Eil lizer da Dimote

An Testamant Nevez : eil lodenn – Troet e brezoneg gand « Kenvreuriez ar brezoneg » Eskopti Kemper ha Leon, 1988.


TIMOTE II.
Pennad-kinnig

Paol a zo moarvad e prizon e Rom, en amzer Neron, dilezet gand an oll, da vare e varnedigez evel Jezuz e vestr ; o hortoz ar maro ema ; kredi a ra dezañ stard e-neus greet mad ar garg fiziet ennañ e-touez kalz a drubuillou. E gortoz ema eta kaoud digand e Vestr, ar gurunenn a hloar. Amañ ez eus evel eul lizer testamant euz e berz. Aspedi a ra e genlabourer ken karet da jom fidel d’ar Hrist, da brezeg an Aviel heb ehan, da stourm ouz ar fals-doktored ha da gas da benn e vinistrèrèz en desped d’an avel a-benn.

 

Eil lizer da Dimote

I. 1 Paol, abostol Jezuz Krist, dre volontez Doue, hervez ar bromesa a vuez a zo e Jezuz Krist, 2 da Dimote va mab karet meurbed, gras, trugarez ha peoh, a-berz Doue an Tad hag a-berz Jezuz Krist on Aotrou.

3 Leun on a anaoudegez vad e keñver Doue a zervichan, war-lerh va zud koz, divlam va houstiañs, pa ran dalhmad, noz-deiz, ano ahanout em fedennou : 4 pa zeu da zoñj din en da zaerou, e teu c’hoant braz din da weled ahanout, evid beza leun a joa. 5 Dond a ran da zoñjal er feiz gwirion a zo ennout, feiz hag a veze dalhmad da genta e Loiza, da vamm goz hag Eunika da vamm, hag a zo, me ’zo sur, ennout te ivez. 6 Setu perag e tegasan dit da zoñj e rankez renevezi donezon Doue a zo ennout abaoe m’am-eus astennet va daouarn warnout. 7 Rag ar spered e-neus roet Doue deom n’eo ket eur spered a lentegez, med eur spered a nerz, a garantez, a furnez.

8 Arabad eo dit eta kaoud mez euz testeni an Aotrou, na mez ahanon-me a zo er prizon evitañ, med kemer da lod a boan evid an Aviel, gand nerz an Aotrou. 9 Or zaveteet e-neus hag or galvet dre eur halvadenn zantel, n’eo ket ablamour d’on oberou deom-ni, med ablamour d’e venoz ha d’e hras roet deom a oll-viskoaz e Jezuz ar Hrist ; 10 ha breman eo bet diskleriet splann dre ziskouezidigez or Zalver Jezuz Krist e-neus, eñ, distrujet ar maro ha lakeet da skedi ar vuez peurbaduz dre an Aviel 11 ez on bet lakeet da embanner, da abostol ha da gelenner anezañ. 12 Setu aze perag e houzañvan ar poaniou-ze, med n’am-eus ket a vez ganto, rag me a oar piou am-eus lakeet va feiz ennañ, ha sur on eo gouest da vired an teñzor fiziet ennon beteg an Deiz-se. 13 Renk da vuez war ar gelennadurez yac’h am-eus roet dit er feiz hag er garantez a zo e Jezuz Krist. 14 An teñzor kaer a zo bet fiziet ennom, mir anezañ gand sikour ar Spered Santel a zo o chom ennom.

15 Goûd a ouzout o-deus oll dud an Azia va dilezet, en o zouez Frigel hag Ermojel. 16 Ra skuillo an Aotrou e druez war famill Onezifor, rag aliez e-neus va frealzet, ha n’o-deus ket va jadennou greet mez dezañ. 17 Er hontrol eo, a-veh degouezet e Rom eo bet aketuz d’am hlask, hag e-neus kavet ahanon. 18 Ra zeuio an Aotrou da gaoud truez outañ d’an Deiz-se. Ha kement servich e-neus rentet din e Efez, te o anavez gwelloh eged n’eus forz piou.

Kemer da lod er boan

II. 1 Te eta, va mab, kemer nerz er hras a zo er Hrist Jezuz. 2 Ar gelennadurez az-peus klevet ganin dirag kalz a destou, ro anezi da anaoud da dud sur, a vezo ivez gouest da gelenn re all ; 3 Kemer da lod a boaniou, evel eur gwir zoudard da Jezuz-Krist : 4 Den ebed, o vond da zoudard, ne jom d’en em stroba gand traouachou ar bed, ma fell dezañ plijoud d’an hini e-neus enrollet anezañ.

