Kenta lizer da Dimote

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.


TIMOTE I.
Pennad-kinnig

 Paol e-neus goulennet digand Timote, e genlabourer mad, chom e Efez evid teurel evez war an Iliz. Evez a dle teurel war doare-beva an oll gristenien : merhed, eskobed, diagoned, doktored hag, e kement ha ma ’z eo ministr ar Hrist, e tle divenn ha mired ar wir gelennadurez hag ivez rei ar skouer euz eur vuez santel.

 

Kenta lizer da Dimote

I. 1 Paol, abostol Jezuz Krist, hervez gourhemenn Doue or Zalver, ha Jezuz Krist, on esperañs, 2 da Dimote, va gwir vab er feiz, gras, trugarez, peoh a-berz Doue on Tad ha Jezuz Krist on Aotrou.

Ar fals doktored a eneb ar garantez

3 Evel m’am-eus kemennet dit pa edon o vond d’ar Makedonia, chom e Efez evid kemenn da lod chom heb embann eur gelennadurez all 4 ha heb kredi koñchennou, na taolennou-lignez didermen, kement-se a gas en-dro ar breutadeg kentoh eged n’eo menoz Doue, a zeu da wir dre ar feiz. 5 Ar gourhemenn-se a zo greet evid degas ar garantez a zeu euz eur galon hlan, eur goustians vad hag eur feiz wirion. 6 O tehoud diwar ar roudenn-se, darn a zo kouezet e glabousèrèz goullo 7 C’hoant o-deus beza doktored war al Lezenn, petra bennag ne ouzont ket nag ar pez a lavaront, nag ar pez a lakont stard beza gwir.

Perz gwirion al Lezenn

8 Ni a oar eo mad al Lezenn, ma kemerer anezi da Lezenn, 9 rag komprenom mad an dra-mañ : al Lezenn, n’eo ket greet evid an den just, med evid an dud disuj ha disent, difeiz ha peher, disakr ha dizoue, lazerien-o-zad, lazerien-o-mamm, muntrerien, 10 orgederien, saotrerien-paotred, trafikerien-sklaved, gaouiaded, falz-touerien, hag evid kement a zav a-eneb ar gemennadurez yah, 11 hervez Aviel a hloar an Doue eüruz a zo bet fiziet ennon. 12 Anaoudegez vad am-eus evid an Hini a roas din nerz Jezuz Krist an Aotrou, rag kavet e-neus ahanon din a fiziañs evid ar ministrèrèz, 13 me hag a oa ken troet da vallozi, da wallgas, ha da zismegansi. Med truez a zo bet ouzin, rag ne ouien ket petra reen, o veza ma ’z oan difeiz. 14 Med puill dreist eo bet evidon gras on Aotrou hag ivez ar feiz hag ar garantez a zo e Jezuz Krist. 15 Din a fiziañs eo ar gomz-mañ, ha mad da veza degemet mad gand an oll : « Jezuz Krist a zo deuet er bed evid savetei ar beherien, ha me ar henta anezo  ». 16 Med ma ’z eus bet truez, eo evid ma tiskouezfe Jezuz Krist ennon-me da genta e oll basianted, da skouer evid ar re a dlee kredi ennañ er gwel euz ar vuez peurbaduz. 17 Da Roue ar hantvejou, d’an Doue divarvel ha na vez ket gwelet, ha n’eus nemetañ, enor ha gloar evid an oll gantvejou.

18 Setu aze ar gemennadurez a fizian ennout Timote va mab, hervez ar brofediez displeget warnout gwechall, evid ma vezi kennerzet evel-se ha ma vo kaer da stourmad 19 gand feiz ha koustiañs vad ; dezi o-deus lod troet kein hag o feiz a zo bet kollet. 20 Himene hag Aleksandr a zo daou anezo. Da Zatan am-eus roet anezo, evid ma teskint chom heb blasfemi.

