Eil lizer Sant Yann

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.

YANN II ha III. Pennad-kinnig

Al liziri-mañ a zo bet kaset d’eun Iliz hag a oa war-nez trei gand eur fals-kredenn, an hini a nah eo Jezuz Doue. Evid mired ouz ar gristenien da fazia war ar poent-se, oberour al liziri a lavar beza war evez ouz ar fals-doktored, ar re a embann menosiou nevez. Ra jomint stag ouz kelennadurez an Ebestel.

Eil lizer Sant Yann

1 Ar Hoziad, d’an Itron dibabet, ha d’he bugale a garan e sklerijenn ar wirionez, ha n’eo ket me hebken, med ivez ar re oll o-deus anaoudegez euz ar wirionez, 2 hervez ar wirionez a zo ennom, hag a vo ganeom da viken. 3 Ganeom e vo gras, trugarez, peoh deuet digand Doue an Tad, ha digand Jezuz Krist, Mab d’an Tad er wirionez hag er garantez.

4 Pebez laouenedigez evidon, gweled eul lodenn euz da vugale o vond gand hent ar wirionez, hervez ar gourhemenn on-eus bet digand an Tad. 5 Ha bremañ, Itron, e houlennañ diganit : – n’eo ket eur gourhemenn nevez eo a skrivan dit, med an hini on-eus abaoe ar penn-kenta –, en em garom an eil egile, 6 ha setu amañ petra eo ar garantez : ma kerzfem gand hent ar gourhemennou ; hennez eo ar gourhemenn ho-peus klevet abaoe ar penn-kenta evid ma kerzfeh gand an hent-se ; 7 rag touellerien e-leiz a zo en-em skignet dre ar bed ; ne embannont ket ar feiz e donedigez Jezuz Krist er horv, setu aze an toueller, an Antikrist. 8 Taolit evez warnoh hoh-unan, gand aon da goll frouez hoh oberou, med evid gounid eun digoll kaer. 9 N’ema ket Doue gantañ, an neb a ya re bell war araog ha na jom ket e kelennadurez ar Hrist ; an neb a jom er gelennadurez e-neus, eñ, hag an Tad hag ar Mab. 10 An neb a zeufe d’ho kavoud heb beza gantañ ar gelennadurez-se, na zegemerit ket anezañ en ho ti, na lavarit ket salud dezañ.

11 An neb a ra degemer vad dezañ e-neus perz en e oberou fall. 12 Kalz a draou am-eus da skriva deoh, koulskoude n’eo ket gand paper ha liou eo bet fellet din henn ober, rag fiziañs am-eus da vond davedoh, ha da gaozeal ganeoh evid ma vo leun-barr on levenez. 13 Salud dit a-berz bugale da c’hoar, an hini zibabet.