5 Evel-se ivez, ne reseo ar gourener ar gurunenn, nemed ha stourmet e-nefe hervez ar reolennou. 6 D’ar houer a gemer poan e tle dond al lodenn genta a frouez. 7 Intent ar pez a lavaran, an Aotrou a roio dit da intent an oll draou-ze.

8 Dalh soñj euz Jezuz Krist adsavet a-douez ar re varo, ganet euz gouenn David hervez an Aviel a embannan. 9 Evitañ e houzañvan beteg beza chadennet evel eun torfedour. Komz Doue a-vad n’eo ket chadennet. 10 Setu perag e houzañvan peb tra evid ar re zibabet, evid m’o dezo int-i ivez ar zilvidigez a zo er Hrist Jezuz hag e hloar peurbaduz ; 11 din a fiziañs eo ar gomz-mañ : « Ma varvom a-unan gantañ, a-unan gantañ e vevim ; 12 ma houzañvom a-unan gantañ, a-unan gantañ e renim ; ma nahom anezañ, eñ ivez on naho. 13 Ma ne jomom ket fidel, eñ a jom fidel, rag ne hell ket en em zinah e-unan.

14 An oll draou-se a ziskouez sklêr dirag Doue eo red en em vired diouz rendaelou diwar-benn ger pe her, kement-se ne zervich da netra, nemed da goll ar re a zelaou anezo. 15 Laka da boan evid beza dirag Doue eun den amprouet, eur micherour ha n’e-neus ket da gaoud mez oh embann ar gomz a wirionez. 16 Evid ar homzou goullo ha disakr, diwall outo. Ar re a zo troet ganto a zeuio muioh-mui da veza difeiz ; 17 o homz a zo heñvel ouz ar hrign-beo a en em astenn. 18 Evel-se ema kont gand Himenea ha Filetos : pelleet o-deus diouz ar wirionez o lavared eo dija degouezet adsao ar re varo, hag evel-se e tiskaront o feiz da veur a hini. 19 Koulskoude, chom a ra divrall an diazez bet lakeet gand Doue, siellet eo gand ar gomz-mañ : « an Aotrou a anavez e dud », ha c’hoaz : « Ra deho diouz ar fallentez en neb a bed ano an Aotrou. »

20 En eun ti braz ne vez ket hebken listri aour hag arhant, bez ’e vez ivez re goad ha re bri. Lod a zo evid eur zervich enoruz, lod all evid eur zervich disterroh. 21 An den a laka dilastez e goustians euz ar saotrajou-ze a zo eul lestr nobl, santelleet, talvouduz evid ar mestr, mad evid kement labour a zo 22 tro kein da youlou fall ar yaouankiz, klask ar justis, ar feiz, ar garantez, ar peoh gand ar re a bed an Aotrou a galon vad 23 na jom ket da ranellad diwar-benn traou didalvez ha diboell, te a oar e tegasont rendaelou. 24 Servicher Doue ne dle ket rendaela, med beza laouen ouz an oll, gouest da gelenn ha da houzañv enebiez ; 25 gand dousder e tle kentelia an enebourien ; Doue, piou a oar, a raio dezo marteze cheñch buez evid anaoud ar wirionez, 26 ha dond en o rezon vad, oh en em denna euz pejou an diaoul a zalhe anezo ereet ha sujet dezañ.

Tud difeiz an amzeriou diweza

III. 1 Red eo dit gouzoud mad kement-mañ : en deiziou diweza e tegouezo mareou kriz. 2 An dud a vo troet ganto o-unan, skraperien arhant e vezint, lorhuz, ourgouilluz, touerien Doue, disent ouz o zud, dihrad, disakr, 3 digalon, dihabask, droug-prezeger, direiz kriz, enebour d’ar mad, 4 divergont, trubard, dallet gand an ourgouill, gwelloh ganto plijaduriou eged Doue. 5 Da weled e chomint tud a relijion, med heb kaoud fiziañs ebed ken en he galloud. Tro da gein d’an dud-se ivez, 6 rag ar seurt tud-se eo ar re a ya en tiez da gemered en o rouejou merhedigou sammet a behejou, poulzet gand youlou a beb seurt, 7 dalhmad o teski, med heb gelloud morse dond da anaoud ar wirionez. 8 Hag evel ma ’h enebas Jannez ha Jambrez ouz Moizez, evel-se ivez an dud-se a eneb ouz ar wirionez, fallagr int a spered ha bresk a feiz. 9 Med ne ’z aint ket pelloh, rag sklêr eo o fallentez d’an oll, evel ma oe hini an daou-se.

