Kenta lizer d’an Tesalonisianed

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

 

TESALOSIANED I.
Pennad-kinnig

Gwallgaset gand ar Juzevien, Paol e-neus ranket kuitaad Tesalonig, heb beza gellet rei deskadurez a-walh d’ar re genta deuet d’ar feiz. O veza klevet e choment stard en o feiz, Paol a skriv dezo evid o meuli da veza roet degemer vad d’an Aviel ha da veza dalhet mad e-kreiz an Heskinèrèz. Evid ar pez a zell ouz ar gristenien eet dija da anaon, e lavar dezo chom heb nehamant : adsevel a raint endro da veo, abred awalh evid gweled distro-meur ar Hrist en e hloar da fin ar bed.

 

Kenta lizer d’an Tesalonisianed

 

I. 1 Paol, Silvan ha Timote da Iliz an Desalonisianed a zo e Doue an Tad, hag en Aotrou Jezuz Krist. Deoh gras ha peoh. 2 Heb ehan e lavarom bennoz da Zoue, ablamour deoh oll, oh ober meneg ahanoh en or pedennou. 3 Heb ehan e talhom soñj dirag Doue an Tad, pegen nerzuz eo ho feiz, pegen aketuz ho karantez, pegen stard hoh esperañs silet ennoh gand Jezuz Krist on Aotrou, dirag Doue on Tad, 4 rag ni a oar mad, breudeur karet gand Doue, ez oh bet dibabet gantañ, 5 rag an Aviel a embannom, n’eus ket bet anezañ komzou hebken en ho touez, med diskouezet e-neus dreist-fonn, galloud ha vertuz ar Spered Santel ; setu aze ivez, c’hwi a oar, ar pez on-eus greet en ho touez evid ho mad. 6 Ha c’hwi a zo deuet da gemer skouer diwarnom, ha diwar an Aotrou, o tegemer ar Gomz, e kreiz kalz a drubuillou, gand levenez ar Spered Santel. 7 Evel-se ez oh deuet da veza eur skouer evid an oll dud fidel euz ar Makedonia hag an Akaia. 8 Rag n’eo ket hebken Komz Doue he-deus tregernet er Makedonia hag en Akaia, azaleg ho pro, med e peb leh eo brudet ho feiz e Doue, evel-se n’on-eus ezomm ebed da lavared netra diwar he fenn. 9 Rag ar re-ze a lavar o komz ahanom, penaoz ho-peus on degemeret, penaoz oh deuet da drei ouz Doue, o trei kein d’ar fals-kredennou evid servicha an Doue beo ha gwirion, 10 hag evid gortoz euz an neñvou e Vab e-neus savet a-douez ar re varo, eñ hag on diwall euz ar gounnar da zond.

 Labour abostol Sant Paol

II. 1 Gouzoud mad a rit hoh-unan, breudeur, n’eo ket en aner ho-peus roet degemer deom. 2 Med goude ar poaniou hag an dismegañsou or-boa bet da houzañv e kêr Filip, evel ma ouzoh, on-eus kavet en on Doue, e kreiz e-leiz a stourmajou, an hardisegez da brezeg Aviel Doue. 3 Rag ne brezegom ket eur fals-kredenn na traou dizonest, ne glaskom ket korvigella. 4 Med, evel m’e-neus Doue or havet mad da fizioud ennom an Aviel a brezegom, evel-se ivez e komzom heb klask plijoud d’an dud med da Zoue a amprou or halonou. 5 Morse, her gouzoud a rit, n’on-eus bet komzou luban, na morse menoziou kuz da hounid arhant, test eo Doue a gement-se ; morse n’on-eus klasket gloar a-berz an dud, nag en ho touez, nag e leh all ebed. 7 Gellet on-nije, evel ebestel ar Hrist, beva diwar ho koust.

