Kenta lizer sant Pèr

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.


PER I.
Pennad-kinnig

Euz a Rom moarvad ha nebeud amzer araog e varo eo e skriv Pèr da gristenien Azia-Izella, heskinet d’ar mare-se. Goulenn a ra diganto trugarekaad Doue da veza roet dezo eur vuez nevez dre ar feiz hag ar vadeziant ha da veza o galvet da reseo hêrez an neñv, an hêrez-se ha n’eo an heskièrèz nemed ar bromesa anezañ.

Displega a ra dezo ar menoziou brasa euz kelennadurez an Ebestel ; alia anezo da ren eur vuez kristen, santel penn-da-benn ha da ziwall ouz ar fals-kredennou.

 

Kenta lizer sant Pèr

Saludou ha trugarez

I. 1 Pèr, abostol Jezuz Krist, d’an dud dibabet a zo, evid eur pennad, o veva evel tud estren en Diaspora, er Pont, er Galatia, er Hapadosia, en Azia hag er Bitinia, 2 dibabet hervez menoz Doue an Tad dre ar zantelez a zeu euz ar Spered evid senti ouz Jezuz Krist ha kaoud perz er grasou sparfet warnañ gand e wad ; ra zeuio a-fonn deoh ar hras hag ar peoh. 3 Bennoz da Zoue, Tad an Aotrou Jezuz Krist ; en e drugarez vraz e-neus or ganet a-nevez dre adsao Or Zalver Jezuz Krist a-douez ar re varo, evid eun esperañs veo ; 4 evid eun hêrez ha ne hell na breina, na beza saotret, na beza gweñvet, eun hêrez miret evidoh en neñvou. 5 C’hwi a zo diwallet gand galloud Doue dre ar feiz evid ar zilvidigez a zo prest da veza diskouezet da fin an amzeriou. 6 O soñjal e kement-se e tridit gand al levenez, daoust m’eo red deoh c’hoaz, e-pad eun nebeud amzer, beza glaharet gand trubuillou a beb seurt, 7 evid ma teuio an dalvoudegez amprouet euz ho feiz – kalz priziusoh eged an aour a ya da fall hag a vez koulskoude amprouet dre an tan – da zegas meuleudi, gloar hag enor p’en em ziskouezo Jezuz Krist.

8 Eñ, hag a garit heb beza e welet, eñ hag a gredit ennañ heb e weled bremañ c’hoaz. 9 Tridal a rit gand eul levenez vraz meurbed, o veza gounezet ar zilvidigez evid hoh eneou da briz euz ho feiz. 10 Ar zilvidigez-se, ar brofeded o-deus enklasket hag enklasket piz, ha profedet diwarbenn ar hras a dle beza roet deoh. 11 Klask a reent gouzoud e pe-seurt amzer hag e pe-seurt degouez e ree ano anezo Spered ar Hrist a oa enno hag a verke en araog peseurt poaniou e-nefe ar Hrist da houzañv hag ar hloar a zeufe da heul.

Beva en eun doare santel

12 Roet e oe dezo da anaoud, n’oa ket evito, med evidoh-c’hwi, evid ar gemennadurez-se o-deus bremañ prezegerien an Aviel embannet deoh dre ar Spered Santel degaset euz an neñv, eur gemennadurez o-deus c’hoant an êlez sellet outi. 13 Setu perag bezit prest a spered evid ar zervich ; bezit war evez ha lakit hoh oll esperañs er hras a dle beza roet p’en em ziskouezo Jezuz Krist. 14 Evel bugale zentus na vevit mui hervez ar youlou a-wechall, pa oah diouizieg. 15 Med evel m’eo santel an hini e-neus ho kalvet, c’hwi ivez bezit santel en hoh oll doareou-beva. 16 Rag skrivet eo : bezit santel, rag me a zo santel.

17 Ha ma roit an ano a Dad d’an hini a varn peb hini hervez e oberou, heb ober gwelloh da hini pe hini, bevit en doujañs e-pad amzer hoh harlu, 18 oh ouzoud n’eo ket gand traou a ya da get : arhant pe aour, eo ez oh bet frankizet euz eun doare beva didalvez deuet deoh da hêrez digand ho tadou, 19 med gand eur gwad priziuz, hini eun oan disi ha dinamm, gwad ar Hrist, 20 a zo bet dibabet araog krouidigez ar bed, ha roet deoh da anaoud splann en amzeriou diweza, ablamour deoh. 21 Drezañ e kredit e Doue, e-neus e zavet a-douez ar re varo, ha roet dezañ gloar e doare ma kav ho feiz hag hoh esperañs harp e Doue. 22 Glanneet ho-peus hoh eneou o senti ouz ar wirionez evid beva er garantez a vreur heb pilpouzèrèz. En em garit an eil egile heb fallgaloni, gand eur galon hlan.