10 Te a-vad, gand hast out deuet d’am heul er gelennadurez, en doare beva, er mennadou, er feiz, er basianted, er garantez, en nerz kalon, 11 en heskinaduriou hag er poaniou am-eus bet da houzañv e Antiokia, e Ikonion, e Listr. 12 Ya, kement hini a fell dezañ ren eur vuez devod e Jezuz Krist, a vezo gwallgaset. 13 An dud fallagr int-i, an douellerien a yelo war fallaad, o touella ar re all hag o veza touellet o-unan. 14 Te a-vad, dalh mad d’ar pez a zo bet desket dit ha degemeret ganit : gouzoud a rez gand piou out bet kelennet. 15 Abaoe da vugaleaj eh anavezez ar Skrituriou sakr, ar re a hell rei dit ar furnez a gas d’ar zilvidigez dre ar feiz e Jezuz Krist. 16 Ar Skritur Sakr a-bez a zo awenet gand Doue, talvouduz eo evid kelenn, evid divenn ar wirionez, diarbenn diouz an droug ha deski beva hervez ar justis. 17 Evel-se servicher Doue a zeu da veza pourvezet mad ; dezañ kement a zo red evid peb oberenn vad.

Embann ar Gomz

IV. 1 Dirag Doue hag ar Hrist Jezuz, eñ hag a zeuio dizale da varn ar re veo hag ar re varo, e roan testeni euz e zonedigez hag e rouantelez. 2 Embann ar gomz, pouez warni, pe e ve ar mare pe ne ve ket, divenn ar wirionez, gourdrouz, poagn da alia gand kalz a basianted hag hervez ar gelennadurez. 3 Rag eur poent a zeuio ha ne houzañvo mui an dud ar gelennadurez gwirion, med hcrvez o youlou hag hervez ar pez a blij dezo kleved e klaskint kelennerien dezo o-unan. 4 Stouva ’raint o diskouarn ouz ar wirionez evid trei war-zu sorhennou. 5 Te a-vad bez evezieg war beb tra, kemer poan, gra da labour a avieler, kas da benn da zervich, 6 rag me a zo dija kinniget e sakrifis hag erruet eo mare va zremenvan, 7 stourmet am-eus ar stourmad kaer, echuet va redadenn ha miret ar feiz. 8 A wel ema din dija kurunenn ar justis a roio din en deiz-se an Aotrou Krist, ar barner just, ha n’eo ket din-me hebken, med da gement hini e-no c’hoanteet e ziskouezadenn.

9 Hast a-fo dond davedon. 10 Rag dilezet e-neus Demas ahanon dre garantez evid ar bed-mañ. Eet eo eñ da Desalonika, Kresens d’ar Galatia, Tit d’an Dalmatia. 11 N’eus ganin nemed Lukaz. Kemer Mark ha degas anezañ ganit rag priziuz eo din evid ar zervich. 12 Tichik am-eus kaset da Efez. 13 Ar vantell am-boa lezet e Troas, e ti karpos, degas anezi din en eur zond hag ivez al leoriou, ar parchou dreist-oll. 14 Aleksandr, an teuzer arem, e-neus greet kalz a zroug din : ra vo roet dezañ, gand an Aotrou, hervez e oberou. 15 Te ivez, taol evez outañ, gwall enebet e-neus ouz or homzou. 16 En dro genta m’am-boa bet d’en em zivenn, n’oa deuet den d’am zikour, dilezet on bet gand an oll. Gand ma ne vo ket rebechet dezo kement-se ! 17 An Aotrou a-vad e-neus va zikouret ha va hennerzet, evid ma hellin prezeg an Aviel beteg penn, evid ma vo klevet gand an oll bayaned ; hag on bet tennet euz geol al leon. 18 An Aotrou a denno ahanon euz kement embregérèz fallagr hag am zaveteio evid e routantelez neñvel. Dezañ ar hloar da virviken ! Amen.

Saludou diweza

19 Salud Priska hag Akuilas hag ivez tiegez Onezifor. 20 Erast a zo chomet e Korint. Lezet am-eus Trofim klañv e Milet. 21 Poagn da zond araog ar goañv. Eubul ha Prudens, Lin ha Klaodia, hag an oll vreudeur a zalud ahanout. 22 Ra vo an Aotrou gand da spered, ra vo ar hras ganeoh oll.

Eil lizer da dTimote | Pennad-kinnig | 1 | 2 | 3 | 4