Diagoniaj Bastian Davy

Dre astenn an daouarn ha donezon ar Spered Santel, evid servij an Iliz hag an dud, an Aotrou Laorañs Dognin, eskob Kemper ha Leon, a raio da V / Bastian DAVY beza diagon war-zu ar velegiaj

d'ar zul 23 a viz Kerzu 2018 da 3 e 30
e iliz Sant-Tivisio, e Landivisiau.

Pedet oc'h gand Kloerdi Sant-Erwan (Roazon), parrez Sant Tivizio - Bro Landi, Bastian, e familh hag e vignoned da gemered perz el liderez asamblez ganto er joa, dre ar bedenn hag e veuleudi.

Le blog "Feiz ha sevenadur"

  • Ar Basion Vras - Karaez

    Ar basion vras 2019D'ar 7 a viz Ebrel 2019 e Iliz Karaez (Sant Tremeur), vo gwelet abadenn Ar Basion Vras gant Strollad Ar Vro Bagan ha laz-kanañ Penn ar Bed. 

    E 1991 eo bet savet Ar Basion Vras gant strollad Ar Vro Bagan, c’hoariva ha sonerezh kemmesket enni. Gant misterioù ar grenn-Amzer, c’hoariva poblek Breizh hag ar c’halvarioù eo bet levezonet ar pezh-c’hoari. Eno e kaver roud eus poanioù kriz ha maro Jesus Krist.

    E galleg gant ur ger brezhoneg bennak.

    Un abadenn e Karaez :
    - D'ar 7 a viz Ebrel, 5 eur goude lein en iliz Sant Tremeur.

    (un abadenn all 'zo ivez, e Plistin, departamant Aodoù-an-Arvor :
    d'ar 24 a viz Meurz, 3 e 30, espace "An Dour Meur")

    Prizioù : 13€
    Priz digresket : 10€ - Priz bugel (6-12 vl) : 5€
    Titourou (renseignements) : Ar Vro Bagan
    - Pellg. 02 98 04 50 06 / 06 07 49 64 20
    arvrobagan.bzh

    Gouzout hiroc'h

  • An Niverenn Nevez (166) MINIHI LEVENEZ / Nouveau numéro (166) de la revue MINIHI LEVENEZ

    Feunteuniou An dour hag an aoter.

    DE L'EAU A L'AUTEL,N166

    LA VALLEE DES SAINTS,

    Psaumes.


    Koumanant bloaz (Bep eil miz),
    Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €

    Minihi Levenez niverenn 166, Kerzu 2018-Genver 2019
    KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :
    Evid prena / Bon de commande

  • Partir en Pèlerinage avec le Minihi Levenez en 2019

    Pelerinachou 2019 / Pèlerinages 2019

     

    Lokorn / Troveni : 20 a viz gouere /Troménie de Locronan : le 20 juillet 2019


    Tro sant Paol 21-28 gouere / 21-28 juillet :Tro sant Paol2019

    Pèlerinage à pied du dimanche 21 juillet (tôt le matin) au dimanche 28 dans l’après-midi.
    Il s’agit de découvrir le grand saint que fut saint Pol de Léon en le suivant d’après sa Vie et les lieux
    qui lui sont consacrés : l’île d’Ouessant, Lampaul-Plouarzel, Lampaul-Ploudalmézeau, Prad-Paol en Plouguerneau,
    Chapel-Pol en Brignogan, Le Folgoët, Tréflaouénan, Saint-Pol de Léon, et l’île de Batz pour le pardon de sainte Anne.

     

    Iwerzon (Dingle hag Aran ) : 2-13 eost

    2-13 Août : Irlande (Dingle et les iles d'Aran). A la découverte du début du monachisme en Irlande.

    S'inscrire rapidement pour pouvoir réserver des hébergements, en particuler sur les îles d'Aran,
    en écrivant à "Minihi Levenez 29800 Tréflévenez" 

  • Ar Zalmou war ar rouedad

    Pedenn an deiz GF 1Ema bremañ meur a zalm war ar rouedad, war lehienn eskopti Kemper ha Leon. War ar bajenn digerri e ranker klika war "Feiz" > "Salmou".

    Ar 97 salm kinniget a zo tennet euz al leor “Pedenn an deiz”, embannet e 1988 gand Minihi Levenez. Eun droidigez evid al liderez eo.

    Emichañs e vo gelled kinnig an oll zalmou e brezoneg dizale.

  • 1

Archives - Teuliou

  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5
  • 6
  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11
  • 12