23 C’hwi hag a zo bet engehentet endro n’eo ket diwar eun hadenn vreinuz, med diwar gomz beo ha peurbaduz an Aotrou Doue ; 24 rag heñvel ouz ar yeotenn eo ar horv, heñvel ouz bleunienn ar yeotenn eo e hloar ; ar yeotenn a zizeh hag he bleunienn a gouez ; 25 med padout a ra da viken Komz an Aotrou. Hogen ar Gomz-se eo an Aviel a zo bet embannet deoh.

Ar men beo

II. 1 Taolit eta pell diouzoh peb falloni, peb gwidre, peb seurt pilpouzèrèz, avi ha drouk-prezegèrèz. 2 Evel buga1e nevez-ganet, c’hoantait léz digemmesk ar wirionez, ma kreskoh drezañ evid ar zilvidigez 3 m’ho-peus tañveet madelez Doue. 4 O tostaad outañ, ar mên beo taolet a gostez gand an dud, med dibabet ha priziuz dirag Doue, 5 eo oh bet savet, c’hwi ivez evel mein beo da veza eun ti speredel evid ober ahanoh eur gumuniez santel a veleien, evid kinnig sakrifisou speredel, plijuz da Zoue dre Jezuz Krist. 6 Rag kavet e vez er Skritur : Setu ma lakan e Sion eur mên-korn euz an dibab, a briz braz, hag an neb a laka ennañ e fiziañs n’e-no ket a vez. 7 Deoh eta an dud a feiz, an enor ; evid an dud difeiz a-vad, ar mên taolet a-gostez gand ar zaverien a zo deuet da veza mên-korn, 8 med ivez eur mên skoill, eur roh hag a laka da goueza. Mond a reont da skei outi dre ma ne gredont ket er gomz ha kement-se eo a zo bet tonket deoh.

Beza servicherien da Zoue

9 Med c’hwi a zo ar ouenn zibabet, ar gumuniez santel a veleienn, ar vroad santel, ar bobl e-neus Doue perhennet evid embann burzudou an hini e-neus ho kalvet euz an deñvalijenn d’e sklerijenn estlammuz ; 10 c’hwi ha n’oah ket eur bobl, hag a zo bremañ pobl Doue, c’hwi ha n’ho-poa ket kavet a drugarez hag ho-peus bremañ kavet trugarez.

11 Va re muia-karet, me ho ped stard evel tremenidi ha tud estren d’en em vired ouz youlou fall ar horv, a ra brezel d’an ene. 12 Renit eur vuez vad e-touez ar bayaned, evid ma teufent, sklerijennet gand hoh oberou mad, da veuli Doue da zeiz e zonedigez war ar poent end-eeun ma tamallont ahanoh e gaou evel torfedourien. 13 Ablamour d’an Aotrou, doujit da gement urz savet gand an dud, pe d’ar Roue, e-giz an uhella rener, 14 pe d’ar houarnerien degaset gantañ evid kastiza an dorfedourien hag evid meuli an dud a ra ar mad.

15 Rag bolontez Doue eo e teufeh,oh ober ar mad, da lakaad da devel an dud dizesk ha diskiant. 16 Bevit evel tud frank heb lakaad ho frankiz evel eur ouel da guzad ho fallagriez, med bevit evel servicherien da Zoue. 17 Enorit an oll, karit ho preudeur, doujit da Zoue, enorit ar roue. 18 C’hwi servicherien, sujit gand ar vrasa doujañs d’ho mistri, n’eo ket hebken ouz ar re a zo mad ha jentil, med ivez ouz ar re a zo kintuz, 19 rag eur hras eo gouzañv, dre zoujañs evid Doue, poaniou hag a houzañver a-eneb peb gwir.

20 Evid gwir, peseurt gloar a zo o houzañv taoliou, m’ho-peus greet an droug ? Med ma houzañvit gand pasianted, goude beza greet ar mad, kement-se a zo eur hras dirag Doue. 21 Hogen, evid an dra-ze eo ez oh bet galvet, rag ar Hrist ivez e-neus gouzañvet evidoh, o lezel eur skouer ganeoh evid ma valefeh war e roudou, 22 eñ ha n’e-neus ket pehet ha n’eus bet en e henou gaou ebed, eñ, dismegañset ha ne zismegañse ket ; en e boaniou ne hourdrouze ket, med a lakee e fiziañs en Hini a varn gand lealded. 23 Eñ hag e-neus douget en e gorv e-unan, or pehejou war ar hoad, 24 evid ma varfem d’or pehejou ha ma vevfem evid ar justis ; eñ hag o-deus e houliou pareet ahanoh ; 25 rag dianket e oah, evel denved, med bremañ ez oh troet ouz ar pastor, diwaller hoh eneou.

