Taolennou. Michel le Nobletz. Tableaux de mission

Emañ an ti-embann Locus Solus, euz Kastelin, o paouez embann eul leor kaer meurbed war taolennou Mikeal an Noblez : « Taolennou. Michel le Nobletz. Tableaux de mission ». Peb hini a c’hello dizolei pe adkavoud gand plijadur an taolennou-ze, hag a zo miret e diellaoueg eskopti Kemper.

couv.Taolennou.2018Mikeal an Noblez (1577-1652) a zo eur misioner euz ar 17ved kanved. E pad ar pez a anver an Adkempenn katolik, en deus ijinet doareou nevez da ginnig an Aviel da dud Breiz-Izel, en o zouez, an « taolennou ». Ar 14 taolenn a jom hirio, a zo e touez ar c’hartennou a zivinadellou speredel en doa lakeet liva. An oll anezo a vez kavet el leor, evid ar wech kenta, war pajennou leun, a vent vraz. Ha traouigou bian a zo bet kresket, evid ma vo gweled mad petra oa buez an dud d’ar poent-ze : dillad, micheriou, bigi hag all…

Displegadennou skiantel a zo roet ivez el leor, diwar-benn ar relijion, an istor, ar geografiez ha bigi an amzer-ze. Kemered o deuz perz el labour-ze : Yann Celton (levraoueger an eskopti), Kelig-Yann Cotto (rener Porz mirdi Douarnenez), Kristell Loussouarn (diellourez an eskopti) hag an Tad Herve Queinnec (kañseller an eskopti).

H.Q.

Taolennou. Michel le Nobletz. Tableaux de mission 
Ti-embann Locus Solus, Kastellin,
72 pajenn – Skeudennou liou.
110 skeudenn – Ment 24 x 32
2018, €25.00

Evid gouzoud hiroc’h, e galleg

Le blog "Feiz ha sevenadur"

  • Santigou 2019

    Buhez Sant Gwenole / La vie de Saint Guénolé et de l'Histoire de l'Abbaye de LandévennecSantigou

  • Buhez Sant Gwenole

    Ur pezh-c’hoari war "Buhez Sant Gwenole"

    Ar bloaz-mañ e kinnigomp, gant ur strollad skolajidi eus an eskopti,
    ur pezh-c’hoari war "Buhez Sant Gwenole hag istor abbati Landeveneg".

    Sant Gwenole 2

    La vie de Saint Guénolé et de l'abbaye de Landévennec dans une pièce de théâtre

    La vie de Saint Gwenolé sera jouée par 28 collégiens de la Pastorale des Jeunes du diocèse,
    à l’issue de leur semaine « Santigou : foi et théâtre ».

    Ur pezh-c'hoari savet gant Goulc'han Kervella, e galleg gant ur ger brezhoneg bennak. Une pièce de Goulc'han Kervella, en français, avec quelques mots de breton.
    Div abadenn. Deux séances :

    • Kemperle, gwener 15 a viz C'hwevrer, da 8e30 noz er sal-abadennoù eus skolaj-lise Kerbertrand.
      Quimperlé, le vendredi 15 février 2019, 20h30, salle de spectacle du collège-lycée de Kerbertrand.
    • Kemper,  sadorn 16 a viz C'hwevrer, da 3e goude lein en iliz Kerfeunteun.
      Quimper, le samedi 16 février 2019, 15h à l'église de la Trinité à Kerfeunteun, 2 rue de MIssilien.

    Evit an holl. Théâtre ouvert à tous, participation libre.

  • Diagoniaj Bastian Davy

    Urzhiet eo bet  Bastian Davy diagon war hent ar velegiaj  e iliz Landivizio d'an 23 a viz Kerzu. Kalz a dud o deus kemeret perzh en oferenn. Brezhoneg zo bet klevet er c'hantikoù, el lennadennoù hag e komzoù Bastian ivez ! 
    En e brezegenn en deus lavaret an Aotrou n'Eskob : " An diagon zo evidomp ar sin bev n'eo ket bet ganet Jezuz en ur palez, hag eo deuet d'hor c'haout e paourentez hor buhez. Goulenn  a ra diganeomp  kaout soursi an eil eus egile ha dreist-holl ober war-dro  ar re a vank pep tra dezho."
    Kalon vat, Bastian !Bastian

    Sébastien Davy a été ordonné diacre en vue du sacerdoce le 23 décembre 2018 en l'église de Landivisiau. L'assemblée était nombreuse et la langue bretonne a eu toute sa place, dans les cantiques, les lectures et aussi dans la bouche de Sébastien !
    Dans son homélie, Mgr Dognin a dit : "Le diacre est pour nous le rappel vivant que Jésus n'est pas né dans un palais, qu'il est venu  nous rejoindre dans la précarité de nos vies. Qu'il nous appelle à avoir le souci les uns des autres et en particulier de ceux qui manquent de tout."
    Bonne route, Sébastien !

  • An Niverenn Nevez (166) MINIHI LEVENEZ / Nouveau numéro (166) de la revue MINIHI LEVENEZ

    Feunteuniou An dour hag an aoter.

    DE L'EAU A L'AUTEL,N166

    LA VALLEE DES SAINTS,

    Psaumes.


    Koumanant bloaz (Bep eil miz),
    Abonnement annuel à la revue "MINIHI LEVENEZ" : 50 €

    Minihi Levenez niverenn 166, Kerzu 2018-Genver 2019
    KLIKIT AMAÑ / CLIQUEZ ICI :
    Evid prena / Bon de commande

  • Partir en Pèlerinage avec le Minihi Levenez en 2019

    Pelerinachou 2019 / Pèlerinages 2019

     

    Lokorn / Troveni : 20 a viz gouere /Troménie de Locronan : le 20 juillet 2019


    Tro sant Paol 21-28 gouere / 21-28 juillet :Tro sant Paol2019

    Pèlerinage à pied du dimanche 21 juillet (tôt le matin) au dimanche 28 dans l’après-midi.
    Il s’agit de découvrir le grand saint que fut saint Pol de Léon en le suivant d’après sa Vie et les lieux
    qui lui sont consacrés : l’île d’Ouessant, Lampaul-Plouarzel, Lampaul-Ploudalmézeau, Prad-Paol en Plouguerneau,
    Chapel-Pol en Brignogan, Le Folgoët, Tréflaouénan, Saint-Pol de Léon, et l’île de Batz pour le pardon de sainte Anne.

     

    Iwerzon (Dingle hag Aran ) : 2-13 eost

    2-13 Août : Irlande (Dingle et les iles d'Aran). A la découverte du début du monachisme en Irlande.

    S'inscrire rapidement pour pouvoir réserver des hébergements, en particuler sur les îles d'Aran,
    en écrivant à "Minihi Levenez 29800 Tréflévenez" 

  • Ar Zalmou war ar rouedad

    Pedenn an deiz GF 1Ema bremañ meur a zalm war ar rouedad, war lehienn eskopti Kemper ha Leon. War ar bajenn digerri e ranker klika war "Feiz" > "Salmou".

    Ar 97 salm kinniget a zo tennet euz al leor “Pedenn an deiz”, embannet e 1988 gand Minihi Levenez. Eun droidigez evid al liderez eo.

    Emichañs e vo gelled kinnig an oll zalmou e brezoneg dizale.

  • 1

Archives - Teuliou

  • 1
  • 2
  • 3
  • 4
  • 5
  • 6
  • 7
  • 8
  • 9
  • 10
  • 11