relijion dezo o-unan o devosion hag o ferz da ziouered n’o-deus talvoudegez ebed, n’int mad nemed da blijoud d’ar horv.

III. 1 Peogwir oh savet da veo a-unan gand ar Hrist, klaskit madou an neñv, el leh m’ema ar Hrist azezet en tu dehou da Zoue. 2 En neñv ema ar pal da dizoud ha n’eo ket war an douar, 3 rag c’hwi a zo maro hag ho puez a zo kuzet, a-unan gand ar Hrist, e Doue. 4 P’en em ziskouezo ar Hrist, ho puez, neuze c’hwi ivez a vo gwelet gantañ e kreiz e hloar. 5 Lakit eta da vervel ennoh ar pez a zo euz an douar : gadaliez, hudurnez, youlou direiz, c’hoantegeziou fall hag ar skrapèrèz a zo eun idolèrèz. 6 Diwar gement-se e teu kounnar Doue war an dud difeiz. 7 Setu aze penaoz e veveh gwechall. Kement-se oa ho puez. 8 Bremañ eta, deoh-hwi ivez en em zistroba a gement-se : kounnar, buanegez, falloni, kunujennou, komzou louz deuet diwar ho muzellou. 9 Gaou ebed mui kenetrezoh, rag taolet ho-peus kuit diouzoh ho toareou koz da veva, 10 evid kemer doareou nevez an den renevezet e anaoudegez ar skeudenn euz e grouer.

11 N’eus aze mui Gresian ha Juzeo, amdrohet ha diamdrohet, barbared ha Sited, sklaved ha tud frank, n’eus nemed ar Hrist, a zo peb tra e peb hini. 12 Peogwir oh tud dibabet, santelleet, ha karet gand Doue, bezit eta truezuz, madelezuz, izel ha tener a galon, pasiañt. 13 En em houzañvit ha m’e-neus hini pe hini da glemm euz unan all bennag, pardonit an eil d’egile evel m’e-neus an Aotrou pardonet deoh grit ivez kemend-all. 14 Ha dreist peb tra lakit ennoh ar garantez, setu aze al liamm parfed. 15 Peoh or Zalver da ren en ho kalonou, d’ar peoh-se ez oh bet oll galvet en eur horv hebken, bezit leun a drugarez. 16 Ra vo komz ar Hrist o chom en ho touez gand e oll binvidigez, kentelit ha kuzulit an eil egile gand kalz a fumez. Kanit da Zoue en ho kalon hoh anaoudegez vad gand salmou, himnou ha kantikou speredel. 17 Ha kement a hellit lavared pe ober ra vo bepred en ano an Aotrou Jezuz, o trugarekaad drezañ Doue an Tad.

18 C’hwi gwragez, bezit doujuz d’ho priejou evel m’eo deread en Aotrou. 19 C’hwi gwazed, karit ho kwragez, na hegasit ket anezo. C’hwi bugale, sentit e peb tra ouz ho tud kement-se a zo plijuz d’an Aotrou. 21 Kerent, arabad eo deoh hegasi ho pugale gand aon na zeufent da fallgaloni. 22 C’hwi, sklaved sentit e peb tra ouz ho mistri euz an douar-man, servichit anezo, n’eo ket ablamour m’emaer war evez ahanoh, evel ma klaksfeh plijoud d’an dud, med gand eur galon zidro, o touja d’an Aotrou. 23 Ho labour, n’eus forz pehini e vefe, grit anezañ a galon vad, evel pa vefe evid an Aotrou, ha n’eo ket evid an dud ; 24 o houzoud ho-pezo digand an Aotrou an hêrez da hobr. Ar mestr eo ar Hrist, o servicha anezañ emaoh. 25 An hini a zo disleal a vo paeet hervez e zislealded. Ne vez ket greet diouz dremm an dud.

 Aliou da beb hini

IV. 1 Mistri bezit just ha leal e keñver ho sklaved, o houzoud ho-peus c’hwi eur mestr en neñvou. 2 Kendalhit gand ar bedenn, chomit war evez, o trugarekaad. 3 War ar memez tro, pedit ivez evidom-ni, ma teuio Doue da zigeri eun nor evid or prezegèrèz, ma ’h embannin mister ar Hrist – m’emaom er prizon ablamour dezañ – ma ’h embannin anezañ evel m’eo red din henn ober. 5 Grit evid ar gwella evito an darempredou gand an dud digristen. 6 Ra vo ho komzou bepred hegarad, ha morse trenk, mad da respont da beb hini evel ma tere. 7 Kement tra diwar va fenn a vo kemennet deoh gand Tichik, ar breur karet, ar ministr leal, va hompagnun e servich an Aotrou. 8 E gaset am-eus deoh a-ratoz-kaer, evid rei deoh kelou ahanon ha kennerza ho kalon. 9 Onezim, ar breur fidel ha karet meurbed, a yelo gantañ. Unan ahanoh eo, kement a dremen aman a roio deoh da anaoud.

10 Ho saludi a ra Aristark, a zo er prizon asamblez ganin hag ivez Mark, kenderv Barnabaz ; resevet ho-peus kemennadurez diwar e benn : ma teu davedoh, grit degemer vad dezañ. 11 Ho saludi a ra ivez Jezuz, an hini a anver Justus. N’eus nemeto e-touez ar Juzevien, o labourad ganin, evid rouantelez Doue. Eur frealzidigez int bet evidon. 12 Epafras, ho kenvroad ho salud ivez. Ar zervicher-se da Jezuz Krist ne ehan ket da stourm evidoh dre ar bedenn, evid ma talhfeh da veza parfed ha da zenti penn-da-benn ouz peb bolontez Doue.

13 An testeni-man a roan dezañ : kalz a boan a gemer evidoh, evid tud Laodise, ha Seropolis. 14 Ho saludi a ra Lukaz, or mignon ar medesin, hag ivez Demas.

15 Saludit ar vreudeur euz Laodise, ha ivez Nimfa, hag an Iliz en em vod en e di 16 Pa vo bet lennet al lizer ganeoh, grit ma vo lennet ivez e Iliz Laodise. 17 Lavarit da Arkip : taol evez ouz ar ministrèrèz az-peus resevet en Aotrou evid henn ober penn-da-benn.

18 Ar zalud a zo skrivet gand va dorn va-unan. Dalhit soñj euz va jadennou. Ar hras ra vo ganeoh.

 

Lizer d’ar Holosianed | Pennad-kinnig | 1 | 2 | 3 | 4