Er hontrol eo, leun a zouster om bet en ho touez, evel eur vamm-vagéréz a domm war boull he halon ar re ema o vaga. 8 Kement a garantez or-boa evidoh ma ’z oam prest da rei deoh n’eo ket hebken Aviel Doue, med or buez zoken, ken tomm oa or harantez evidoh. 9 Soñj ho-peus, va breudeur, euz or poaniou, euz or skuizder : o labourad noz-deiz da vired na vefem eur zamm evid nikun ahanoh eo on-eus embannet deoh Aviel Doue. 10 C’hwi a zo test, ha Doue ivez, euz ar vuez santel, just ha direbech on-eus renet en hoh andred deoh, an dud fidel. 11 Ha gouzoud a rit ivez : evel ma ra eun tad evid e vugale, on-eus, peb hini ahanoh d’e dro, 12 ho kuzuliet, frealzet, hag hoh aspedet da veva en eun doare din a Zoue, an hini ho kalv d’e rouantelez ha d’e hloar. 13 Setu amañ perag e lavarom, ni ivez, bennoz da Zoue heb ehan : p’ho-peus resevet komz Doue a embannem deoh, ho-peus he degemeret n’eo ket evel eur gomz a-berz tud, med evid ar pez ma ’z eo e gwirionez : komz Doue a zo ivez o labourad ennoh-c’hwi, an dud fidel. 14 Rag, breudeur, kemeret ho-peus skouer diwar Ilizou Doue a zo e bro Judea, er Hrist Jezuz, peogwir ho-peus bet, c’hwi ivez, da houzañv, a-berz ho kenvroiz, ar pez o-deus int-i ivez gouzañvet a-berz ar Juzevien ; 15 int-i hag o-deus lazet an Aotrou Jezuz hag e brofeded, o-deus on heskinet ni ivez, ne blijont ket da Zoue, enebourien int d’an oll dud. 16 Mired a reont ouzom da brezeg d’ar bayaned evid o zilvidigez ; gand kement-se e kasont o fehed d’e wasa. Med d’ar fin eo kouezet ar gounnar warno. 17 Evidom-ni hag a zo dispartiet diouzoh evid eur pennad amzer, pell diouz on daoulagad, med n’eo ket diouz or halon, ni or-boa mall braz da vond d’ho kweled dre garantez vraz. 18 Setu perag on-eus klasket mond davedoh, me va-unan Paol, diou wech... ha Satan e-neus miret ouzom. 19 Rag piou eo on esperañs, ol levenez, or hurunenn a lorh dirag an Aotrou Jezuz pa zistroio, piou nemedoh ? 20 Ya, c’hwi eo or gloar hag ol levenez.

III. 1 Neuze eta, ma n’hellom ket gortoz pelloh, on-eus kavet gwelloh chom ni on-unan e Aten, 2 hag on-eus kaset deoh Timote, or breur, servicher Doue, da brezeg Aviel ar Hrist, evid ho startaad, ho kennerzi en ho feiz, 3 evid ma ne zeuio den da horjella e-kreiz an trubuillou a-vreman, rag gouzoud a rit on-eus d’o houzañv. 4 Pa edom en ho touez on-eus kemennet deoh or-befe trubuillou da houzañv ha degouezet eo kement-se, her gouzoud a rit. 5 Setu aze perag, pa n’hellom ket gortoz muioh, am-eus kaset da houlenn kelou euz ho feiz, gand aon na vefe deuet an Toueller d’ho touella ha n’or befe kollet or poan. 6 Bremañ, ema Timote o tegouezoud amañ o tond euz du-ze ; degas a ra deom kelou mad euz ho feiz hag euz ho karantez. Lavared a ra e talhit atao soñj vad ahanom, hag ho-peus c’hoant d’or gweled kement ha m’on-eus-ni c’hoant d’ho kweled. 7 Evel-se, breudeur, ez om-ni bet frealzet ganeoh dre ho feiz deoh, e-kreiz on oll enkrez hag or poaniou, 8 ha bremañ e teu buez nevez deom peogwir e chomit stard en Aotrou. 9 Penaoz trugarekaad Doue diwar ho penn evid an oll levenez a darz ennom ablamour deoh dirag Doue ? 10 Noz-deiz e houlennom stard ma vo roet deom ar hras d’ho kweled ha da rei ar pez a vank d’ho feiz. 12 Plijet gand an Aotrou lakaad da greski ennoh a-fonn ar garantez an eil e keñver egile hag e keñver an oll, kenkoulz ha ma karom ahanoh. 13 Ra zalho stard ha direbech ho kalonou er zantelez dirag Doue an Tad a-benn distro an Aotrou gand an oll zent.

IV. 1 A hend-all, breudeur, e pedom hag e aspedom ahanoh en Aotrou Krist : evel m’ho-peus desket ganeom penaoz eo red deoh ren ho puez evid plijoud da Zoue, – hag evel-se eo e renit –, kendalhit da vond war wellaad. 2 Rag c’hwi a oar peseurt kenteliou on-eus roet deoh a-berz an aotrou Jezuz. 3 Setu amañ petra eo bolontez Doue hag ar zantelez evidoh : en em vired ouz an hudurnez, 4 gouzoud peb hini ahanoh beva gand e wreg er zantelez hag en onestiz, ha n’eo ket o heulia ar c’hoantegeziou fall evel ma ra ar bayaned ha na anavezont ket Doue. 6 Arabad eo da zen noazoud d’e vreur nag ober gaou outañ war ar poent-se, rag reiza a ra an Aotrou an oll draou-se, evel m’on-eus dija lavaret ha testeniet deoh. 7 Rag Doue e-neus or galvet n’eo ket da veva en hudurnez, med da veva er zantelez. 8 Rag-se eta an hini a zisprij ar gelennadurez-se, n’eo ket eun den eo a zisprij, med Doue, eñ hag a ro deom ar Spered Santel. 9 Diwarbenn ar garantez etre breudeur, n’ho-peus ket ezomm e vefe skrivet deoh, rag c’hwi hoh-unan ho-peus desket gand Doue en em gared an eil egile. 10 Hag henn ober a rit a-vad e keñver an oll vreudeur euz ar Masedonia a-bez.