Beza kristen e stad ar brieedelez

III. 1 Kenkoulz all c’hwi, ar gwragez, doujit d’ho pried, evel-se, ma ’zeus lod ha ne fell ket dezo kredi er Gomz, e vezint gounezet, heb ar gomz, gand buez o gwragez, 2 o weled ho puez glan ha leun a zoujañs. 3 -Ho kened n’eo ket en diavêz eo e tle beza : bleo plansonet, braoigou aour, dillad kran ; 4 med ra vezo he lufr kuzet er galon, kened divreinuz eur spered dous hag habask, setu ar pez e-neus priz braz dirag Doue. 5 Evel-se eo eh en em fiche gwechall ar merhed santel, a lakee o fiziañs e Doue, doujuz ma vezent d’o friejou. 6 Evel-se Sara a zente ouz Abraham, heh Aotrou a ree anezañ ; merhed dezi ez oh deuet da veza, oh ober ar mad hag o vired na zeufe aon ebed d’o touella.

Kement a zo red evid beva asamblez

7 Diouz ho tu, c’hwi ive, gwazed, er vuez a renit asamblez a ouezo eo kizidikoh ar merhed. Bezit doujañs evito rag koulz ha c’hwi o-deus perz er hras a ro ar vuez. Evel-se ne zeuio netra d’hoh hegasi en ho pedennou. 8 Erfin, c’hwi oll, en em glevit kenetrezoh, leun a drugarez, a garantez-vreur, a druez, a izelded. 9 Na rentit ket droug evid droug, dismegañs evid dismegañs, med bennigit, rag evid an dra-ze eo ez oh bet galvet, evid kaoud ar vennoz da hêrèz. Rag 10 « an hini a fell dezañ kared ar vuez ha gweled deiziou eüruz a dle mired e deod diouz an droug hag e vuzellou diouz ar komzou faoz ; 11 trei kein d’an droug hag ober ar mad, klask ar peoh ha kendelher ganti. 12 rag daoulagad an Aotrou a bar war an dud just, hag e skouarn a zo digor d’e bedenn, med dremm Doue a dro a-eneb ar re a ra an droug ».

Fizians e-kreiz an trubuillou

13 Ha piou a raio droug deoh ma kemerit preder gand ar mad ? 14 Gwelloh c’hoaz, m’ho pefe tro da houzañv evid ar justis, na c’hwi a zo eüruz ; n’ho-pet ket aon rag an dud, na vezit ket strafuillet. 15 Med bennigit ar Hrist an Aotrou en ho kalonou. Bezit prest atao da renta kont euz ho esperañs, med gand douster ha resped euz an esperañs a zo ennoh dirag kement hini her goulenn diganeoh ; 16 med kement-se gand eur goustiañs eeun, evid ma vo, war ar pez end-eeun a rebechont deoh e gaou goloet a vez ar re a gav abeg er vuez vad a renit en Aotrou Krist. 17 Med gwelloh eo gouzañv oh ober ar mad, mar deo bolontez Doue, eged oh ober an droug.

18 Rag ar Hrist ivez a zo maro eur wech evid ar pehejou, eñ, an hini dibeh, evid ar beherien, evid o hinnig da Zoue ; eñ, bet lakeet d’ar maro en e gorv, med rentet d’ar vuez dre ar Spered. 19 Neuze eo eet da brezeg d’an eneou dalhet er prizon zoken, 20 o-doa disentet gwechall pa gemere pasianted doue heh amzer, en deiziou Noe, pa edod oh ober an arh a oe saveteet enni eun nebeud a dud, seiz anezo, a-dreuz an dour. 21 Ar skeudenn e oa euz ar vadeziant a ra deoh bremañ beza salvet, n’eo ket o lemel sklabez ar horv, med o ouestla da Zoue eur goustiañs vad dre adsao Jezuz Krist, 22 a zo a zehou da Zoue, eet d’an neñv hag a zuj dezañ an êlez, ar briñzêleziou hag ar galloudegeziou.

Chench buez

IV. 1 Peogwir e-neus gouzañvet Jezuz Krist en e gorv, c’hwi ivez, kredit stard kement-mañ : an neb e-neus bet da houzañv en e gorv e-neus troet kein d’ar pehed, 2 evid beva an nemorant euz e vuez douarel, n’eo mui hervez youlou an dud, med hervez bolontez Doue. 3 Awalh eo a-vad beza greet en amzer dremenet, bolontez ar bayaned, o veva en dizurziou, er youlou fall, en dirollèrèz, an evadegou hag en azeulidigez mezuz ar fals-doueou ; 4 war gement-se e kavont iskiz ne redfeh mui ganto da glask an heveleb dirollèrèz a hadaliez, hag e tismegañsont ahanoh. 5 Med da renta kont o-dezo d’an hini a zo prest da varn ar re veo hag ar re varo.