Ar bedenn a liderez

II. 1 Goulenn a ran eta dreist peb tra ma vo greet goulennou, pedennou, aspedennou, trugareziou evid an oll dud, 2 evid ar rouaned, ar re oll a zo e karg, ma hellim ren e peoh eur vuez sioul, din ha devod. 3 Setu ar pez a zo kaer ha plijuz da Zoue or Zalver, 4 eñ hag a fell dezañ e vefe salvet an oll dud ha ma teufent da anaoud ar wirionez, 5 rag n’eus nemed eun Doue, hag hanterour ivez ; unan hebken etre Doue hag an dud, eun den, Jezuz Krist, e-neus en em roet e-unan evid dasprena an oll. 6 Setu an testeni a zo bet diskleriet en e amzer ; 7 hag evid e skigna on bet lakeet da embanner ha da abostol – ar wirionez a lavaran ha n’eo ket gevier a zo ganin – da zoktor ar poblou payan er feiz hag er wirionez. 8 Me a fell din eta e pedfe ar wazed e peb leh, en eur zevel warzu an neñv daouarn santel heb kounnar na rendael. 9 Evid ar merhed, ra vezint gwisket en eun doare deread, dezo en em ficha gand elevez ha furnez, n’eo ket gand bleo rodellet na braoigou aour ha perbez, na dillajou a briz 10 med gand oberou mad evel ma tere da verhed gouestled d’an devosion. 11 E-pad ar brezegenn ar vaouez a dle chom sioul, doujuz. 12 Ar vaouez, ne aotrean ket anezi da brezeg na da ober he mestrez war ar gwaz. Ra jomo sioul 13 rag Adam a oe krouet da genta. Eva goudeze. 14 Ha n’eo ket Adam a oe touellet, med ar vaouez eo a oe touellet hag a zisentas. 15 Koulskoude, salvet e vezo o lakaad bugale er bed gand ma kendalho er feiz, er garantez hag er zantelez, gand reiz.

An eskobed

III. 1 Din a fiziañs eo ar gomz-mañ : an hini e-neus youl beza eskob a c’hoanta eur gaer a garg. 2 Red eo eta d’an eskob beza direbech, pried d’eur vaouez hebken. Arabad e vefe ever med habask, seven, mad da zegemer an estren ha da gelenn, 3 nag ever gwin, na tabuter, dous med pas rendaeler na troet gand an arhant, 4 mad ha houarn brao e diegez e-unan, ha da ober d’e vugale beza doujuz ha glan. 5 Rag ma vefe unan bennag ha na ouesfe ket gouarn e diegez e-unan, penaoz e teufe a-benn da houarn eun Iliz da Zoue. 6 Arabad e vefe eun den nevez badezet gand aon na vefe dallet gand an ourgouill ha kondaonet evel an diaoul. 7 Red eo ouspenn e-nefe istim a-berz an diavêzidi, evid ma ne gouezo ket en dismegañs ha ma ne gouezo ket e rouejou an diaoul.

An diagoned

8 Er memez doare, an diagoned a dle beza tud poelleg, didroidell en o homzou, na troet da eva gwin, na de glask gounidou mezuz. 9 Ra zalhint mister ar feiz, en eur goustiañs hlan. 10 Int-i ivez o-deus da veza amprouet, goudeze, ma n’eus netra da rebech dezo e raint gand o harg a ziagon. 11 Ar gwragez ivez a dle beza glan ; arabad eo dezo beza troet da deodata, na da lonka, med fidel e peb doare. 12 Ra vo an diagoned pried d’eur vaouez hebken ; dezo, da zevel mad o bugale ha da houarn o zi o-unan. 13 Rag ar re a ra mad o ministrèrèz a ziagon a hounid eur renk enoruz ha kalz a asur er feiz a zo e Jezuz Krist. 14 Kement-se a skrivan dit, oh esperoud mond da weled ahanout dizale. 15 Ha ma talefen e ouezi evel-se penaoz eo red ober e ti an Aotrou Doue a zo Iliz an Doue beo, peulvan ha skor ar wirionez. 16 A-dra-zur braz eo mister ar relijion. Diskouezet eo bet en eur horv-den ha justizet er Spered Santel, gwelet gand an êlez, embannet e-touez ar poblou payan, kredet er bed, dibradet er hloar.

Madelez kement a zo bet krouet gand Doue

IV. 1 Ar Spered hel lavar sklêr, en amzeriou diweza darn a droio kein d’ar feiz evid heulia sperejou touelluz ha kelennadureziou a-berz diaoulou, 2 diheñchet a vezint gand ar re a gont gevier dre guz, a zo merket gand eun houarn ruz en o houstiañs, 3 a zivenn dimezi, ha debri seurjou boued a zo, daoust m’e-neus Doue krouet anezo evid beza kemeret gand anaoudegez vad gand an dud fidel hag a anavez mad ar wirionez, hag a gemer anezo gand trugarez. 4 Rag kement tra e-neus krouet, a zo mad, ha ne dle ket beza taolet kuit, ma kemerer anezo en eur drugarekaad. 5 Rag santelleet eo dre gomz Doue hag ar bedenn.

6 O tisplega an oll draou-se d’ar vreudeur e vezi eun diagorn mad da Jezuz Krist, maget gand komzou ar feiz, hag ar gelennadurez gaer az-peus heuliet gand aked. 7 Ar marvaillou difeiz, konchou gwrahed koz, teh diouto, embreg da galon d’an devosion, 8 rag an embregerez korv ne dalvez ket da galz a dra, e leh an devosion a dalvez da beb tra, peogwir he-deus ar bromesa euz ar vuez a vremañ koulz hag euz ar vuez da zond.