Ni ho ped, breudeur, da ober gwelloh c’hoaz : 11 klaskit a-zevri beva e peoh, kemerit preder gand hoh aferiou hoh-unan, labourit gand ho taouarn, evel m’on-eus kemennet deoh, 12 evid beza dirag an diavêzidi tud a vrud vad, ha chom heb kaoud ezomm a zen. 13 Ne fell ket deom e chomfeh heb gouzoud ar wirionez diwarbenn ar re varo ; na vezit ket glaharet evel ar re all ha n’o-deus esperañs ebed ; 14 rag ma kredom eo marvet Jezuz hag adsavet da veo, kredom kenkoulz all e lakaio Doue da vond gand e Vab ar re a zo maro e karantez Jezuz. 15 Setu amañ petra lavarom deoh hervez komz Doue : ni, ar re veo, ni, ar re a vo lezet beteg distro an Aotrou or Zalver, ne vezim ket a-raog ar re varo ; rag an Aotrou e-unan, pa vo roet an urz gand mouez an arhêl ha gand trompill Doue, a ziskenno euz an neñv hag ar re varo er Hrist a adsavo da genta. 17 Da houde, ni, ar re veo, lezet beteg neuze, a vo douget a-unan ganto war goabrenn an neñv, evid mond da ziambroug or Zalver en êr, hag evel-se e vezim da viken gand an Aotrou Doue. 18 En em frealzit eta an eil egile dre ar homzou-se.

V. 1 Evid ar pez a zell ouz an amzer hag ar poent, n’ho-peus ket ezomm, breudeur, e vefe skrivet deoh diwar gement-se. 2 Rag gouzoud a rit ervad e tegouezo deiz an Aotrou, evel eul laer en noz. 3 Pa Iavaro an dud : « Pebez peoh, pebez dienkrez ! », neuze, end-eün e kouezo warnoh an dismantr, en eun taol kont, evel gwentiou war ar vaouez dougéréz ; n’hellint ket tehed ; 4 c’hwi avad, breudeur, o veza ma n’emaoh ket en deñvalijenn, ne gouezo ket an deiz-se warnoh evel eul laer, 5 rag oll ez oh bugale ar sklerijenn, bugale an deiz : n’om ket tud an noz, na tud an deñvalijenn. 6 Neuze ’ta, arabad eo deom en em rei da gousked, evel ma ra ar re all, beillom, mirom da eva re. 7 Ar re a gousk, en noz eo e kouskont, ar re en em vezv, en noz eo eh en em vezvont. 8 Med ni hag a zo euz an deiz, mirom da eva re, gwisket ganeom hobregon ar feiz hag ar garantez, gand tok-brezel esperañs ar zilvidigez. 9 Rag Doue n’e-neus ket or galvet evid ar gounnar, med evid kaoud da lod ar zilvidigez dre or Zalver Jezuz Krist maro evidom, 10 evid ma vefem o veva unanet gantañ, pe zihun pe gousket e vefem. 11 Setu perag, roit frealzidigez ha skouer vad an eil d’egile evel m’her grit dija. 12 Goulenn a reom diganeoh, breudeur, ober stad ouz ar re a gemer poan en ho touez evid ho heñcha en Aotrou hag ho reiza. 13 Bezit evito ar vrasa karantez ablamour d’o labour. Bevit e peoh kenetrezoh. 14 Ho pedi a reom, breudeur, reizit an dud direiz, kennerzit ar re laosk, sikourit ar re wan, bezit habask e keñver an oll. 15 Diwallit na zeufe den da renta droug evid droug, klaskit avad atao ar mad kenetrezoh hag e keñver an oll. 16 Bezit atao laouen. 17 Pedit heb ehan. 18 Trugarekait e peb tra, kement-se eo bolontez Doue en ho keñver e Jezuz Krist. 19 Arabad eo deoh mouga ar Spered. 20 Na rit ket fae war ar brofediez. 21 Pouezit mad peb tra ha dalhit d’ar pez a zo mad. 22 En em ziwallit diouz peb droug. 23 Ra zeuio Doue ar peoh e-unan d’ho peurzantellaad ; ra vo dalhet direbech ho spered, hoh ene hag ho korv evid distro an Aotrou Jezuz Krist. 24 Feal eo an hini ho kalv, eñ c’hoaz a raio kement-se. 25 Breudeur, pedit evidom-ni ivez. 26 Dre eur pok santel, saludit an oll vreudeur. 28 Ra vo ganeoh gras an Aotrou Jezuz Krist.

Kenta lizer d’an Tesalonisianed | Pennad-kinnig | 1 | 2 | 3 | 4 | 5