6 Setu perag, gwir eo, eo bet embannet ar Helou Mad d’ar re varo zoken, evid ma vevfent hervez Doue dre ar Spered, int-i hag a zo barnet er horv hervez an dud. 7 Tost eo an termen evid peb tra ; bezit dalhmad e karantez an eil evid egile, rag ar garantez a zilam eun niver braz a behejou. 9 Roit heb klemm degemer an eil d’egile. 10 Ra zeuio peb hini hervez an donezon e-neus bet, d’en em lakaad an eil e servich egile, evel merourien vad gras Doue a zo dezi liesseurt a frouez. 11 Ma komz unan bennag, ra vo evid embann komzou Doue ; m’e-neus unan bennag eur zervich en e garg, ra zervicho gand an nerz a ro Doue evid ma vo, e peb tra, dre Jezuz Krist, rentet gloar da Zoue, eñ hag a zo dezañ gloar hag Aotroniez evid an oll gantvejou. Amen !

12 Va re muia-karet, arabad deoh beza souezet gand an tan-gwall bet elumet en ho touez evid amproui ahanoh evel ma vije aze eun dra divoaz. 13 Med e kement ha m’ho-peus perz e poaniou ar Hrist, bezit laouen evid beza er joa hag el levenez pa vezo diskouezet e hloar. 14 Ma vezit dismegañset ablamour da ano ar Hrist, eüruz oh c’hwi, rag ar Spered a hloar, Spered Doue a blav warnoh. 15 Arabad eo e-nefe hini ebed ahanoh da houzañv e-giz muntrer, laer, torfedour pe flatrer. 16 Mar deo e-giz kristen a-vad, arabad eo dezañ kaoud mez a gement-se, ra gano meuleudi da Zoue ablamour d’an ano-se.

17 Rag deuet eo ar mare ma vo digoret ar varnedigez dre zemeurañs Doue, ha ma stager ganeom-ni da genta, pe-seurt finvez e vo evid ar re na zentont ket ouz Aviel Doue. 18 Ha m’eo diêz d’an den just beza salvet, penaoz e vo kont gand an den difeiz, ar peher ? 19 Evel-se eta, ra zeuio ar re a houzañv hervez bolontez Doue da fizioud o eneou er Hrouer fidel, oh ober ar mad.

Kemered preder gand an dropell

V. 1 Alia a ran eta ar gozidi a zo en ho touez, me eur hoziad eveldo ha test euz poaniou ar Hrist, me hag am-eus perz er hloar a zo o vond da veza diskouezet : 2 evesait ouz tropell Doue fiziet ennoh, ouz e ren n’eo ket dre heg, med dre gaer, hervez Doue, n’eo ket gand eur volontez-gounid direiz, med a galon vad. 3 N’it ket da ober ho mestr war ar re a zo degouezet ganeoh da lod, med deuit da veza skouer an tropell ; 4 ha p’en em ziskouezo ar Pastor-meur, c’hwi a resevo ar gurunenn a hloar ha na zeu ket da weñvi. 5 Evel-se ivez, c’hwi yaouañkizou, sujit d’ar gozidi hag oll kenetrezoh, bezit izel a galon, rag « Doue a zalh penn d’an den lorhuz hag a ro e hras d’an den izel a galon ». 6 Bezit eta izel a galon dindan dorn gallouduz Doue, ma ’h uhellaio ahanoh pa zeuio ar mare 7 Dizammit warnañ hoh oll enkreziou, rag eñ e-unan a semer preder ganeoh. 8 Na vezit ket troet da eva, bezit war evez, hoh enebour, an diaoul, evel eul leon o yudal, a zo war ho tro o klask unan bennag da lonka. 9 Stourmit stard outañ dre ar feiz, o houzoud o-deus ho preudeur, strewet dre ar bed, da houzañv ar memez poaniou. 10 Doue an oll hrasou e-neus ho kalvet d’e hloar peurbadel er Hrist ; goude m’ho pezo bet da houzañv e-pad eun nebeud amzer hoh adasavo, eñ e-unan ; eñ ho startaio, ho kennerzo, a roio deoh beza divrall. 11 Dezañ an Aotroniez da virviken. Amen !

12 Skrivet am-eus deoh an nebeud geriou-mañ gand sikour Silvan a zo evidon eur breur feal, evid ho kennerza ha renta testeni deoh ez oh unanet e gwir hras Doue. 13 Kumuniez an dud dibabet a zo e babilon ho salud, hag ivez Mark va mab. 14 Roit ar zalud an eil d’egile dre eur pok a vreur. Peoh deoh-c’hwi oll a zo er Hrist.

Lizer kenta Sant Pèr | Pennad-kinnig | 1 | 2 | 3 | 4 | 5