9 Din a fiziañs eo ar Gom-se, ha mad da veza degemeret gand an oll. 10 Rag ma poaniom ha ma stourmon eo ablamour m’on-eus lakeet on esperañs en Doue beo, a zo salver an dud ha dreist oll an dud a feiz. 11 Se tu ar pez a dleez gourhemenn ha kelenn.

12 Arabad da nikun disprizoud da yaouankiz, bez a-vad eur skouer evid an dud fidel dre da gomz, da vuez reizet mad, da garantez, da feiz, da hlanded. 13 Da hortoz ma teuin, en em ro da lenn ar Skritur, da alia, da gelenn. 14 Na zilez ket ar hras a zo ennout hag a oe bet roet dit dre vertuz ar brofediez ha dre ar gozidi o-deus astennet o daouarn warnout. 15 Setu aze ar pez a dleez kemer preder ganto, ar pez a dleez kenderhel ganto, evid ma vo evel-se, anad d’an oll ar wellaenn a zo ennout. 16 Bez war evez warnout da-unan, ha war da gelennadurez. Dalh mad war gement-se. Oh ober evel-se, te da-unan a vo saveteet ha ganit ar re da zelaou.

Ar rummadou tud fidel

V. 1 Arabad eo dit gourdrouz an den koz, med kennerz anezañ evel eun tad, hag ar yaouankizou evel breudeur, 2 ar merhed en oad evel mammou, ar plahed yaouank evel c’hoarezed er wir hlanded.

An iñtanvezed

3 Gra enor d’an intañvezed, d’ar re a zo gwir intañvezed ; 4 m’he-deus eun intañvez pe vugale pe vugale vian, dezo eo da genta enori o famill o-unan ha paea d’o zro o dle d’o herent : setu aze, a-dra-zur, ar pez a blij da Zoue. 5 Ar wir intañvez a-vad, an hini a zo chomet heh-unan-penn, he-deus lakeet he esperañs e Doue, ha kenderhel a ra noz-deiz gand he fedennou hag he aspedennou. 6 Er hontrol, an hini ne zoñj nemed er plijaduriou, a zo maro, eviti da veza beo. 7 Setu aze ivez ar pez a dleez gourhemenn, evid ma vezint direbech. 8 Ma ’z eus unan bennag ha ne gemer ket preder gand e dud, dreist-oll gand tud e di, hennez e-neus nahet e feiz, gwasoh eo eged eun den difeiz.

9 Eur vaouez ne vezo lakeet war roll an intañvezed nemed oajet e vefe ha dri-ugent vloaz d’an nebeuta, ha bet dezi eur pried hebken, 10 brudet evid heh oberou mad o veza m’he-deus savet he bugale, degemeret an estren, servichet mad ar zent, skoazellet an dud reuzeudig, en em reet d’an oll oberou mad. 11 An intañvezed yaouank a lezi a-gostez, rag pa zeu c’hoantegeziou d’o distrei diouz ar Hrist e fell dezo dimezi a-nevez, 12 o tenna evel-se warno ar varnedigez pegwir o-deus nahet o feiz kenta. 13 Hag ouspenn o veza ma vezont dilabour e teskont ober tro an tiez, ha n’eo ket hebken dilabour, med ivez glabouser ha ranell ; komz a reont a-dreuz hag a-hed. 14 Me a fell din eta e teufe an intañvezed yaouank da zimezi, o defe bugale, e reñfent o ziegez, ha ne rofent ket a dro d’an enebour da wallgomz anezo. 15 Rag bez ez-eus dija hiniennou hag a zo dileñchet o vond da heul Satan. 16 Eur vaouez a feiz, m’he-deus kerent intañvezed, ra zeuio war o zikour ; arabad eo he-defe an Iliz ar zamm anezo, evid ma hello sikour ar re a zo gwir intañvezed.

Ar gozidi

17 Ar gozidi ha a ren mad o bodadegou a dle kaoud an hanter muioh a enor, dreist oll ar re a laka o foan da brezeg ha da gelenn. 18 Rag ar Skritur end-eun a lavar : « Ne vinelli ket an ejenn a bil ar greun » ha c’hoaz : « Al labourer a hounid e hopr ». 19 Na zelaou tamall ebed a-eneb eur hoziad, nemed war desteni daou pe dri. 20 Ar re a beh, difazi anezo dirag an oll, evid m’o-dezo ar re all aon ivez. 21 Stard e pedan ahanout dirag Doue, ar Hrist Jezuz, koulz hag an êlez mad : mir ar reolennou direbech, heb ober gwelloh da lod eged da lod all. 22 Na astenn ket re vuan da zaouarn war zen ebed. Te da-unan mir da hlanded. Paouez da eva netra nemed dour, kemer eur banniig gwin ablamour d’az stomog, ha d’az fallaennou niveruz. 23 Bez ez eus tud hag a zo diskleriet o fehejou araog zoken ma vezont barnet, evid lod all ne vezont anavezet nemed diwezatoh. 24 Evel-se ivez, an oberou mad a vez diskleriet, zoken ar re disheñvel, ne hellont ket chom kuzet.

Sklaverez

VI. 1 Ar re oll a zo dindan yeo ar sklavèrèz a dle soñjal eo o mistri din a beb resped, evid ma ne vo ket ano Doue mallozet nag e gelennadurez. 2 A re o-deus da vistri tud a feiz a dle diwall d’o disprizoud war zigarez ma ’z int breudeur, med gwelloh e tleont o zervicha, peogwir eo tud a feiz ha breudeur karet eo a brofit euz o labour.

Ar gwir zevosion

Setu aze ar pez a dleez kelenn hag alia. 3 Ma teu unan bennag da rei eur gelennadurez all, ma ne vir ket komzou reiz on Aotrou Jezuz Krist hag ar gelennadurez hervez an devosion, 4 hennez a zo dallet gand an ourgouill, ne intent netra ; klañv eo gand enklaskou ha rendaelou diwar-benn geriou ; ahano e sav avi, breutadegou, malloziou, difiziañs droug-youleg 5 stourmajou etre tud trevariet o spered hag a ra diouer dezo ar wirionez ; soñjal a ra dezo e teu gounidegez diwar an devosion. 6 Ya, gounidegez vraz a zeu diwar an devosion, evid an hini a zo laouen gand ar pez e-neus. 7 Rag n’on-eus degaset netra ganeom o tond er bed, ha n’hellom kas netra ebed ganeom. 8 M’on-eus eta bevañs ha dillad e tremenim ganto. 9 Ar re a fell dezo sevel da binvidig a gouez e pech an tentadur, e kalz youlou diskiant ha noazuz, a stlap an dud er maro hag en argoll.

10 Rag gwrizienn an oll zrougou eo ar youl evid an arhant. Oh en em rei dezi, darn a zo dianket pell diouz ar feiz hag o-deus krignet o halon gand kalz a enkreziou. 11 Te a-vad, den a Zoue, teh diouz an traou-ze. Klask ar justis, an devosion, ar feiz, ar garantez, ar perz da zelher mad, an douster. 12 Dalh mad d’ar stourmad kaer evid ar feiz, gounid ar vuez peurbaduz : dezi out bet galvet, evel m’az-peus henn anzavet kaer o tiskleria da feiz dirag eun niver braz a destou. 13 Dirag Doue hag a ro buez da beb tra, ha dirag Jezuz Krist e-neus roet ken kaer testeni dirag Pons-Pilat setu amañ an ali stard a roan dit : 14 Mir ar gourhemenn o chom direbech ha didamall beteg diskuliadur on Aotrou Jezuz Krist 15 a vo diskouezet d’e amzer gand ar mestr-meur benniget, n’eus nemetañ, roue ar rouaned hag aotrou hag aotronez, 16 eñ hebken a zo divarvel hag a jom en eur sklerijenn n’hell ket beza tizet, ha n’eo ket bet gwelet gand den ebed, ha n’hell beza gwelet gand den. Dezañ gloar ha galloud da viken. Amen.

Kuzuliou evid an dud pinvidig

17 An dud pinvidig a zo er bed-mañ, kemenn dezo en em vired diouz an ourgouill, ha lakaad o fiziañs n’eo ket en eur binvidigez a hell mond da goll, med kentoh e Doue, a ro deom a-fonn an oll vadou, evid tenna anezo on oll vadou.

18 Ali anezo da ober ar mad, da binvidikaad en oberou kaer, da veza brokuz, mad da ranna gand ar re all. 19 Evel-se e tastumint evito o-unan eun teñzor kaer, diazezet mad evid an amzer da zond, hag evid kaoud ar gwir vuez.

Ar zaludou diweza

20 O Timote, mir ar gelennadurez fiziet ennout diwall diouz ar hônchou difeiz ha goullo ha diouz enebadennou ar fals-ouiziegez. 21 O veza diskleriet kement-se o-deus lod tehet diouz ar feiz.

Ar hras ra vezo ganeoh.

Kenta lizer da Dimote | Pennad-kinnig | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6